I.
Ag.
A.
[1924, 1985] Tr. stl. (en egor, en amzer)
KEIT HA (...) : ken hir ha (...).
Tapet en deus ur pesk keit ha ma brec'h. Pell zo ne'm eus ket lennet ul levr keit hag an hini zo ganit bremañ. Keit eo e vlev ha ma oa da re a-raok. E miz Gwengolo e vez keit an noz hag an deiz.
[1878] Korf an den n'eo ket evit harpañ alies keit hag e youl [...].
[1924] Ar c’hentelioù a badas keit hag ar c’hatekiz.
[1985] Drein keit ha bizied.
B. (hep ar stl. "ha" d'e heul)
1. (en egor)
[1499, 1732, 1931] Ken hir.
Keit eo an daou damm prenn-mañ. Ken uhel ha keit eo ar boestoù-se. Keit-se eo e gazh.
&
N'eo ket keit ar geot en e foenneg : n'eo ket ken uhel enni.
&
Plouz keit : plouz, graet gant garennoù ken hir ha ken hir a doer an tiez gantañ.
2. (en amzer)
[1732] Ken hir.
Keit eo an nozvezhioù bremañ.
&
Keit amzer : ken hir amzer.
[1850] Pelec'h hoc'h eus-hu daleet keit amzer ?
[1925] [S]kuizh o fenn da vezañ douget e-pad keit amzer mennozhioù ken boull ha ken goullo.
N'ouzon ket pelec'h int bet e-pad keit amzer, a-hed keit amzer. Petra emaint oc'h ober abaoe keit amzer ?
&
N'eo ket keit-se an amzer c'hoazh : N'eo ket ken diwezhat-se c'hoazh.
II.
Adv.
A. Tr. stl. (dirak un ak., un adv. ; en egor, en amzer)
1. KEIT (...) HA, KEIT (...) EVEL : ken pell ha.
Kerzhet o doa keit hag ac'hanen da greiz-kêr. Padout a ray ar brezelioù keit evel ar bed, keit hag ar bed.
2. (hep ar stl. ha pe evel d'e heul)
[1732, 1931] Ken pell.
Aet e oa an tenn keit-mañ er voger. Perak int aet da chom keit-se, keit all eus pep lec'h ? Ne dalvez ket ar boan dont a geit-se, a geit all evit un devezh. Ne zeufen ket eus keit-se, eus keit all, da welet un arvest ken dister. Ne gomprenan ket perak int aet betek keit-se, betek keit all, da glask ar pezh a gaver amañ. Ne vo ket an dilhad keit o sec'hañ hiziv. Ne gredan ket e vijent aet di keit-mañ a-raok an deiz. Perak oc'h ber lakaet da c'hortoz keit-se, keit all ? Ne vefe ket ar boteier amañ c'hoazh abaoe keit-se, abaoe keit all, ma vefe kavet gwerzh dezho. Petra o deus graet a geit all ?
B. (dirak un islav. doareañ degaset gant ma ; en amzer)
[1659] Ken pell, kement.
Keit e chome da gerzhet ma veze noz alies pa zeue en-dro d'ar gêr. Keit e studi ma'z eo estourdiet.
C. Dre skeud.
1. Tr. stl. (dirak un ak.)
Keit (...) ha : ken pell ha.
N'int ket aet keit eus ar wirionez hag o enebourien.
2. (hep ar stl. ha d'e heul)
Ken pell.
Souezhet e vezemp gantañ keit ez ae diouzh ar pezh a glevemp digant an dud all.
D. Dre skeud.
1. Tr. stl. (dirak un ak., ur rag. pe un av.)
KEIT (...) HA, KEIT (...) EVEL : kement (...) ha.
Ne gar ket he merc'h henañ keit hag he bugale all. N'eus netra a blije keit dezhi evel ar sonerezh.
2. [1931] Keit-se : kement-se.
Ne dalvezont ket keit-se.
&
Betek keit-se : kement-se.
Perak ho tisprizont betek keit-se ?
3. Tr. estl. (evit geriañ ar souezh, an diveuliñ)
(Betek) keit-se ! (Betek) keit all ! : kement-se !
III.
Tr. stl. isur.
1. (e deroù un islav. amzeriañ)
[1850, 1878, 1923, 1944, 1949, 1985, 2015] KEIT HA MA, KEIT EVEL MA : troienn a dalvez da verkañ e pad daou zarvoud ken pell ha ken pell.
Ho skoazellañ a rin keit ha ma c'hallin. Chom a rafent da c'hortoz keit evel ma vefe ret. Keit ha ma vevo e dud e kavo bod en o zi.
[1850] Keit ha ma vevin.
[1878] Mousc’hoarzhit keit ha ma raio vad d’ho kalon : n’er refot ket atav.
[1878] Dre ma’z i e selaoui, ha, keit ha ma ne glevi netra dre an heñchoù nag a-dreuz an douaroù, e c’helli bale dinec’h.
[1923] Hogen, kement-se, keit ha ma ouzon, ne voe biskoazh ar c’hiz ganeomp, hag aes eo gouzout perak. [1944] Unan a sache warno keit ha ma skoulmec’h ho kouriz. [1949] An Tad-Mestr, avat, keit ha ma tisplege e gentel diwar-benn Merc'hed Eva, ne denne ket e selloù diwar ar paotr kaezh. [1985] Hag e chomas da ehanañ war va fourchetez keit ha m'edon ouzh he c'has d'am genoù. [2015] Ha keit ha ma kendalc'ho an dud da chom hep en em lazhañ n'eus anv ebet e rafen ur fallvarch bennak.
DHS. e-pad (ma).
HS. e-keit (ma), endra, tra (ma).
2. (e deroù un islav. keñveriañ, goude ar bennlav. prl.)
Keit ha ma : kement ha ma.
Strivañ a raent keit ha ma c'hallent.
3. (e dibenn un lavared, e deroù un islav. enebiñ)
Termen a dalvez da ziskouez pegen uhel eo an derez kreñvder zo bet tizhet e keñver pe geñver e-kerzh un darvoud bnk.
Perak e savfen abred, keit evel ma'z eo an deiz er mare-mañ ? Un disamm a oa bet he marv eviti, keit (amzer) ma oa chomet seizet war he gwele.
Neuze ar razh mibin a red ken a findall, / A labour keit ha dek / Gant e dreid[,] gant e veg, / A zrailh hag a zispenn / Sac'h ar vaot penn-dre-benn, / Ker brav m'he devoe hed he gar / Ha ma c'hellas dont d'ar gêr.
Neuze ar raz mibin a red ken a findall, / A labour keid ha dek / Gant he dreid gant he vek, / A zraill hag a zispenn / Sac'h ar vaot penn-dre-benn, / Ker brao m'e devoe hed he gar / Ha ma c'hellaz dont d'ar gear.
1867
Référence :
MGK
p48-49
Amañ emaoc’h e ti ho kwella mignoned ; chomit ganeomp keit ha ma kerfot ; bremañ, el lec’h kolo, ho pezo gweleoù ha kerkoulz boued ha ni.
Aman emaoc’h e ti ho kuella mignouned ; chommit ganeomp keit ha ma kerfot ; breman, el leac’h kolo, ho pezo gueleou ha kerkouls boued ha ni.
1877
Référence :
EKG.I.
p.84
Mar teu an hini en deus skrivet istor Yann Pennorz da gomz keit diwar-benn e dad-kozh, n’eo ket evit en em veuliñ nag evit en em fougeal eo, evit lavaret an traoù evel ma’z int c’hoarvezet eo avat.
Mar teu an hini en deuz skrivet histor Ian Pennors da gomz keit divar benn he dad koz, ne ket evit en em veuli nag evit en em fougeal eo, evit lavaret an traou evel ma’z int c’hoarvezet eo a-vad.
1878
Référence :
EKG.II
p.58
Dre ma’z i e selaoui, ha, keit ha ma ne glevi netra dre an heñchoù nag a-dreuz an douaroù, e c’helli bale dinec’h.
Dre ma’z i e selaoui, ha, keit ha ma ne glevi netra dre an hentchou nag adreuz an douarou, e c’helli bale dinec’h.
1878
Référence :
EKG.II
p.114
— Mousc’hoarzhit keit ha ma raio vad d’ho kalon : n’er refot ket atav.
— Mousc’hoarzit keit ha ma raio vad d’ho kaloun : n’her refot ket atao.
1878
Référence :
EKG.II
p.66
Korf an den n'eo ket evit harpañ alies keit hag e youl ; ezhomm hoc’h eus, kerkoulz ha me, hen anzav a ran hep mezh evidon, eus a un tamm bennak d’en em greñvaat.
Korf an den ne ket evit harpa aliez keit hag he ioul ; izomm oc’h euz, kerkouls ha me, hen anzao a ran hep mez evidoun, euz a eun tamm-bennag d’en em grenvaat.
1878
Référence :
EKG.II
p.3
keit e talv din-me
keit e tal din-me
1909
Référence :
BROU
p. 212 (il me vaut autant)
Rak, keit ha m’eo bet heuliet strizh al lezennoù-se gant an darn vuiañ, he devoe hor gouenn en he rann un eurvad dispar !
Rak, keit ha m’eo bet heuliet striz al lezennou-ze gand an darnvuia, he devoe hor gouenn en he rann eun eurvad dispar !
1923
Référence :
SKET
p.53
Neuze, o tennañ a-dre an divrec’h anezhi ar mabig a luskelle, e c’horreas anezhañ keit hag he dremm, e pokas dezhañ ha, goude, ouzh e adreiñ d’e vamm, e lavaras : « Gra mat war e dro, rak enor hor Gouenn e vo un deiz da zont hag ar gwellañ harp anezhi. »
Neuze, o tenna a-dre an divrec’h anezi ar mabig a luskelle, e c’horreas anezan keit hag he dremm, e pokas d’ezan ha, goude, ouz e adrei d’e vamm, e lavaras : « Gra mat war e dro, rak enor hor Gouenn e vo eun deiz da zont hag ar gwella harp anezi. »
1923
Référence :
SKET
p.105
Hogen, kement-se, keit ha ma ouzon, ne voe biskoazh ar c’hiz ganeomp, hag aes eo gouzout perak.
Hogen, kement-se, keit ha ma ouzon, ne voe biskoaz ar c’hiz ganeomp, hag aes eo gouzout perak.
1923
Référence :
SKET
p.45
Nemet e tlee padout an adkarantez-se, hep keuz, na digresk, na divlaz biken, keit hag ar Bed hag an doueed (1).
1923
Référence :
SKET
p.75
Keit ha ma voe re wan e zivesker evit e zougen, ne lakeas Velia dilhad ebet en e gerc’hen, ha, pa zeraouas kerzhout, ne roas dezhañ nemet ur c’hroc’hen louarnig re verr ha re strizh evit ma vije e gorfig peurc’holoet gantañ (1).
Keit ha ma voe re wan e zivesker evid e zougen, ne lakeas Velia dilhad ebet en e gerc’hen, ha, pa zeraouas kerzout, ne rôas d’ezan nemed eur c’hroc’hen louarnig re verr ha re striz evit ma vije e gorfig peur-c’holôet gantan (1).
— Keit ha m’emaint oc’h ober un diskuizhadenn, eme Jarlig, me ac’h a da ober evel Jañ Glaudadig.
— Keit ha m’emaint oc’h ober eun diskuizadenn, eme Jarlig, me ac’h a da ober evel Jan Glaudadig.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 41, p.946 (Mae 1924)
Ar beüt a [veze] bervet, dibluskennet keit ha ma [veze] tomm.
Ar beüt a vije bervet, dibluskennet keit ha ma vije tomm.
1925
Référence :
BILZ2
p.115
Keit ha ma hijent, en-dro dezhe, ar mennozhioù-se, ar sparl drez a stouve dor ar vered a zo kouezhet. Dor-dal an iliz a zo frank-digor ; war an aoter vras, ar gouloù koar a luc’h ; an aotrou person, ar c’hure, ar sakrist hag ar [g]olisted a zo o c’hortoz…..
