Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Ag. A. (db. an dorioù, ar prenestri, h.a.) 1. Gwechall N'eo ket bet serret war-bouez ur prenn. 2. N'eo ket alc'hwezet. Dibrenn em eus kavet an nor. Lezet em boa dibrenn an nor war ma c'hein. B. Dre ast. (db. an dilhad pe an traoù hevelebekaet outo) 1. N'eo ket klozet-mat, laset-mat, h.a. Lasoù ma botoù zo dibrenn. Dibrenn eo ho koefoù. 2. Digor. Peurvuiañ e vez dibrenn ma yalc'h. C. Dre ast. (db. an dud pe ul lodenn eus o c'horf, ar bruched prl.) Noazh. Dibrenn e oa e vruched. Homañ a oa dibrenn : diwisk penn-da-benn. & Dre ast. N'en deus ket a vezh o tiskouez e gorf noazh. D. Dre skeud. 1. (db. komzoù an dud) Diseven. Gerioù dibrenn ha mallozhioù. Dont a rae gantañ mesk-ha-mesk diskanioù dibrenn-tre ha gwerzioù d'ar sant-man-sant. DHS. diwisk. 2. (db. an dud) Eeun, didro. Ur galon dibrenn. E. (db. organoù an dud) Digor-bras, diwar souezh prl. Dibrenn e zaoulagad, e c'henoù gantañ. & Trl. Genoù dibrenn : den a adlavar kement tra zo bet klevet gantañ. II. Impl. da ak. 1. (db. an tiez) Digor, lec'h da vont tre. N'a deus ket kavet dibrenn. 2. (db. an dilhad) Pezh a dalvez da brennañ ur pezh dilhad (nozelennoù, lasoù, h.a.). N'eo ket evit kavout an dibrenn eus e zilhad.

Exemples historiques : 
3
Masquer la liste des exemples

dibrenn

1732
Référence : GReg pg delacé (ée, adj. qui n'est point lacé), (qui n'est pas) fermé (à clef, au verrou, ni par aucun locquet)

dibrenn

1850
Référence : GON.II pg dibrenn (Ouvert, qui n'est pas fermé au loquet ou avec une barre de bois. Ouvert, en parlant des habits).

Dibrenn em eus kavet an nor.

1850
Référence : GON.II pg dibrenn (J'ai trouvé la porte ouverte).

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux