I.
Adv. goul.
A. (en ul lav. goul. dizalc'h pe en un islav. goul. ; en amzer)
Pegen pell.
Pegeit eo bet oc'h ober e droiad ? A-benn pegeit e vo echuet al labour ? Abaoe pegeit ? Ac'hanen da begeit ? A-benn pegeit ? Betek pegeit ?
&
Pegeit (a) amzer : pegeit.
Pegeit amzer ho po ezhomm d'ober an dra-se ?
&
Bep pegeit ? : a brantadoù zo pegeit amzer etrezo ?
« Bep pegeit e vezont amañ ? - Bep daou pe dri miz marteze. »
B. (en egor)
1. Pegen pell.
Pegeit emañ Kemper eus, diouzh Douarnenez ? Pegeit emañ kreiz-kêr ac'hanen ? « Pegeit emañ ? - Pell a-walc'h emañ. » « Pegeit eo ? - N'eo ket gwall bell. »
2. Pegen hir.
Pegeit eo ar park-se ? Lavar din pegeit eo ar voger-se.
C. Dre skeud. (db. emzalc'h an dud, stad an traoù)
BETEK PEGEIT : betek pelec'h.
Betek pegeit ez ay an den-se ? Gwelet a reomp be tek pegeit ez a drougiezh an dud. Betek pegeit ez ay an dispignoù zo bet graet evit neveziñ ar maner ?
II.
Adv. estl.
Seizh vloaz em boa c'hoazh a-raok mont d'ar gêr.
O ! pegeit e kaven an amzer ! : na pegen hir !
III.
Rag. goul.
1. (en amzer)
PEGEIT ZO ? : pegement a amzer zo bet etre ar mare a reer dave dezhañ ha bremañ ? Pegeit zo int aet kuit ? Pegeit zo abaoe ?
2. (en egor)
Pegement a hed.
Pegeit zo a Gemper da Zouarnenez, eus Kemper betek Douarnenez ? Pegeit zo ac'hanen da gêr ?
3. (db. ar c'hementadoù, dirak an ar. a heuliet gant un anv hollek, lies pe stroll)
Pegement.
Pegeit a labour zo bet graet ?
IV.
Tr. adv.
NA PEGEIT : troienn a dalvez d'ober anv eus ur prantad hir-kenañ.
Hag e veze laosket ar moc'h da yudal aze na pegeit.
V.
Tr. rag. am. (en egor, en amzer)
PEGEIT BENNAK : pegen hir bennak.
Pegeit bennak e voe an hent e tegouezhas abred a-walc'h er gêr. Pegeit bennak e oa bet ar c'hrogad ne oa ket skuizh an daou c'hourener.
Daveenn :
LDJM.1
pg combien (de temps auez-vous estudié ?)
Pegeit zo ac'hann da Roazhon ?
pegueit so ahan da roasõ
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg combien (y a il d'icy a Rennes ?)
Pegeit a zo eveus a Enez ar Gerveur da Naoned ?
Pe guéhyd a so eveus a Enès ar guer-veur da Naffnet ?
1732
Daveenn :
GReg
pg (quelle) distance (y a-t'il de Bellisle à Nantes)
pe qéhyd ?
1732
Daveenn :
GReg
pg combien (signifiant: quelle distance ?)
Pegeit a zo ac'hanen da Roazhon, pe, da Bariz ?
Pe guehyd a so ac'hanen da Roazoun, pe, da Baris ?
1732
Daveenn :
GReg
pg combien (y a-t'il d'ici à Rennes, ou à Paris ?)
a-benn pegeit amzer ?
abenn pe guéhyd amser ?
1732
Daveenn :
GReg
pg dans (combien de tems ?)
dindan pegeit amzer ?
dindan pe guéhyd amser
1732
Daveenn :
GReg
pg dans (combien de tems ?)
pegeit
pe-guéhyd
1732
Daveenn :
GReg
pg combien (en latin Quandin)
pegeit en deus e chomet amañ, manet amañ ?
peguéhyd èn deus ê chommet amâ, manet amañ ?
1732
Daveenn :
GReg
pg combien (de temps a-t'il demeuré ici ?)
a-benn pegeit amzer ?
a-benn peguéhyd amser ?
1732
Daveenn :
GReg
pg (sous) combien (de temps)
pe gué-hyd
1732
Daveenn :
GReg
pg combien (signifiant: quelle distance ?)
pegeit
pégeit
1850
Daveenn :
GON.II
pg péd, pét, pégeit
pegeit en deus-eñ chomet amañ ?
pégeit en deûz-héñ choumed amañ ?
1850
Daveenn :
GON.II
pg pégeit
pegeit a zo ac'hann da Vrest ?
pégeid a zô ac'hann da Vrest ?
1850
Daveenn :
GON.II
pg pégeit
Ne lavare ket gaou : pep den, deut d'an oad-se, / Dioc'h taol fest ar bed-mañ mont laouen a dlefe, / 'N ur drugarekaat ha graet e bakadenn ; / Rak pegeit e c'heller, o tennañ war 'n neudenn, / Dale c'hoazh d'he zerriñ ? — « Perak 'ta klemm, den kozh ? »
Ne lavare ket gaou : pep den, deut d'ann oad-ze, / Dioc'h taol fest ar bed-ma mont laouen a dlefe, / 'Nn eur drugarekaat ha great he bakaden ; / Rak pegeid e c'heller, o tenna war 'nn neuden, / Dale c'hoaz d'he zerri ? — « Perak 'ta klemm, den koz ? »
1867
Daveenn :
MGK
p102-103
Pegeit e oa padet fallaenn an Aotrou Krenn ? Ne ouzon ket.
Pegeit oa padet fallaen an Aoutrou Cren ? Ne ouzoun ket.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.84
Pegeit e chomis en dour, ne oufen ket her lavaret.
Pegeit e chomiz enn dour, ne oufenn ket her lavaret.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.24
Pegeit e chomis semplet ? N’on ket evit her lavaret deoc’h. Me 'gred n’oan ket bet gwall bell, rak an avel-dro hag ar yenien a yoa e foñs ar puñs a dlee, e berramzer, divoudinellañ va fenn ha digas din va skiant-vat.
Pegeit e chomiz semplet ? N’oun ket evit her lavaret d’eoc’h. Me gred n’oan ket bet goall bell, rag an avel-dro hag ar ienien a ioa e fons ar punz a dlie, e berr-amzer, divoudinella va fenn ha digas dign va skiant vad.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.53
Evit gwir, ma karfen menegiñ anv hag oberioù rouanez a bep dere, tudoù-veur a bep meuriad, ne vefe ket a-walc’h d’un hevelep labour va holl vuhez war he hed, pegeit-all [bennak] hec’h astennfe an doueed !
Evit gwir, ma karfen menegi ano hag oberiou rouanez a bep dere, tudou-veur a bep meuriad, ne vefe ket a-walc’h d’eun hevelep labour va holl vuhez war he hed, pegeit-all [bennak] hec’h astennfe an doueed !
1923
Daveenn :
SKET
p.140 (p.199 "Da reiz[h]a[ñ]" : P. 140, linenn diwez[h]a[ñ], goude « pegeit-all » staga[ñ] « bennak »).
Ar Vran a zo kreñv. Chom amañ !… Pegeit ?… Da vihanañ, pa vefomp en Perroz, ne vefomp ket gwall bell eus ar gêr…
Ar Vran a zo krenv. Chom aman !… Pegeit ?… Da vihana, pa vefomp en Perroz, ne vefomp ket gwall bell eus ar gêr…
1925
Daveenn :
BILZ2
p.170
ac'hann da begeit ?
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg ac'hanen (d'ici quand ?)
pegeit
1927
Daveenn :
Geri.Ern
pg ac'hanen
An eil diaoul. — « Abaoe pegeit amzer n’hoc’h eus ket lavaret ho pedennoù-noz ? »
1944
Daveenn :
ATST
p.57
Pegeit hon dalc'ho 'ta amañ en dienez ?
1960
Daveenn :
PETO
p32
Pegeit emaint en sell da chom aze ?
2015
Daveenn :
DISENT
p142
Penaos e vez evezhiet ha diwallet al lec'h : kameraioù, vijiled, porrastell a c'hallfe degas ur gudenn, kleier-galv, orjal-dreinek ha dorioù-tredan, troiadoù-evezhiañ ar boliserien, pegeit zo d'ar c'homiserdi tostañ evit gouzout an amzer ho po a-raok ma en em gavfe ar polis war al lec'h, pe, er c'hontrol, a-benn pegeit e teuy d'ho sikour ma trofe fall an traoù abalamour da enebourien feuls...