qent ma
kent na voe pell
kent ma
kent
kent pell
kent ma vo pell
kent na vo pell
[...] : kevrin ar Grouadelezh, a stummas disheñvel an den hag ar vaouez. Biskoazh, kent neuze, n'en doa merzhet e oa ar Vaouez « tra disheñvel ».
Ya ! o vont da welout ur vaouez e oa. En abeg da se, hag evit digarez all ebet, eo en doa graet ur soub en dour d'e benn ha d'e zivrec'h. Nemet n'en doa ket taolet pled en dra kent an teodad.
Tri c'hard eur e oa c'hoazh da c'hortoz kent serriñ dor an iliz.
Kent diskenn d'e gefridi en iliz, e oa aet ar breur Arturo d'ar stivell d'en em walc'hiñ. Brav e oa houmañ, e disheol ur bodad gwez lore, o stankañ ar vali e tu ar c'hreizteiz [sic, ar c'hreisteiz].
Digoret he doa Palmira trumm hec'h aveler e framm-olifant, ha, kent en em aveliñ, he doa spinet flour chink ar manac'hig gant bevenn ar seiz limestra.
Soaz Prijent a oa anv va mamm-gozh kent na zimezas ; met pa veze komzet diouti, morse ne save kaoz nag eus Soaz Prijent nag eus Soaz an Aubin (Soaz an Aubin a oa unan eus va c'henitervezed).
[...] marteze, gwell e veze gantañ tevel kent an termen diwezhañ, betegouzout [bete-gouzout ] anwaziñ an dud.
Etretant e tichañsas d’an dimezell lavarout e chome a-hed an deiz war-dro [h]e breur er c’hlañvdi, ha kerse ’oa ganti, emezi, o vezañ n’he deveze netra da lenn nemet an Dépêche de Brest, kent mont da gousket.
Edo d'an ampoent-se ar baotred e ti va c'henitervez Saoz an Aubin o vutunat ur c'hornedad kent mont da gousket, pa glevjont en hent-don damdost d'ar vereuri e Roc'h velen, trouz un dumporellad vein diskarget gant ur safar spontus, ha goude, gwigour ur c'harr o pellaat war e blaen.
Ne blije ket d’hor martoloded patouilhal e traezh ha mailh ar straedoù, ha klemm a raent dreist-holl dre ne gavent en ostalerioù netra da derriñ o sec’hed nemet te, laezh ha dour-orañjez [dour orañjez] : « Gwell eo ganimp, emezo, leuskel ar gwelien[-]se gant neb a garo ; aon hon eus rak bezañ kent na vefe pell e par ar marv gant ar red-kof ».
Met hopala !... na kaerat maout e vefen bet o c’houlenn aluzon diganti kent prenañ zoken ar gwalinier eured !
Neb a felle dezhañ mont da Wengamp, da Sant-Brieg pe Baris [Bariz] a ranke bezañ en ti-hent-houarn pell-pell kent goulou-deiz.
Labour burev am boa da gas da benn kent adkregiñ gant al labour enklask.
Kent din stagañ ganti koulskoude e teu Dimitriou hag e skipailh tre er gegin da-heul Dermitzakis.
Degaset e oa bet en Italia e-kreiz ar XVvet kantved gant Basilius Bessarion, denelour gresian eus impalaeriezh Konstantinopoulis, kent d'an impalaeriezh-se bezañ diskaret gant an Durked.