Télécharger les mots parents disgwirion gwir gwirionded gwirionez peurwirion
gwirion
Petra a zo gwirion eus an daou dra-se ? Marteze int gwirion o-daou. Marteze ivez an Tunk n’en doa gwir ebet en aod-se. Ar pezh a zo gwirion da vihanañ, eo e rankas an Tunk mont kuit, hag ar mor a deuas adarre dreist e ganolioù hag e gleuzioù, kerkoulz en aod Goulc’hen hag en aod ar C’hernig ; ha loened ar beorien a c’hellas mont a-nevez da beuriñ el lec’h m’oa bet perc’hennet gant an Tunk.
Nemet, kalz a zo hag a lavar, ar gwirheñvel kentoc’h e-tu ganto, n’oa ket mibien ha gourvibien Vanos emaon o paouez envel, ez wirion, kavadennourien, kelennet ma ’z oant bet war ar binvioù hag an troioù-micherioù a greder a voe kavet ganto, kerkoulz ha war reolennoù an azeulerezh hag ar pedennoù, e-kerzh emweladennoù ha kenprezeg bet etrezo ha krouadurien a zo eus gouenn an doueed.
Trec’h a vez graet anezho dre m’o deus trec’het war ar gouennoù estren ; hogen, setu perak n’eus nemeto eus an holl veuriadoù deuet a vro-Wenn a gement a zellezfe an anv a wirion : dre n’en em veskjont biskoazh gant ar gouennoù trec’het, dre ma nac’hjont digemerout ar gizioù hag ar yezhoù anezho ha pediñ o doueoù, dre ma vanjont gwirion d’al Lezenn.
gwirion
Ar c'hemm etrezo hag ar fiordoù a ziskouez splann adarre ezvezañs ar fiordoù gwirion war an aodoù plat bet goloet gant ar skornegoù.
— « Azen ac’hanoc’h, arabat lavarout Aotrou Doue amañ ! An diaouled gwirion n’int ket evit lavarout an anv santel-se. »
Nag a stad a vije bet ennon o pignal betek Longwood, o kutuilh ur bodig siprez war vez gwirion Napoleon, hag o pediñ evitañ du-hont, me, gourvab unan eus e soudarded, tad Soaz Sapeur !
Holl e oant sonerien eus an dibab, hiniennoù zoken arzourien wirion, hogen pa deurvezent lenn, rak darn a stage da ziroc'hal kerkent ha ma tigorent ul levr, petra ' lennent nemet Les Mystères de Paris, Chaste et Flétrie, Le Colonel Ronchonot, pe Les Amours du Pape Pie IX, gant Leo Taxil.
Met pebezh distokadenn pa glevis digant re all he menoz gwirion : « Voyons, il n’y a rien à tirer de ce pauvre garçon ; d’abord, il est beaucoup trop petit, et puis, il a le nez trop court ».
Petra ’fell deoc’h ? ankounac’haet krenn he devoa ne oa ket e gwir, eviti da vezañ merc’h ur Ministr, da vevañ keit-se war ul lestr-brezel ; deut e oa a-sil-da-sil da vezañ rener amguzh met gwirion ar skouadrenn ; plediñ a rae alies gant disterajoù ha zoken disterajigoù na sellent tamm ebet outi ; kiriek e oa ivez ma teue ur wech an amzer ur beleg da ganañ an oferenn war vourzh, un dra na blije ket d’an holl, rak daou pe dri ofiser a dremene evit bezañ frañmasoned, ha hervez ar vrud a rede graet he devoa d’he den kas kuit eilgabiten ar Paskal abalamour ne zouje ket hemañ trawalc’h dezhi.
Ur gêr hep bezañ c'hoazh ur gêr wirion hag hep bezañ ken ur gêrig evel ar re am bo tu da welout en ur vont pelloc'h gant ma zroiad.
Ret dit troadañ an dra-se e'z penn, Kostas, te zo diouzh tu ar re wirion droukchañsus. Gant ar re a red er penn a-raok hag a erru goude ar re all.
Mots précédents
Mots suivants
gwirionded