Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. Adv. A. (gant ur v.) 1. [1867, 1943, 1985, 2012, 2015] En-dro. [1867] Ar wennili ouiziek a lavaras a-nevez d'al laboused disent [...]. [1943] Dilerc'hiadennoù traezh ha lec'hid kavet e kaniennoù 'zo a Galifornia; hag a-nevez gant Le Danois war bantennoù hini Kapbreton. [1985] Mont a-nevez war an dour. [2012] Adskoulmañ a reas darempredoù gant e vignoned, hag e voe a-nevez o c'houviad fentigeller prizietañ. [2015] Lañs a zo gant an tremenerezh a-nevez. En em daolet e oant da garet o bro a-nevez. A-nevez e leunias e skudell. 2. N'eus ket pell amzer. Setu ur sonenn zo bet savet a-nevez er bloaz-mañ. HS. a-gentaoù, ergentaou, kentaou. 3. Bezañ gwisket a-nevez : gant dilhad nevez. B. (gant un ag.) 1. (dirak un ag.) N'eus ket pell amzer. A-nevez prenet en deus an ti-se. Ne ouien ket e oas a-nevez vet klañv. An tan zo a-nevez krog. Bez' ez int tud a-nevez dimezet. 2. (goude un ak. heuliet gant un agv.) N'eus ket pell amzer. Ur werz savet a-nevez. Ur parkad geot troc'het a-nevez. II. Tr. adv. [1659, 1850, 1903] A-NEVEZ ZO : nevez zo. [1850] Kollet eo gantañ ar c'hleved a-nevez zo. [1850] Direizhañ a ra a-nevez zo. [1850] Par eo bet anvet a-nevez zo gant ar Roue. [1903] E tu-hont d'ar c'hambchoù ha d'ar salioù bras ac'h aer enne 'vit dibriñ, pe 'vit skrivañ, pe 'vit ober un diskuizh, e zo amañ ur chapel vras hag ur chapel vihan : homañ 'zo savet enni ur vreuriezh a-nevez zo 'vit diboaniañ an anaon : enni dreist-holl e plijo dimp mont da gaozeal gant an Ao. Doue. EVEZH. Kemm. blot darn. - chom a ra "k", "t", ha "p" digemm - e deroù an anvioù-gwan a lakaer goude a-nevez.

Exemples historiques : 
29
Masquer la liste des exemples

a-nevez zo

1659
Référence : LDJM.1 pg dernierement, nagueres

Ken alies gwech ma pec'homp marvelamant, ez krusifiomp a-nevez hon Salver en hor c'halonoù, eme an Abostol Sant Paol

1732
Référence : GReg pg (Saint Paul dit que, lorsque nous pechons, nous) crucifions (derechef le Fils de Dieu dans notre coeur)

a-nevez zo

1732
Référence : GReg pg fraîchement (Fraîchement, recemment.)

a-nevez zo

1732
Référence : GReg pg depuis (peu)

ar gwirioù-se a zo savet, lekeet, fondet, a-nevez

1732
Référence : GReg pg (ces droits sont de nouvelles) création

a-nevez zo

1732
Référence : GReg pg depuis (peu)

lakaat peskedigoù munut en ur stank redet, evit poblañ a-nevez

1732
Référence : GReg pg empoissonner (ou appoissonner, mettre du peuple en un étang pêche)

a-nevez zo

1732
Référence : GReg pg depuis (peu)

Begeliek eo deuet a-nevez zo.

1850
Référence : GON.II pg bégéliek (Il est devenu ventru depuis peu de temps).

Ur bevezer ar brasañ eo deuet a-nevez zo.

1850
Référence : GON.II pg bévézer (Il est devenu grand dissipateur depuis peu).

Kollet eo gantañ ar c'hleved a-nevez zo.

1850
Référence : GON.II pg kléved (Il a perdu l'ouïe il n'y a pas longtemps).

direizhañ a ra a-nevez zo

1850
Référence : GON.II pg direiza

par eo bet anvet a-nevez zo gant ar roue

1850
Référence : GON.II.HV pg pâr

Neuze e savas ac'hano da zastum a-nevez pennoù-ed.

