I.
V.k.e.
A.
1. Leuniañ un endalc'her bnk. gant ur garg.
Kargañ koufr ur c'harr. Kargañ ul lestr.
HS. bec'hiañ, sammañ.
2. Lakaat ur garg en udb.
Kargañ mein en ur garrigell.
3. Pemdez
Kargañ boued : debriñ.
4. Diren.
Debriñ, evañ kalz.
En taol-se e kargas betek toull e c'houzoug. N'eo ket a-walc'h kargañ, ret eo dougen ar samm ! Unan en deus karget kement ma'z eo ret da zaou genseurt kazeliañ anezhañ hag en dougen hogozik.
B. Dre ast.
1. Leuniañ.
Kargit ma gwerenn 'ta ! Kargañ ur pod a zour. Karget hon eus ar varrikenn betek ar barr. Kargañ ul loen marv gant plouz. Kargañ un toull. Kargañ ma botoù am eus graet er poull.
&
Kargañ e gof : leuniañ e gof, debriñ, evañ.
Bara a voe roet dezhañ da gargañ e gof. Kargañ e gof a win.
&
Kargañ ub., ul loen bnk. : leuniañ e gof gant boued.
Ar bleiz a glemme o lavaret e oa e vugale marlonk, ne oa netra evit o c'hargañ.
2. (db. ar paperennoù)
Respont dre skrid d'ar goulennoù en esaouennoù lezet goullo.
Kargañ ur roll-goulennoù.
3. (db. an armoù)
Lakaat un arme par da dennañ.
Klevet em eus ub. o kargañ e fuzuilh en noz. Kargañ ur pezh-kanol.
[1877] — Evit hemañ a zo war hor lerc’h a zo diskarget e fuzuilh, ha n’en deus ket a amzer d’he c’hargañ.
C. Dre ast.
1. (db. al lavnennoù)
Goveliañ.
Kargañ e falc'h.
2. (db. an dud, al loened)
Kannañ.
E gargañ a rejont a vazhadoù.
D. Dre skeud. (db. an dud)
Reiñ (da ub.) ar garg da (ober udb.).
E garget am eus d'hoc'h ambroug.
II.
V.g.
Dre skeud.
A.
1. (db. kalon an dud)
Dont enkrez, nec'h ennañ.
Santout a reas e galon o kargañ hag e rankas en em dennañ evit gouelañ.
2. (db. an oabl)
Dont koumoul du ennañ.
Daoust hag-eñ e teufe d'ober glav ? Gwelet a ran e karg aze. Kargañ a ra du-se.
3. (db. an avel)
Dont kreñvoc'h.
Kargañ a ra an avel.
B. Trl.
1. [1732] Kargañ war ub. : tamall ub., testeniañ a-enep dezhañ.
Karget o deus warnañ e-doug ar prosez.
2. Kargañ war ub. : tagañ ub.
Hennezh a oa ur gwaz ! Hennezh ne garge ket an dud warnañ !
3. (evit ma rafe udb., evit kaout udb. digantañ)
Kargañ war ub. : ober goulennoù start outañ.
HS. c'hoari, gwaskañ, ober, pouezañ (war).
4. (db. ar bec'hioù -I C 1-)
Kargañ war ub. : bezañ diaes da c'houzañv.
III.
V. em.
EN EM KARGAÑ.
1. EN EM KARGAÑ GANT UDB. : en em louzañ gant.
En em gargañ a raint gant ar pri.
2. EN EM KARGAÑ A : ober ur c'hofad a.
En em gargañ a voued.
3. Stankañ (II B 1).
Deuet eo ar c'han d'en em gargañ.
&
(db. ar gorzailhenn)
[1850] En em gargañ : chom stanket.
M. Petra zo rekis ha neseser evit e resev dignamant ? D. Neseser eo na santemp hor c'hoñsiañs karget a nep pec'hed marvel, ha rak-se eo ret kofes diaraok.
M. Petra so requis ha necesser euit é receu dignamant? D. Necesser eo na santemp hon cociancc quarguet à nep pechet Maruell, ha rac se eo ret coffes diaraoc.
