« Mari n’eo ket bet mat evit he gwaz, e-keit m’edo war an douar-mañ, ha setu bremañ eo bet degaset Satanaz da bunisañ anezhi. »
Gouzout a rit e c’houzañv ene un den beuzet poanioù kriz er bed all, e-keit ma chom e gorf e-barzh an dour.
Lakaat a reas un ehan, e-keit ha ma 'z ae ar breur yaouank d'e blas.
E-keit ma 'z oa he fried o vale bro war vor, ha kerkent ha ma voe didonet va mamm - ur bennhêrez ivez ! - e tegouezhas da Soaz Sapeur mont da vagerez d'an Treou [sic, an Trev] da gastell Koatriou.
Ha koulskoude, na kevrinus degouezh, peogwir e oa lakaet din bezañ anvet da gelenner e skolaj Borovitchi, ha betek-hen bep tro ma vez anv anezhi e vez kerse ganin, rak er gêrig-se war hanter-hent [hanter hent] eus Moskov da Sankt-Petersburg em eus bevet gant va gwreg ha va merc’hig Anna e-pad daou vloaz, hon eürusañ marevezh e-keit ma chomis du-hont e Rusia.
Ned eo Sassandra nemet ul lec'hig hep talvoudegezh, ha ned eo ket evit lezel pe gemer beajourien, na kennebeut evit kargañ marc'hadourezh, eo e chom al listri a-sav amañ (pe a-wechoù e Tabou, tostoc'h d'al Liberia), met evit kemer en o bourzh morianed a ouenn Krou, hag a vo karget da ober al labourioù tennañ e-keit ha ma vo al lestr gant e droiad er broioù tomm.
Mots précédents
Mots suivants
e-keit