Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
4
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. A. (db. an dud) 1. Doare c'hoarzh, emzalc'h diwar-goust an nesañ a sell d'e vezhekaat, d'e izelaat. Hag i o stouiñ d'an daoulin dirazañ dre c'hoap. Ar goap a reer ag an traoù-se. & Trl. Ober goap a, eus, ouzh, diouzh, diwar, gant ub. : e c'hoapaat. Eñ a reas goap anezhi. Re a c'hoap en deus graet eus lezenn Doue. Goap a vo graet ouzhin. Te 'vat, zo oc'h ober goap diouzhin-me. Dalbezh e veze oc'h ober goap diàrnezhañ ha diàr ar re a oa bet tizhet gantañ. Krediñ a raent ober goap ganimp. & C'hoarzhin goap a, ouzh, diouzh, war, d'ub. : e c'hoapaat. C'hoarzhin a reer goap anezhañ. An aotrou a c'hoarzho goap outo. C'hoarzhin goap war ur re bennak. Ar bobl a stagas da c'hoarzhin goap d'ar prezeger. [1878] E gamaraded a c’hoarzhe goap dezhañ ; mes seul vui ma c’hoarzhed dezhañ, seul bennekoc’h a se n’oa ken. [1924] C’hoarzhin goap ouzh ar varn, ouzh ar barner ! Krogit ennañ !… 2. Diren. Ober, c'hoarzhin, stagañ goap : goapaat. Hep ober goap. Ar re-se a ra goap. Goap a rez, me a gred. Kerkent ha ma vez o zreid er-maez e tirollont da c'hoarzhin goap. Gouzout a raent stagañ goap. [1924] Hag holl o tirollañ da c’hoarzhin goap ha d’ober al lu gant ar paotr yaouank. & (er st. nac'h, gant an ar. a) Na rit ket a c'hoap. 3. Bezañ goap gant ub. : ober goap. Frañsez a oa goap gantañ o welet Yann o talañ evel-se dezhañ. Goap eo ganto mar lavarit seurt traoù dezho. B. Trl. (db. an traoù) Ober goap eus udb. : sellet outañ evel un dra zister. Hini pe hini anezho a ra goap eus micher o zad. & Trl. skeud., pemdez Graet en deus e c'henoù goap eus e revr : dislonket en deus. C. 1. (db. obererezhioù an dud) Ober goap : ober van, ober an neuz. Labourat, n'eo ket ober goap, ober eo a rae ! 2. Ober goap eus udb. : na vezañ prederiet gantañ. N'en doa ken karantez nemet evit an arc'hant, an enorioù, ar peurrest e rae goap anezho. 3. Fae. Ar re-se a oa goap ganto deskiñ ganimp an tu d'ober al labour-se. II. Stn. A ra goap. Ur c'hoarzh goap a oa en o daoulagad ha war o muzelloù. Hep komz goap. HS. goapaus.

Exemples historiques : 
53
Masquer la liste des exemples

goap

1499
Référence : LVBCA p84 ('moquerie')

en ur ober goap

1659
Référence : LDJM.1 pg (par) maniere d'acquit

goap

1659
Référence : LDJM.1 pg derision, moquerie

ober goap oc'h

1659
Référence : LDJM.1 pg (se) moquer (de)

ober goap eus

1659
Référence : LDJM.1 pg railler

gober goap eus unan bennak

1732
Référence : GReg pg baloter (quelqu'un, se joüer de lui)

gober goap ag unan bennak

1732
Référence : GReg pg baloter (quelqu'un, se joüer de lui)

ober goap an eil eus egile

1732
Référence : GReg pg (s'entremoquer)

goap

1732
Référence : GReg pg gab (raillerie, plaisanterie, moquerie)

goap

1732
Référence : GReg pg gab (raillerie, plaisanterie, moquerie)

goap

1732
Référence : GReg pg gab (raillerie, plaisanterie, moquerie)

ober goap eus a ur re

1732
Référence : GReg pg baloter (quelqu'un, se joüer de lui)

graet goap eus a ur re

1732
Référence : GReg pg baloter (quelqu'un, se joüer de lui)

Goap a ra ac'hanon.

1850
Référence : GON.II p.96, livre second, (Ober goab oc'h ; Il se moque de moi).

a vad e ra goap ac'hanoc'h

1850
Référence : GON.II.HV pg a-vâd

c'hoarzhin a reer goap dre holl war an daouganed

1850
Référence : GON.II pg daougan

goap

1850
Référence : GON.II pg goap (Moquerie. Raillerie. Dérision. Ironie), gôdiserez, gôgé

Dre c'hoap eo e lavar kement-se.

1850
Référence : GON.II pg goap (C'est par moquerie, par dérison qu'il dit cela).

ober goap

1850
Référence : GON.II pg goap (Se moquer).

Goap a reer ac'hanoc'h.

1850
Référence : GON.II pg goap (On se moque de vous).

Goap a c'hoarzher warnoc'h.

1850
Référence : GON.II pg goap (On se moque de vous).

Me a ra goap anezho-holl.

1850
Référence : GON.II p.80

Bez’ e kannin ho mab, mar gra goap ac’hanon.

1850
Référence : GON.II p.62, (Je battrais votre fils, s’il se moque de moi).

Ken iskis eo ma ra an holl goap anezhañ.

1850
Référence : GON.II p.94, livre second, (Il est si extraordinaire que tout le monde se moque de lui).

Na rit ket goap eus ho tad.

1850
Référence : GON.II p.96, livre second, "Ober goab eûz ; Ne vous moquez pas de votre père".

Goap a rit anezhi.

1850
Référence : GON.II p.96, livre second, (Ober goab a ; Vous vous moquez d’elle).

An tieg zo war e dal an Neñv o lugerniñ / Hag a-zindan e dreid an douar o neveziñ ; / Evit an tieg hepken eo graet ar bed gant Doue, / Nerzh zo en e galon, saour zo en e ene, / D'ar re ra goap 'nezhañ[,] emañ o c'hounit boued ; / An tieg a zo un den, ha perak ne ve ket ?

1867
Référence : MGK p80

Anezhi 'rejont goap; nemet re a beadra er parkeier ne oa. Deuet glas ar ganabeg, ar wennili ouiziek 'lavaras a-nevez d'al laboused disent, penn-skañv ha dievezh : tennit 'ta breunenn ha breunenn, ar pezh a sav war pep greunenn, pe ez afoc'h hep mar da goll, hep na chomo unan a gement ma'z oc'h holl.

1867
Référence : MGK p14

E-kreiz o c'hentañ brud, 'pad ma c'hwezh an avel, / Un darn merc'hedoù zo a zalc'h uhel o banniel. O c'hribell a ziskar, pa gouezh warno an oad, / Ha neuze ar baotred anezho a ra goap.

1867
Référence : MGK p56

Kalz muioc’h a arc’hant a yoa en e di, me her goar mat ; goap en eus graet ac’hanomp, ha ni, d’hon tro, hon devije graet goap anezhañ e-pad ma vije bet o veuziñ el lenn-mañ.

1877
Référence : EKG.I. p.203

Bremañ e kavont gwell selaou kuzulioù fall ul lastez aotrou, deuet eus n’ouzon dare a belec’h, n'eo mat da netra en e vro, hag a ya dembrest kuit diouto, goude bezañ graet goap anezho, eget o beleien a chom atav ganto, a gemer perzh en o foanioù, a chom da bediñ Doue e-harz treid o gwele ken n’o devezo tennet o huanad diwezhañ, goude bezañ roet dezho ar pardon eus o fec’hedoù ha digoret dezho Baradoz an Aotrou Doue.

1877
Référence : EKG.I. p.97

Goap a raent eus an daeloù a skuilh ur bugel, ur pried mat pa vez o kas e dad, e vamm pe e bried d’ar bez....

1877
Référence : EKG.I. p.32

Tec’het a rin c’hoazh, ha mont a rin da lavaret d’an Aotrou de Kerbalanek en deus graet mat digas Yann Pennorz da Verven da ober goap eus ar republikaned.

1878
Référence : EKG.II p.133

— Louzoù marc’had-mat, Aotrou, eo hennezh ! Emaoc’h oc’h esa ober goap ac’hanon ; mat, hen ober a rin, rak an tan a zo em morzhed.

1878
Référence : EKG.II p.21

E gamaraded a c’hoarzhe goap dezhañ ; mes seul vui ma c’hoarzhed dezhañ, seul benn[e]koc’h a se n’oa ken.

