I.
1. [1659] Ger a dalvez da aroueziñ ur prantad amzer hir pe hiroc'h.
Abaoe ar c'heit ez eus anv anezhañ ! Er c'heit amzer-mañ e oa Kolaig ken dinec'h ha tra. Mar karit ma c'hortoz me'm bo en ur c'heit graet an dra-se.
2. [1850] Ger a dalvez da aroueziñ un hed hir pe hiroc'h.
Ur c'heit ha ne c'haller ket muzuliañ. An heol koulskoude zo bet lakaet er c'heit a ranker diouzhimp. Ur c'heit bras zo ac'hann di.
II.
Tr. rag. am.
[1850] KEIT ALL ZO, KEIT ALL A OA, EVIT A GEIT ZO : ken pell zo, ken pell a oa.
Keit all zo emaon o chom e-kichen o zi, ne'm eus ket o gwelet c'hoazh. Kavet en doa ar pezh a glaske keit all a oa. Evit a geit zo eo savet ar vreuriezh, hon eus gwelet ken alies a hini o kaout ur marv mat dre he sikour.
&
N'EUS KET KEIT-SE, N'EUS KET A GEIT-SE : n'eus ket ken pell-se.
Amañ e oant n'eus ket keit-se c'hoazh.