Keit ha ma c’hijent, en-dro d’ê, ar mennoziou-ze, ar sparl drêz a stoufe dor ar vered a zo koueet. Dor-dal an iliz a zo frank-digor ; war an aoter vras, ar goulou koar a luc’h ; an ôtrou person, ar c’hure, ar zakrist hag ar c’holisted a zo o c’hortoz…..
1925
Référence :
BILZ2
p.157
Ha, keit ha ma oa bet gant ar Vran, Bilzig a gavas abeg, meur a wech, da implij e skiant a vartolod ha nerzh e galon.
Ha, keit ha ma oa bet gant ar Vran, Bilzig a gavas abeg, meur a wech, da implij e skiant a vartolod ha nerz e galon.
1925
Référence :
BILZ2
p.170
Hag hon zud fur, dindan brumenn an abardaez, an eil war-lerc’h egile, krommet, o daouarn gante en o godelloù, ac’h eas d’ar gêr, war o fouez, goustadik, demzerret o daoulagad, skuizh o fenn da vezañ douget e-pad keit amzer mennozhioù ken boull ha ken goullo.
Hag hon zud fur, dindan brumenn an abardae, an eil war-lerc’h egile, krommet, o daouarn gante en o godellou, ac’h ês d’ar gêr, war o fouez, goustadik, dem-zerret o daoulagad, skuiz o fenn da vea douget e-pad keit amzer mennoziou ken boull ha ken goullo.
1925
Référence :
BILZ2
p.138
keit
1931
Référence :
VALL
pg aussi, autant
keit
keit-se
1931
Référence :
VALL
pg autant
Plegioù ‘dreñv ar gapotenn a ranke bezañ par ; unan a sache warno keit ha ma skoulmec’h ho kouriz.
Plegiou ‘dreñv ar gapotenn a ranke beza par ; unan a sache warno keit ha ma skoulmec’h ho kouriz.
1944
Référence :
EURW.1
p.195
Ha, keit m’edomp oc’h evañ hag o kontañ, Herri a selle atav ouzh traoñ an armel hag a selaoue, aon gantañ, emichañs, klevout un draskadenn spontus bennak ha gwelout e aour o ruilhañ war al leur-di.
1944
Référence :
ATST
p.76
Keit ma yae an traoù-mañ en-dro, Srollad Paotred Plouyann a oa o c’hoari Mister Sant-Gwenole ha fentigell ar Vezventi dindan ar c’hoc’hu, leun-barr.
Keit ma yae an traou-mañ en-dro, Srollad Paotred Plouyann a oa o c’hoari Mister Sant-Gwenole ha fentigell ar Vezventi dindan ar c’hoc’hu, leun-barr.
1944
Référence :
EURW.1
p.189
An hini kondaonet d'ar bara sec'h a chome 'n e sav 'kreiz ar refektouer keit ha ma oa ar re all o leinañ.
An hini kondaonet d'ar bara-sec'h a chome 'n e sao 'kreiz ar refektouer, keit ha ma oa ar re all o leina.
1944
Référence :
EURW.1
p40
An Tad-Mestr, avat, keit ha ma tisplege e gentel diwar-benn Merc'hed Eva, ne denne ket e selloù diwar ar paotr kaezh.
1949
Référence :
SIZH
p.40
Tra m'edon azezet gant va fred e teuas ur valafennig da droiellat en-dro din, hag e chomas zoken da ehanañ ur pennadig war va fourchetez keit ha m'edon ouzh he c'has d'am genoù.
1985
Référence :
DGBD
p57
Dizale en em gavomp gant un doare koad evel n'am boa bet gwelet c'hoazh : krakwez nemetken gant e-leizh a weennoù, palmez dreinek (rotang) dreist-holl ; ar re-mañ a zo eus ar c'hentañ evit fardañ paneroù, met da ziwall a zo diouzh o drein e stumm higennoù, darn anezho keit ha bizied.
1985
Référence :
DGBD
p156
Ha keit ha ma kendalc'ho an dud da chom hep en em lazhañ an eil re ar re all, n'eus anv ebet e rafen ur fallvarch bennak, evel a lavar Gikas.