Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Perzh an hini a lavar ar wirionez. Komz gant gwirionded. 2. Perzh ar pezh zo gwirion. Kretaat gwirionded komzoù ub. Gwirionded un testeni.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Dre m’eo bet engehentet gant un doue, eveshaet en he yaouankiz gant un doue, kelennet gant un doue, eo e trec’h ar baotred hag ar maouezed anezhi war baotred ha maouezed broioù all an douar e ment, e nerzh, e skañvded, e gwevnded, e kened, e sked, e gwennded, e meiz, e kadarnded, en eeunded, e gwirionded, en helavarded, e barzhoniezh, e gouiziegezh, en hesonerezh, en ijinoù-kaer ha mecherioù en oberiadoù ar peoc’h kerkoulz hag e re ar brezel.

1923
Daveenn : SKET p.38

"gwirionded" gg.

1923
Daveenn : SKET p.179, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Véracité, fidélité".

D’ar skrivagner e roio Lugus Smertos (2) gouiziegezh, gwirionded ha helavar[ded] ; d’al lenner e roio poell, furnez ha meiz.

1924
Daveenn : SKET.II p.6

Ur fiziañs divuzul hor boa e gwirionded hor menoz hag ennomp hon-unan d’e lakaat da drec’hiñ.

1944
Daveenn : EURW.1 p.154

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial