ar guir
sevel ar guïr
An azen, deuet e dro, a lavar evel-henn : "Ned eus ket pell, soñj am eus, ur wech, en ur dremen, Dre ur prad glas a oa, me 'gav din, d'ur manac'h, An naon, ar geot flour ha, m'en diskuilh hep nac'h, Dre ali Paol gornek o sutal em fenn sot, e peurjon er prad-se ledander va zeod. Me n'edon ket em zra, evit lavaret gwir. Diouzhtu e voe ar vlej war al loen blevek-hir. Ur bleiz, den a studi, a ziskouezas displeg e oa deuet ar c'hleñved diwar ar skouarneg, hag e tleit, 'mezañ, sevel hed e livenn Al loen-se divalo, rognek-fall, diskroc'hen. Laerezh tra e nesañ, ne oa gwashoc'h torfed ! Nemet dre ar marv ne vije ket gwalc'het ; ur vezh e oa e welet : d'ar bed-holl evit skouer 'Oa ret e vije roet. Lazhet e voe ar c'houer.
Rak, evitañ da vezañ graet mat e zever o vevañ hag oc’h evañ diwar-goust e nesañ, hep paeañ gwenneg, e kave dezhañ e vije deuet gwelloc’h d’e jeneral Canclaux, hag e savje buanoc’h e karg, mar gellje kas dezhañ ur beleg bennak hag a vije tamallet, e gwir pe e gaou, an dra-se ne rae netra, da lakaat ar goueriaded d’en em sevel a enep ar Republik.
gwir
gwir a vourc'hiz
Ar gwir hon eus da lakaat e brezhoneg anvioù-lec'h Breizh-Uhel, evel ma vez graet gant meur a hini, o vezañ m'emaint en hor bro, o vezañ ma 'z eo an anvioù-se ul lod eus hor peadra.
Petra ’fell deoc’h ? ankounac’haet krenn he devoa ne oa ket e gwir, eviti da vezañ merc’h ur Ministr, da vevañ keit-se war ul lestr-brezel ; deut e oa a-sil-da-sil da vezañ rener amguzh met gwirion ar skouadrenn ; plediñ a rae alies gant disterajoù ha zoken disterajigoù na sellent tamm ebet outi ; kiriek e oa ivez ma teue ur wech an amzer ur beleg da ganañ an oferenn war vourzh, un dra na blije ket d’an holl, rak daou pe dri ofiser a dremene evit bezañ frañmasoned, ha hervez ar vrud a rede graet he devoa d’he den kas kuit eilgabiten ar Paskal abalamour ne zouje ket hemañ trawalc’h dezhi.
Met kant bro, kant giz !... ne oa ket da dortañ, tu ebet ne voe kavet d’ober e Cherbourg evel e Reval, ha da herzhel enep pep gwir ouzh al listri-kenwerzh hag ar bigi all da zouariñ er porzh pe da vont ales[h]ont pa garjent.
Er rann-se eus al lestr eo e santer moarvat ar muiañ eo emeur divroet: ar butun hag ar c'hartoù c'hoari a vez gwerzhet marc'had-mat, kuit a wirioù, hag ar "whisky-Perrier" a vez evet gant plijadur.
Petra a weler eus an tres gall hiziv an deiz war chantele Sant-Kaourintin ? Nebeut a dra evit lavarout gwir. Ar steuñvenn a-rez douar da gentañ.
Bezit seven, doujus met dibleg evel bepred : anavezout a rit ar gwirioù ho peus hag e-kreiz an abadenn oc'h[emaoc'h]-c'hwi memestra !
Ral-tre eo e vefe harzet an dorfedourien gwisket cheuc'h, an dud a vrein ar sistem, floderien an telloù, an hailhoned a batroned, ar re a druch gant gwir al labour, pennoù-bras ar mafia hag a zo boas da varc'hata, da sikour a-wechoù ha da arc'hantaouiñ gwech ha gwech all ar vuhez politikel hag an industriezh vras.
Kroget o deus da gehentiñ evit kendrec'hiñ emañ ar gwir gante.
Sevel ur vouezhiadeg keodedel pe un dilennadeg nevez, met war an dachenn bublik hag hep sikour an dud e karg -evit lakaat an estrañjourien da votiñ da skouer peogwir n'o deus ket gwir d'en ober-; boikotiñ an dilennadegoù, chom hep kemer perzh, votiñ -ha displegañ ar rag hag ar perag d'an holl dre ar mediaoù !-.
Grit ho kwir wellañ. Ha ma fell deoc'h kaout skoazell digant ar Servij Kelaoua Broadel, lavarit din.
"Emañ ar gwir ganin, gwelout a ri." Ha goude e tiveg din he frazenn fur: "Anien ur vamm ne vez touellet morse".
Gant Morten e oa azezet e-kichen mogerioù-difenn an Alamaned, o-daou o sellet ouzh ar gêrig un tammig pelloc'h hag o rakaozañ [sic] ur veaj da Bariz ha ne zeufe morse da wir.