Référence :
GReg
pg accabler, affecter, charger (mettre un fardeau sur &c.), (déposer contre un criminel), combler (remplir un creux, un vuide), combler (un vaisseau, y mettre autant qu'il y en peut tenir), emplir
kargañ a draezh
carga a draez
1732
Référence :
GReg
pg assabler (combler de sable)
karget
carguet
1732
Référence :
GReg
pg accabler, affecter, pg accabler, affecter, charger (mettre un fardeau sur &c.), combler, emplir
an amzer da gargañ
an amser da garga
1732
Référence :
GReg
pg cargaison (tems propre pour charger des Navires)
ar c'hourz da gargañ listri
ar c'hours da garga listry
1732
Référence :
GReg
pg cargaison (tems propre pour charger des Navires)
kargañ ar gouelioù
carga ar goëlyou
1732
Référence :
GReg
pg carguer (les voiles d'un vaisseau, raccourcir les voiles à moitié avec des cordes appellées cargues)
karget ar gouelioù
carguet ar goëlyou
1732
Référence :
GReg
pg carguer (les voiles d'un vaisseau, raccourcir les voiles à moitié avec des cordes appellées cargues)
karget on da ober ar pezh a ran
carguet oun da ober ar pez a rañ
1732
Référence :
GReg
pg (j'ai) charge (de faire ceci)
kargiñ
carguein
1732
Référence :
GReg
pg accabler, affecter, charger (mettre un fardeau sur &c.), (déposer contre un criminel)
an ed a garg terrupl ar pleñch-se
an ed a garg terrupl ar plainch-ze
1732
Référence :
GReg
pg charger (le bled charge bien le plancher)
terrupl eo karget an doubl gant an ed-hont
terrup eo carguet an doubl gand an ed-hont
1732
Référence :
GReg
pg charger (le bled charge bien le plancher)
kargañ da un den
carga da un den
1732
Référence :
GReg
pg charger (un homme, lui mettre quelque fardeau)
kargañ ur c'harr
carga ur c'harr
1732
Référence :
GReg
pg charger (une charrette)
kargañ ul lestr
carga ul lestr
1732
Référence :
GReg
pg charger (un navire)
karget
carget
1732
Référence :
GReg
pg charger (déposer contre un criminel)
kargañ un den da ober un dra
carga un den da ober un dra
1732
Référence :
GReg
pg charger (une personne de faire quelque chose)
em gargañ eus
hem garga eus
1732
Référence :
GReg
pg (se) charger (de)
en em gargañ eus a
èn hem garga eus a &c.
1732
Référence :
GReg
pg (se) charger (de)
kargañ a enor, a joa, a vadoù, a c'hlac'har
carga a enor, a joa, a vadou, a c'hlac'har
1732
Référence :
GReg
pg combler (d'honneur, de joïe, de biens, de douleur)
ar mor o vezañ karget a draezh porzh Penmarc'h, en deus kaset ar gêr-se da netra
ar mor, o veza carguet a dreaz porz Peñmarh, èn deus caçzet ar guear-ze da netra
1732
Référence :
GReg
pg assabler (combler de sable)
em gargañ a voed
hem garga a voëd
1732
Référence :
GReg
pg gorger (se gorger de viandes.)
em garget a voed
hem garget a voëd
1732
Référence :
GReg
pg gorger (se gorger de viandes, pp.)
karget
1850
Référence :
GON.II
pg karga (Charger, mettre une charge, un fardeau sur... Part.)
kargañ
karga
1850
Référence :
GON.II
pg karga (Charger, mettre une charge, un fardeau sur...), samma
Houmañ a lavaras dezho : N’am anvit ket Noemi (da lavarout eo, kaer), hogen va anvit Mara (da lavarout eo, c’hwerv), rak an Hollc'halloudeg en deus va c’harget a c’hwervder.
Hou-mañ a lavaraz d’ézhô : N’am hanvit két Noémi (da lavaroud eo, kaer), hôgen va hañvit Mara (da lavaroud eo, c’houerô), râg ann Holl-C’halloudek en deûz va c’harged a c’houervder.
1850
Référence :
GON.II
p.100, Buez Ruth.
Kargit ar c'harr.
Kargid ar c'harr.
1850
Référence :
GON.II
pg karga (Chargez la charette).
em em gargañ
en em garga
1850
Référence :
GON.II.HV
pg karga (S'engorger, se boucher).
Petra dalv lavaret ? / Aesoc'h disec'hañ 'r mor, eget kargañ kalon / Un den mac'hom ; / Evañ ra hep bezañ mezv.
Petra dalv lavaret ? / Easoc'h dizec'ha 'r mor, eget karga kaloun / Eunn den mac'houm ; / Efa ra hep beza mezo.
1867
Référence :
MGK
p97-98
Hon tennoù a lakay mesk ha kabal en o zouez ; e-pad ma vezint oc’h esa gouzout eus a belec’h e kouezh glav plom warnezho, ni hor bezo amzer da gargañ ha da dennañ adarre.
Hon tennou a lakai mesk ha kabal en ho zouez ; epad ma vezint oc’h esa gouzout euz a beleac’h e kouez glao ploumm varnezho, ni hor bezo amzer da garga ha da denna adarre.
1877
Référence :
EKG.I.
p.163
— Evit hemañ a zo war hor lerc’h a zo diskarget e fuzuilh, ha n’en deus ket a amzer d’he c’hargañ.
— Evit heman a zo var hor lerc’h a zo diskarget he fuzil, ha n’en deuz ket a amzer d’he c’harga.
1877
Référence :
EKG.I.
p.302
Peurliesañ e kargent gwin-ardant, goude bezañ paeet, e Frañs, ar gwirioù dleet evit kas evaj er-maez eus ar vro : ur vicher e oa hounnezh.
Peurliesa e kargent guin-ardant, goude beza paet, e Franz, ar guiriou dleet evit kas evach er meaz euz ar vro : eur vicher oa hounnez.
1877
Référence :
EKG.I.
p.18
E-kreiz al leur-zi, el lec’h m’oa kleuzet gant an dud o vont hag o tont eus an eil penn d’egile d’an ti e oa boutailhoù o neuñv en ur poullad gwin ; paotred ar Republik, goude bezañ karget o c’hof ha sammet ganto kement a c’hellent da zougen, o doa diskarget ar boutailhoù leun ha didalet ar varrikenn evit miret n’en divije den banne war o lerc’h.
Ekreiz al leur-zi, el leac’h m’oa kleuzet gand an dud o vont hag o tont euz an eil penn d’egile d’an ti, oa boutaillou o neun enn eur poullad guin ; paotred ar Republik, goude beza karget ho c’hof ha sammet gant-ho kement a c’hellent da zougen, ho doa diskarget ar boutaillou leun ha didalet ar varrikenn evit miret n’en diviche den banne var ho lerc’h.
1878
Référence :
EKG.II
p.43
N’oa neuze nemet bezañ rustoc’h, ha mestr an ti en divije digaset deoc’h e arc’hant war an daol ha n’o pije da ober nemet o c’hargañ en o sac’h.
N’oa neuze nemed beza rustoc’h, ha mestr an ti en diviche digaset d’eoc’h he arc’hant var an daol ha n’o piche da ober nemed ho c’harga enn ho sac’h.
1878
Référence :
EKG.II
p.127
Ar gobiri, d’ar c’houlz-se, a garge, a gase, a zigase eus an eil porzh d’egile marc’hadourezh a bep doare, a bep ment : gwinizh, heiz, kerc’h, segal, koad, had lin, had kanab, lin, kanab, mein-glas, mein-benerezh, gwin, hag a bep sort traoù all.
Ar gobiri, d’ar c’houlz-ze, a garge, a gase, a zigase eus an eil porz d’egile marc’hadourez a bep doare, a bep ment : gwiniz, hei, kerc’h, segal, koad, had lin, had kanab, lin, kanab, mein-glas, mein-benerez, gwin, hag a bep sort traou all.
1925
Référence :
BILZ2
p.168
Noz-deiz, kargañ, diskargañ a reont marc’hadourezh deut eus pevar c’horn ar bed. Biskoazh n’hoc’h eus gwelet un hevelep keflusk.
Noz-de, karga, diskarga a reont marc’hadourez deut eus pevar c’horn ar bed. Biskoaz n’hoc’h eus gwelet eun hevelep keflusk.
Hemañ 'oa ar sensor, an Aotrou Lecerf, an hini a oa karget da evezhiañ ouzh kement tra.
Hemañ 'oa ar Sañsor, an Aotrou Lecerf, an hini a oa karget da evezia ouz kement tra.
1944
Référence :
EURW.1
p31
A-boan m'hor boa karget hor c'horf ha prest da vont da gousket asambles en ur gwele-kloz a oa bet aozet gant an ostizez vat, e voe klevet ur wetur o ruilhal war an hent skornet hag o chom a-sav dirak dor an ostaleri.
A-boan m'hor boa karget hor c'horf, ha prest da vont da gousket asambles en eur gwele kloz a oa bet aozet gant an ostizez vat, e voe klevet eur wetur o ruilhal war an hent skornet, hag o chom a-sao dirak dor an ostaleri.
1944
Référence :
EURW.1
p38
D'ar Sul 22, un engroez diniver a garge straedoù Kemperle, a-grap diouzh ar stêr Elle betek an hent-houarn.
D'ar sul 22, eun engroez diniver a garge straedou Kemperle, a grap diouz ar stêr Elle betek an hent-houarn.
1944
Référence :
EURW.1
p.188
N'eo ket e vijen va-unan er stad-se ha, kredabl bras, n'o deus ket bet ar geginerien ezhomm da gargañ re vras kaoteriadoù boued evit koan an deiz-se !
1985
Référence :
DGBD
p11
Setu perak, goude kas va mevelion da gousket, e kargis ur bistolenn gozh, e doare d'en em zifenn, diouzh an degouezh.
2012
Référence :
DJHMH
p. 83
Da skouer oc'h astenn a-dreuz un hent-houarn evit herzel un tren karget a lastez nukleel. Peotramant o c'hourvez dirak un tourter kuit na vefe diskaret un ti palestinian.