1878
Référence : EKG.II p.25

Goap a raent outañ, p’en dije evet un dakadennig, ur bannac’hig a re (hag alies ar baotred o devoa abeg da ober goap outañ) ; difrezañ a raent anezhañ : monkus a oa un tammig ; ha, pa vije tommet mat d’ar paotr kozh, e redent war e lerc’h, hag ec’h aent da ambroug anezhañ, en ur ganañ : Kerjantjili, ar ba[r]veg gwenn, Galochoù bras, porpant lien.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.868 (Miz Meurzh 1924)

Desket e voe ganti da lavarout gwir atav, da vezañ seven ha hegarat, da ziwall d’ober goap ouzh ar gozhidi, ar glañvourien, ar re nammet, ar beorien, an dud dizesk, an diavaezidi, ar sklaved.

1924
Référence : SKET.II p.25

Krogit ennañ !… C’hoarzhin goap ouzh ar varn, ouzh ar barner ! Krogit ennañ !… ar wialenn !…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)

E bask a reas gant kalon, daoust d’ar goap a oa bet graet outañ, abalamour d’e zilhad : e vragoù, ur bragoù berliñj glas bet d’e dad ha berraet gant Izabel ; e borpant, bet digant ar c’hure, kalz re ledan ha re hir, enkaet ha berraet ivez gant ar vamm.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1025 (Gouere-Eost 1924)

Hag holl o tirollañ da c’hoarzhin goap ha d’ober al lu gant ar paotr yaouank. Hemañ a voe gwall anwazet.

1924
Référence : SKET.II p.36

c'hoarzhin goap ouzh

1931
Référence : VALL pg bafouer

ober goap eus

1931
Référence : VALL pg bafouer

c'hoarzhin goap war

1931
Référence : VALL pg bafouer

- "Ha dirwestour oc'h c'hwi ?" Dirwestour e kembraeg a zo da envel ar re o deus graet le da chom hep evañ hini-kreñv. E saozneg, e reer te[e]totalers anezho, dre c'hoap.

1944
Référence : EURW.1 p.126

— « Koll va bag ha reiñ arc’hant deoc’h c’hoazh ? ’M eus aon emaoc’h oc’h ober goap ouzhin. »

1944
Référence : ATST p.110

Eñ am c’hare, a lavaras d’in, abalamour m’en doa plijadur o plegañ dindan ma domani, oc’h ober diouzh ma youl, o senti ouzhin hag o heuliañ ac’hanon ; abalamour ivez m’am boa kemeret e zifenn raktal, p’o doa bet c’hoant re ar gambrad da ober goap eus e vin gwregel…

1944
Référence : EURW.1 p.193-194

Ar post ged : ur gael houarn, ur porzh divent etre tri savadur a bevar estaj, mildoullet a brenestroù, a weled enno pennoù kurius an henaourien o c’hoarzhin goap d’ar « bleuien ».

1944
Référence : EURW.1 p.192

Hon dilhad a blije d'an darvuiañ ; koulskoude, un toucher-fiakr o c'havas moarvat fentus, rak ober a reas goap ac'hanomp ha c'hoarzhin uhel : "Ah, pige-moi ces Bretons avec leurs jupons".

1944
Référence : EURW.1 p.155-156

Gouzout a ran oc'h deut dirazomp gant ar menoz izelaat ho spered dre sachañ goap warnoc'h ; mes ur gentel a zo da dennañ diouzh hoc'h anzav.

1949
Référence : SIZH p.60

Ehanit d'ober goap ha fent.

1960
Référence : PETO p68

Daou viz bennak goude e kleven e gamaladed kozh o c'hoarzhin goab diwar e benn : gwelet e oa bet ganto war hent Kango, en ur c'hamion, o vont e-biou.

1985
Référence : DGBD p70

Gallout a reer ober goap ouzh an enebourien oc'h ober van da sevel a-du gante met en un doare lu, en ur vont kalz re bell ganti, evit sikour an dud da gompren e vez diskuliet tra pe dra e gwirionez.

2015
Référence : DISENT p55

Pa vez graet "manifestadegoù an tu dehou" da skouer, e vez treuswisket ar stourmerien evit ober goap deus o enebourien.

2015
Référence : DISENT p111

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux