Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. an dud) 1. Zo douget da lavaret ar wirionez. Setu un den gwirion. ES. gaouiat. 2. A gred ar pezh a lavar. ES. pilpous. 3. A ra evel m'en deus grataet ober. Chom a reas gwirion d'e roue. DHS. feal, leal, onest. 4. Zo dellezek eus an anv a reer anezhañ. [1954] Petra ’fell deoc’h ? ankounac’haet krenn he devoa ne oa ket e gwir, eviti da vezañ merc’h ur Ministr, da vevañ keit-se war ul lestr-brezel ; deut e oa a-sil-da-sil da vezañ rener amguzh met gwirion ar skouadrenn [...]. HS. rik. 5. Zo anavezet, degemeret hervez al lezenn. Anavezout ub. da vab gwirion. HS. gwir. II. (db. ar c'homzoù) Zo gwir pe mennet da vezañ gwir. An digarez-se zo unan gwirion. [1878] Va gwall ha va zorfed / Dirak an nasion, / Eo ma em eus prezeget / An Aviel gwirion, / Tamallet al lezenn / Da vezañ chismatik, / Hag ouc’hpenn ivez, heretik. III. (db. an traoù) Zo e gwirionez pezh a hañval bezañ. Mel gwirion zo amañ. HS. gwir.

Skouerioù istorel : 
70
Kuzhat roll ar skouerioù

2. Pa welas-hi ar basion / Hag ar martir he mab gwirion, / Ez eas leal en he c'halon, / Bete hec'h ene, kleze don.

1622
Daveenn : Do. p59

M. Petra a zleomp-ni da grediñ eus an Iliz katolik ? D. 1. Ez eo unan, da lavaret eo, nend eus nemet un Iliz wirion hepmuiken. 2. Ha penaos er-maez anezhi nend eus ket a salvasion. 3. Ha pehini zo gouarnet gant ar Spered santel, ha rak-se ne c'hell ket faziañ.

1622
Daveenn : Do. p16

Petra a zleomp-ni da grediñ eus an Iliz katolik ? Ez eo unan, da lavaret eo, nend eus nemet un Iliz wirion hepmuiken

1622
Daveenn : Do. p16

gwirion

1659
Daveenn : LDJM.1 pg veritable

M. Petra zleomp-ni da gridiñ eus an Iliz katolik ? D. 1. Ez eo unan, da lavaret eo, nend eus nemet un Iliz gwirion hepmuiken. 2. Hag er-maez anezhi ned eus ket a silvidigezh. 3. Ha pehini zo gouarnet gant ar spered santel, ha rak-se ne c'hell ket faziañ.

1677
Daveenn : Do. p17

15. Gwerc'hez, Mestrez ar Gwerc'hezed, / Gwakait ma c'halon ker kalet, / Da c'hallout kaout keuz d'ho mab gwirion.

1677
Daveenn : Do. p.69

6. Ha den a ouife hep gouelañ / Kontempliñ an Itron-Varia, / O partisipañ er Basion / A JEZUS, he mab gwirion ?

1677
Daveenn : Do. p66

lakaat poan da ober e silvidigezh gant aon ha gant ur c'hren gwirion

1732
Daveenn : GReg pg crainte (Faire son salut avec crainte & tremblement.)

setañs berr ha gwirion

1732
Daveenn : GReg pg aphorisme

ur c'hristen gwirion

1732
Daveenn : GReg pg ame

kristen gwirion

1732
Daveenn : GReg pg chretiennement

barner gwirion

1732
Daveenn : GReg pg compétent

glac'har gwirion eus e bec'hedoù

1732
Daveenn : GReg pg componction (terme de Théologie)

ober silvidigezh gant aon ha gant ur c'hren gwirion

1732
Daveenn : GReg pg crainte (Faire son salut avec crainte & tremblement.)

ur friponer gwirion

1732
Daveenn : GReg pg (un fripon declaré)

gwirion

1732
Daveenn : GReg pg fidèle (Fidèle véritable)

ez gwirion

1732
Daveenn : GReg pg fidèlement

gwirion

1732
Daveenn : GReg flateur (Qui n’est point flateur, sincere.), franc (franche, sincere, sans déguisement)

gwirionoc'h

1732
Daveenn : GReg pg franc (franche, sincere, sans déguisement)

gwirionañ

1732
Daveenn : GReg pg franc (franche, sincere, sans déguisement)

gwirionañ

1732
Daveenn : GReg pg franc (franche, sincere, sans déguisement)

un orgedez gwirion

1732
Daveenn : GReg pg franc (Une franche coquette.)

e gwirion

1732
Daveenn : GReg pg bonnement (simplement, de bonne foi)

keuzidigezh gwirion

1732
Daveenn : GReg pg brisées (brisement de coeur, componction)

glac'har gwirion

1732
Daveenn : GReg pg brisées (brisement de coeur, componction)

gwirion

1732
Daveenn : GReg pg candide (qui est franc, sincere, qui aime la verité)

gwirionoc'h

1732
Daveenn : GReg pg candide (qui est franc, sincere, qui aime la verité)

gwirionañ

1732
Daveenn : GReg pg candide (qui est franc, sincere, qui aime la verité)

gwirionañ

1732
Daveenn : GReg pg candide (qui est franc, sincere, qui aime la verité)

gwirion

1732
Daveenn : GReg pg certain (constant, veritable, assuré), cordial (sincère, qui parle franchement, & du fond du coeur), effectif (vrai, veritable)

gwirionoc'h

1732
Daveenn : GReg pg certain (constant, veritable, assuré)

gwirionañ

1732
Daveenn : GReg pg certain (constant, veritable, assuré)

gwirionañ

1732
Daveenn : GReg pg certain (constant, veritable, assuré)

gwirion

1850
Daveenn : GON.II pg gwirion (Véridique, qui aime à dire la vérité. Vrai. Sincère. Fidèle. Droit. Juste. Équitable. Légitime, conforme aux lois), gwirionez

Ho pouezioù n'int ket gwirion.

1850
Daveenn : GON.II pg poéz ou pouéz (vos poids ne sont pas justes).

Un den gwirion eo.

1850
Daveenn : GON.II pg gwirion (C'est un homme véridique, vrai).

Bezañ e oan klañv.

1850
Daveenn : GON.II p.32, livre premier, "J'étais malade".

Bezañ ez on gwirion.

1850
Daveenn : GON.II p.32, livre premier, "Je suis sincère".

Bezañ e vezin gwazh a se.

1850
Daveenn : GON.II p.32, livre premier, "J'en serai pis".

Graet en deus avat un dibab anezho evel ma tere d'ur c'hristen mat a zen, d'un den fur, d'ur Breizhad gwirion.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XI

O paouez lenn ar marvailh-mañ, / Meur a zen demezet, stag oc'h ur pennask fall, / A lavaro mard int gwirion / En o c'halon : / Me a garfe ivez bezañ graet kement all, / Eürusoc'h ven bremañ !

1867
Daveenn : MGK p64

Ret eo anaout, va mignon, / Aogustin hoc’h Eskob gwirion, / Augustin Eskob a Dreger / Bremañ koulz ha pa oa er gêr.

1877
Daveenn : EKG.I. p.105-106

Er bloaz 1830, pa voe kaset kuit ar roue gwirion Charlez X gant Louis-Filip, ar roue goroer, en doa c’hoant da ober al lez d’an holl ha ne c’hellas tremen dioc’h den, hag a rankas, er bloaz 1848, mont kuit d’e dro da vervel er-maez eus e vro.

1877
Daveenn : EKG.I. p.309

Petra a zo gwirion eus an daou dra-se ? Marteze int gwirion o-daou. Marteze ivez an Tunk n’en doa gwir ebet en aod-se. Ar pezh a zo gwirion da vihanañ, eo e rankas an Tunk mont kuit, hag ar mor a deuas adarre dreist e ganolioù hag e gleuzioù, kerkoulz en aod Goulc’hen hag en aod ar C’hernig ; ha loened ar beorien a c’hellas mont a-nevez da beuriñ el lec’h m’oa bet perc’hennet gant an Tunk.

1877
Daveenn : EKG.I. p.241

Va gwall ha va zorfed Dirak an nasion, Eo ma em eus prezeget An Aviel gwirion, Tamallet al lezenn Da vezañ chismatik, Hag ouc’hpenn ivez, heretik.

1878
Daveenn : EKG.II p.246-247

Trec’h a vez graet anezho dre m’o deus trec’het war ar gouennoù estren ; hogen, setu perak n’eus nemeto eus an holl veuriadoù deuet a vro-Wenn a gement a zellezfe an anv a wirion : dre n’en em veskjont biskoazh gant ar gouennoù trec’het, dre ma nac’hjont digemerout ar gizioù hag ar yezhoù anezho ha pediñ o doueoù, dre ma vanjont gwirion d’al Lezenn.

1923
Daveenn : SKET p.92

Daoust-pe-zaoust, pe wirion-rik pe wirheñvel hepken ez eo, fiziañs hon eus e vezo al levr-mañ deuet-mat gant Breizhiz.

1923
Daveenn : SKET p.6

An ti, bet savet gant an intañvez doujus, gwirion, karantezus, a zo uhel, ledan, ec’hon, marzhel, o tereout ouzh ur roue-ar-bed.

1923
Daveenn : SKET p.14

Nemet, kalz a zo hag a lavar, ar gwirheñvel kentoc’h e-tu ganto, n’oa ket mibien ha gourvibien Vanos emaon o paouez envel, ez wirion, kavadennourien, kelennet ma ’z oant bet war ar binvioù hag an troioù-micherioù a greder a voe kavet ganto, kerkoulz ha war reolennoù an azeulerezh hag ar pedennoù, e-kerzh emweladennoù ha kenprezeg bet etrezo ha krouadurien a zo eus gouenn an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.58

Diskuilhañ a reas dezho ar reolennoù a zo da heuliañ e savidigezh ar santualoù, hag ar pedennoù nerzhusañ, ar re a vez teneraet ganto kalon an doueed, ar re a dorr war o droukrans, a c’hounez o c’harantez hag a ra anezho keneiled wirion ha hollc’halloudus mab-den.

1923
Daveenn : SKET p.58

Neuze e veze an den evit un den all a ouenn hag a vro gantañ dalc’hmat ur breur hag ur mignon, gwirion en e oberoù, gwirion en e gomzoù, gwirion en e venozioù.

1923
Daveenn : SKET p.67

Gwarezour gwirion on bet da intañvezed ha da emzivaded va gouenn.

1923
Daveenn : SKET p.71

[...] seizh doare meuriadoù : ar meuriadoù trec’h, ar meuriadoù renavi, ar meuriadoù diouennet, ar meuriadoù reuzeudik, ar meuriadoù dilignezet, ar meuriadoù kollet, ar meuriadoù gwirion (2).

1923
Daveenn : SKET p.88

Maros, mab Roviros ! ur mat ha gwirion a baotr ! un hael ha kadarn hini !

1923
Daveenn : SKET p.134

Kuzh ha dianat, avat, o anvioù gwirion.

1924
Daveenn : SKET.II p.42

Ez-gwirion, eme an den yaouank, gwell d’an den chom e-unan-penn a-hed e vuhez eget kenvevañ gant seurt tud.

1924
Daveenn : SKET.II p.63

gwirion

1931
Daveenn : VALL pg authentique

Ar c'hemm etrezo hag ar fiordoù a ziskouez splann adarre ezvezañs ar fiordoù gwirion war an aodoù plat bet goloet gant ar skornegoù.

1943
Daveenn : TNKN p45

Ur Breizhad gwirion a zele karout Breizh muioc'h eit [evit] bro erbet arall.

1944
Daveenn : DIHU Niv. 391, golo 1

— « Azen ac’hanoc’h, arabat lavarout Aotrou Doue amañ ! An diaouled gwirion n’int ket evit lavarout an anv santel-se. »

1944
Daveenn : ATST p.57

C'hoazh e renkan kontañ, a-benn bezañ gwirion, ar pezh a zigouezhas a vad evit Breizh diwar skol vrezhonek Sant-Charlez.

1944
Daveenn : EURW.1 p60

Met pebezh distokadenn pa glevis digant re all he menoz gwirion : « Voyons, il n’y a rien à tirer de ce pauvre garçon ; d’abord, il est beaucoup trop petit, et puis, il a le nez trop court ».

1954
Daveenn : VAZA p.70

Petra ’fell deoc’h ? ankounac’haet krenn he devoa ne oa ket e gwir, eviti da vezañ merc’h ur Ministr, da vevañ keit-se war ul lestr-brezel ; deut e oa a-sil-da-sil da vezañ rener amguzh met gwirion ar skouadrenn ; plediñ a rae alies gant disterajoù ha zoken disterajigoù na sellent tamm ebet outi ; kiriek e oa ivez ma teue ur wech an amzer ur beleg da ganañ an oferenn war vourzh, un dra na blije ket d’an holl, rak daou pe dri ofiser a dremene evit bezañ frañmasoned, ha hervez ar vrud a rede graet he devoa d’he den kas kuit eilgabiten ar Paskal abalamour ne zouje ket hemañ trawalc’h dezhi.

1954
Daveenn : VAZA p.111

Rener gwirion an "Dépôt" a oa ur c'hentañ-mestr "prinsipal" ginidik eus Plougastell-Daoulaz, ur c'hozhiad gant blev ha barv gwenn, met ken lemm e lagad hag hini un naer o c'hedal war lein ur c'hleuz.

1954
Daveenn : VAZA p.83

Nag a stad a vije bet ennon o pignal betek Longwood, o kutuilh ur bodig siprez war vez gwirion Napoleon, hag o pediñ evitañ du-hont, me, gourvab unan eus e soudarded, tad Soaz Sapeur !

1954
Daveenn : VAZA p.114

Pedavare, Gwerc'hez Vari, / ' Teuio [kalon ar vatezh] gwirion da c'hlac'hariñ ?

1960
Daveenn : PETO p81

N'anavan-me 'met Reizh Doue, / Hor Salver ker, ha nikun all[,] Da zilenn gwirion Mad diouz Fall.

1960
Daveenn : PETO p79

Dirak ar Groaz, sin splann ma feiz, / Dre le gwirion, e touan reizh / E vin-me, Maer, sentus bepred / Ouzh an urzhioù savet, me ' gred, / Er rouantelezh 'vit he mad. / Ha ra vo test Doue, Hon Tad !

1960
Daveenn : PETO p20

Ur gêr hep bezañ c'hoazh ur gêr wirion hag hep bezañ ken ur gêrig evel ar re am bo tu da welout en ur vont pelloc'h gant ma zroiad.

1985
Daveenn : DGBD p16

Ret dit troadañ an dra-se e'z penn, Kostas, te zo diouzh tu ar re wirion droukchañsus. Gant ar re a red er penn a-raok hag a erru goude ar re all.

2015
Daveenn : EHPEA p69

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial