Pellgargañ ar gerioù kar damc'hoapaus goapaat goapaerezh goapaus
goap
goap
ober goap oc'h
ober goap eus
goap
goap
ober goap
Anezhi 'rejont goap; nemet re a beadra er parkeier ne oa. Deuet glas ar ganabeg, ar wennili ouiziek 'lavaras a-nevez d'al laboused disent, penn-skañv ha dievezh : tennit 'ta breunenn ha breunenn, ar pezh a sav war pep greunenn, pe ez afoc'h hep mar da goll, hep na chomo unan a gement ma'z oc'h holl.
Bremañ e kavont gwell selaou kuzulioù fall ul lastez aotrou, deuet eus n’ouzon dare a belec’h, n'eo mat da netra en e vro, hag a ya dembrest kuit diouto, goude bezañ graet goap anezho, eget o beleien a chom atav ganto, a gemer perzh en o foanioù, a chom da bediñ Doue e-harz treid o gwele ken n’o devezo tennet o huanad diwezhañ, goude bezañ roet dezho ar pardon eus o fec’hedoù ha digoret dezho Baradoz an Aotrou Doue.
Goap a raent outañ, p’en dije evet un dakadennig, ur bannac’hig a re (hag alies ar baotred o devoa abeg da ober goap outañ) ; difrezañ a raent anezhañ : monkus a oa un tammig ; ha, pa vije tommet mat d’ar paotr kozh, e redent war e lerc’h, hag ec’h aent da ambroug anezhañ, en ur ganañ : Kerjantjili, ar ba[r]veg gwenn, Galochoù bras, porpant lien.
— « Koll va bag ha reiñ arc’hant deoc’h c’hoazh ? ’M eus aon emaoc’h oc’h ober goap ouzhin. »
Gouzout a ran oc'h deut dirazomp gant ar menoz izelaat ho spered dre sachañ goap warnoc'h ; mes ur gentel a zo da dennañ diouzh hoc'h anzav.
Ehanit d'ober goap ha fent.
Daou viz bennak goude e kleven e gamaladed kozh o c'hoarzhin goab diwar e benn : gwelet e oa bet ganto war hent Kango, en ur c'hamion, o vont e-biou.
Gallout a reer ober goap ouzh an enebourien oc'h ober van da sevel a-du gante met en un doare lu, en ur vont kalz re bell ganti, evit sikour an dud da gompren e vez diskuliet tra pe dra e gwirionez.
Pa vez graet "manifestadegoù an tu dehou" da skouer, e vez treuswisket ar stourmerien evit ober goap deus o enebourien.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
goapaat