1. Zo fiñv ennañ.
Deil fiñvus ha skañv ar gwez. Evel ur vag o regiñ an dour fiñvus.
2. Dre skeud. (db. al lec'hioù)
Zo oberiantiz ennañ.
Ur c'harter bras ha fiñvus.
HS. fichfich, fiñv-difiñv, mont-dont.
3. A c'hall fiñval.
Ar c'henvell fiñvusañ eus ar c'horf eo kenvell ar paler.
4. A c'hall cheñch.
Un taos fiñvus.
DHS. kemmus.
Référence :
GON.II
pg fiñvuz (Mouvant. Remuant. Qui n'est pas stable).
Nes dezhi Morividus (7), gwenn-holl dindan koabrennoù arc’hant hec’h oabl, dindan deliadur fiñvus ha skañv he gwez evl, haleg ha bezv.
Nes d’ezi Morividus (7), gwenn-holl dindan koabrennou arc’hant hec’h oabl, dindan deliadur finvus ha skanv he gwez evl, haleg ha bezo.
1924
Référence :
SKET.II
p.74
Grougousat a rae eben, nemet en em laerez [sic] a rae. Kenedus e oa, hag an huñvreer ne ehane ket e sell da barañ war he digroazell [sic] fiñvus ha bev, ha war he zreid bihan-bihan, ha ker mibin.