Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Ag. A. (db. an dorioù, ar prenestri, h.a.) 1. Gwechall N'eo ket bet serret war-bouez ur prenn. 2. N'eo ket alc'hwezet. Dibrenn em eus kavet an nor. Lezet em boa dibrenn an nor war ma c'hein. B. Dre ast. (db. an dilhad pe an traoù hevelebekaet outo) 1. N'eo ket klozet-mat, laset-mat, h.a. Lasoù ma botoù zo dibrenn. Dibrenn eo ho koefoù. [1954] Evit pezh a sell ouzh o chupenn, dibrenn e veze laosket dalc’hmat, en desped d’an teir nozelenn wriet outi [...]. 2. Digor. Peurvuiañ e vez dibrenn ma yalc'h. C. Dre ast. (db. an dud pe ul lodenn eus o c'horf, ar bruched prl.) Noazh. Dibrenn e oa e vruched. Homañ a oa dibrenn : diwisk penn-da-benn. & Dre ast. N'en deus ket a vezh o tiskouez e gorf noazh. D. Dre skeud. 1. (db. komzoù an dud) Diseven. Gerioù dibrenn ha mallozhioù. Dont a rae gantañ mesk-ha-mesk diskanioù dibrenn-tre ha gwerzioù d'ar sant-man-sant. DHS. diwisk. 2. (db. an dud) Eeun, didro. Ur galon dibrenn. E. (db. organoù an dud) Digor-bras, diwar souezh prl. Dibrenn e zaoulagad, e c'henoù gantañ. & Trl. Genoù dibrenn : den a adlavar kement tra zo bet klevet gantañ. II. Impl. da ak. 1. (db. an tiez) Digor, lec'h da vont tre. N'a deus ket kavet dibrenn. 2. (db. an dilhad) Pezh a dalvez da brennañ ur pezh dilhad (nozelennoù, lasoù, h.a.). N'eo ket evit kavout an dibrenn eus e zilhad.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

dibrenn

1732
Daveenn : GReg pg delacé (ée, adj. qui n'est point lacé), (qui n'est pas) fermé (à clef, au verrou, ni par aucun locquet)

dibrenn

1850
Daveenn : GON.II pg dibrenn (Ouvert, qui n'est pas fermé au loquet ou avec une barre de bois. Ouvert, en parlant des habits).

Dibrenn em eus kavet an nor.

1850
Daveenn : GON.II pg dibrenn (J'ai trouvé la porte ouverte).

Evit pezh a sell ouzh o chupenn, dibrenn e veze laosket dalc’hmat, en desped d’an teir nozelenn wriet outi, ha strizh awalc’h [a-walc’h] e-dro [endro] d’ar vandenn, tennañ a rae un tammig d’ar porpant hanter lost-pig [lost pig] e vez graet dioutañ « jaquette » e galleg, met gant pastelloù berr-berr na dapent ket pelloc’h eget foñs ar bragoù.

1954
Daveenn : VAZA p.30-31

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial