Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Zo fiñv ennañ. Deil fiñvus ha skañv ar gwez. Evel ur vag o regiñ an dour fiñvus. 2. Dre skeud. (db. al lec'hioù) Zo oberiantiz ennañ. Ur c'harter bras ha fiñvus. HS. fichfich, fiñv-difiñv, mont-dont. 3. A c'hall fiñval. Ar c'henvell fiñvusañ eus ar c'horf eo kenvell ar paler. 4. A c'hall cheñch. Un taos fiñvus. DHS. kemmus.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

fiñvus

1850
Daveenn : GON.II pg fiñvuz (Mouvant. Remuant. Qui n'est pas stable).

Nes dezhi Morividus (7), gwenn-holl dindan koabrennoù arc’hant hec’h oabl, dindan deliadur fiñvus ha skañv he gwez evl, haleg ha bezv.

1924
Daveenn : SKET.II p.74

Grougousat a rae eben, nemet en em laerez [sic] a rae. Kenedus e oa, hag an huñvreer ne ehane ket e sell da barañ war he digroazell [sic] fiñvus ha bev, ha war he zreid bihan-bihan, ha ker mibin.

1949
Daveenn : SIZH p.51

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial