Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Darvoud a zegas doan, ranngalon, reuzeudigezh. Ur gwalleur bras. Kouezhet ez eus ur gwalleur warnomp. Tud lakaet war an noazh gant ar gwalleurioù. Ur gwalleur zo degouezhet. ES. eurvad.

Exemples historiques : 
14
Masquer la liste des exemples

gwalleur

1850
Référence : GON.II.HV pg gwalleûr

Evit klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved, al leon en e ali, 'lavaras d'al loened : - "Me gred, va mignouned, e vezimp stropet-holl evit hor pec'hejoù; pep rumm a yelo da goll, Ma ne deomp a-benn da sevel ouzh ar groug an torfedour brasañ , pennabeg eus an droug. Evel-se marteze 'torro nerzh ar c'hleñved, Ag unan o vervel, d'ar re all 'teuy yec'hed. Er skridoù e welomp pa c'hoarvez gwalleurioù, E klasker evel-se outo pep seurt louzoù. Kavet eo hon hini, n'hor beus nemet gwelet Piv ac'hanomp bremañ en deus gwashañ pec'hed."

1867
Référence : MGK p24

gwalleur

1909
Référence : BROU p. 228

Keñveriañ selledoù Diodôros diwar-benn Istor pobloù ar bed a zo, emezañ, « kelenn ar Furnez dre zanevell poanioù ha gwalleurioù an nesañ » (I, 1).

1924
Référence : SKET.II p.29, Notenne (1)

Ankeniet e oant o-daou, evel ma vije bet ur gwalleur bennak o vont da gouezhañ warno.

1944
Référence : ATST p.128

An doucherien a bec'he hag a vallozhe war-lerc'h ar rederien giz nevez hag a hete d'ezo mil gwalleur.

1944
Référence : EURW.1 p73

Dre walleur, ar gazetenn-se ne oa tamm brogar ebet.

1944
Référence : EURW.1 p.139

« Chesus ["Chezuz"] ! emezañ, ur gwalleur a zo c’hoarvezet ! Lom a zo o veuziñ !… »

1944
Référence : ATST p.108

An dud war an hent a welas ivez ar goulou. Ober a rejont sin ar groaz evit bezañ diwallet eus ur gwalleur bennak.

1944
Référence : ATST p.117

Tud a boell an dispac'herien / A zo hor gwashañ mac'herien / Dalc'hmat o klask prientiñ freuz / Ha skignañ gwalleurioù ha keuz ?

1960
Référence : PETO p18

Gwalleur spontus, allas ! allas ! / Darvoud skrijus hag am dallas, / Taolenn euzhus taer o fuilhañ / 'Barzh ma spered d'e strafuilhañ !

1960
Référence : PETO p75

Er penn-kentañ eus an teir sizhun am eus tremenet dindan toenn va madoberour, hemañ en em lakaas da sevel ur son diwar-benn ur plac'h kozh hag he doa bet ar gwalleur da reiñ an dilez d'he mab, hag hemañ he lakas er c'hlañvdi, en ospital Kemperle !

1982
Référence : VZMB p121

Kaer ez eus lavarout emeur ken dizañjer er c'hoadoù-meur digenvez ha m'emeur en hor broioù europat, ar gwalleur a c'hell c'hoarvezout pa c'hortozer an nebeutañ : bezañ flastret gant ur wezenn o kouezhañ, pe hen bezañ gant ur c'harr-tan war an hent-bras a zo kendalvoud sur-a-walc'h !

1985
Référence : DGBD p112

Gwalleurioù a-walc'h a zo er gêr, ne'm eus ket ezhomm eus re ar burev.

2015
Référence : EHPEA p153

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux