I.
1. [1659] Ger a dalvez da aroueziñ ur prantad amzer hir pe hiroc'h.
Abaoe ar c'heit ez eus anv anezhañ ! Er c'heit amzer-mañ e oa Kolaig ken dinec'h ha tra. Mar karit ma c'hortoz me'm bo en ur c'heit graet an dra-se.
2. [1850] Ger a dalvez da aroueziñ un hed hir pe hiroc'h.
Ur c'heit ha ne c'haller ket muzuliañ. An heol koulskoude zo bet lakaet er c'heit a ranker diouzhimp. Ur c'heit bras zo ac'hann di.
II.
Tr. rag. am.
[1850] KEIT ALL ZO, KEIT ALL A OA, EVIT A GEIT ZO : ken pell zo, ken pell a oa.
Keit all zo emaon o chom e-kichen o zi, ne'm eus ket o gwelet c'hoazh. Kavet en doa ar pezh a glaske keit all a oa. Evit a geit zo eo savet ar vreuriezh, hon eus gwelet ken alies a hini o kaout ur marv mat dre he sikour.
&
N'EUS KET KEIT-SE, N'EUS KET A GEIT-SE : n'eus ket ken pell-se.
Amañ e oant n'eus ket keit-se c'hoazh.
Daveenn :
GReg
pg (il y a une fort grande) distance (d'ici là)
ur geit vras a zo, ur geit vras a amzer a zo, ac'hann di
ur guéhyd vras a so, ur guéhyd vras a amser a so, ahan d'y
1732
Daveenn :
GReg
pg (il y a une grande) distance (de tems d'ici là)
Keit evel a zo etre Gwened ha Roazhon
Qéhyd evel a so entre Guëned ha Roazhon
1732
Daveenn :
GReg
pg (la même) distance (que de Vannes à Rennes)
ur geit all
ur guéhyd all
1732
Daveenn :
GReg
pg (une fois) autant
keit
qehyd
1732
Daveenn :
GReg
pg distance (éloignement de lieu, ou de tems)
keit
qéhyd
1732
Daveenn :
GReg
pg durée (le temps que dure une chose)
Diouzh ar geid e welimp mard eo mat
Dioud ar geid é wélimp mar d-eo mâd.
1850
Daveenn :
GON.II
pg keit (A sa durée nous jugerons s'il est bon).
Ur geit vras a zo ac'hann di.
Eur geit vrâz a zô ac'hann dî.
1850
Daveenn :
GON.II
pg keit (Il y a une grande distance d'ici là).
keit
1850
Daveenn :
GON.II
pg keida, keit (Durée, le temps que dure une chose. Egalité. Longueur égale. Parité. Distance), pg é-keit.
keit all zo !
keit-all zô !
1850
Daveenn :
GON.II
pg keit (Il y a si longtemps !)
Petra a c’hellemp-ni da ober gant hor fuzuilhoù a-enep kanolioù hag a skoe a geit ?
Petra a c’hellemp-ni da ober gand hor fuziliou a enep kanoliou hag a skoe a geit ?
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.285
Perak mont keit ?
1944
Daveenn :
EURW.1
p.166
Mania n'eo ket unan taer da raktresañ met Ouli a anavez mat he zemz-spered, abaoe ar c'heit ma vevont en ur ser ha gouzout a ra e c'hell Mania treiñ meno da bep koulz ha goulenn ma vo graet un dimeziñ keodedel hepken, ar pezh a glot muioc'h, forzh penaos, gant he zemz-spered.