1850
Référence : GON.II p.102, Buez Ruth.

Tiez an dud, pa gouezhont, a-nevez vez savet ; / Ne c'heller neveziñ ar gened diskaret.

1867
Référence : MGK p57

Anezhi 'rejont goap; nemet re a beadra er parkeier ne oa. Deuet glas ar ganabeg, ar wennili ouiziek 'lavaras a-nevez d'al laboused disent, penn-skañv ha dievezh : tennit 'ta breunenn ha breunenn, ar pezh a sav war pep greunenn, pe ez afoc'h hep mar da goll, hep na chomo unan a gement ma'z oc'h holl.

1867
Référence : MGK p14

« Ha me ranko noz-deiz chom sioul en ho kichen ? / Kenavo evit mat ! Mar teu din biken c'hoant / D'ho koulenn a-nevez, grweg re fur ha re goant, / Me fell din er bed all, evit va fec'hejoù, / Kaout div c'hrweg eveldoc'h d'am broudañ gant spilhoù. »

1867
Référence : MGK p76

Klaodina en em lakeas da gontañ dezhañ a-nevez ar gwall draoù a yoa en em gavet er gouent, hag, o klevet Klaodina o kontañ, e ouele adarre.

1877
Référence : EKG.I. p.49

Me 'gred e teuent da c’houzout petra a yoa a-nevez e Berven gant kement all a dennoù fuzuilh.

1878
Référence : EKG.II p.136

E tu-hont d'ar c'hambroù ha d'ar salioù bras [e]c'h aer enne 'vit dibriñ, pe 'vit skrivañ, pe 'vit ober un diskuizh, e zo amañ ur chapel vras hag ur chapel vihan : homañ 'zo savet enni ur vreuriezh a nevez zo 'vit diboaniañ an anaon : enni dreist-holl e plijo dimp mont da gaozeal gant an Ao. Doue.

1903
Référence : MBJJ p112

aozañ a-nevez flamm

1923
Référence : SKET p.155, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Remettre à neuf".

— Peoc’h ! peoc’h ! a vouskomze an aotrou person, pa lavare dezhañ e garabasenn penaos e oa ret skourjezañ a-nevez ar baotred.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1030 (Gouere-Eost 1924)

Hervezañ, e c'hellje ar froudoù displegañ eta ar c'haniennoù; mard emañ ar froudoù-se a-vareadoù e c'heller kompren an dilerc'hiadennoù traezh ha lec'hid kavet e kaniennoù 'zo a Galifornia ; hag a-nevez gant Le Danois war bantennoù hini Kapbreton.

1943
Référence : TNKN p74

Ma zad ha ma mamm a oa Bretoned diwar ar maez o-daou, bourc'hizaet a-nevez oa.

1944
Référence : EURW.1 p7

Izili int eus Connrad na Gaedhilge, krouet a-nevez zo gant Douglas Hyde.

1944
Référence : EURW.1 p.113

Roit pardon d'ho lazherien, / Heuilhit skouer ar gaezh verzherien / ' Gemer perzh e gloazioù Jezuz, / 'Vit ma vleunio kaer, un devezh, / Peoc'h karadek c'hoazh a-nevez / En hon traoñienn ken enkrezus.

1960
Référence : PETO p82-83

Pa voe kont da vont adarre d'al labour edont holl a-stok o c'horf war an douar, ha lazhet e vijent bet war ar plas kentoc'h eget o lakaat da sevel ha da vont a-nevez war an dour.

1985
Référence : DGBD p136

Ne chomas mui bac'het en e di, en digenvezded, adskoulmañ a reas darempredoù gant e vignoned, hag e voe a-nevez o c'houviad fentigeller prizietañ.

2012
Référence : DJHMH p51

Lañs a zo gant an tremenerezh a-nevez goude korn-tro straed Panepistimiou ha klevout a reomp ur youc'hadeg o tont eus straed Politec'hnio.

2015
Référence : EHPEA p32

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux