Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

Lodenn eus ar mor zo ar pellañ diouzh an aod. Dilezel a reas ar c'heinvor da zont da labourat en aod. HS. donvor.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

— Kivoron, eme ar Jaouen, dalc’h soñj e rankan a-raok an deiz bezañ aet er c’heinvor gant aon da vezañ anavezet.

1877
Référence : EKG.I. p.227

E kement en deus lavaret ha graet en tu-hont d’ar c’heinvor, n’eus tra hag en dije dismegañset an heol, intret sked ar Rod (2), strafilhet, war grec’hiennoù arc’hant an neñv, bodadeg sakr an doueed, e Dêvobriga.

1923
Référence : SKET p.72

Ar baotred yaouank az pije c’hoantaet da vreudeur, da vibien, da geneiled er peoc’h hag en emgann, ez ergerzhadenn a-dreuz da seizh koad an oadvezh, war da hent a-grap ouzh menez an devezh, war dour sioul keinvor an abardaez, ez troad war-du glann al Luc’h peurbad.

1923
Référence : SKET p.121

"keinvor" g. (ivez "donvor").

1923
Référence : SKET p.161, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Océan, (le) large".

Hag etre hiraezh an deiz o vont hag enkrez an noz o tont, e-kreiz ar c’heinvor digenvez, e klevas Vindosetlos ur vras a anken o voustrañ e galon, rak seul roeñvadenn a rae, e pellae diouzh an dud a gare, hag an arvest edo o paouez gwelout a oa gantañ evel un diougan a varv.

1924
Référence : SKET.II p.39

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux