— Kivoron, eme ar Jaouen, dalc’h soñj e rankan a-raok an deiz bezañ aet er c’heinvor gant aon da vezañ anavezet.
— Kivoron, eme ar Jaouen, dalc’h sonj e rankan araok an deiz beza eat er c’hein-vor gand aoun da veza anavezet.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.227
E kement en deus lavaret ha graet en tu-hont d’ar c’heinvor, n’eus tra hag en dije dismegañset an heol, intret sked ar Rod (2), strafilhet, war grec’hiennoù arc’hant an neñv, bodadeg sakr an doueed, e Dêvobriga.
E kement en deus lavaret ha graet en tu-hont d’ar c’heinvor, n’eus tra hag en dije dismeganset an heol, intret sked ar Rod (2), strafilhet, war grec’hiennou arc’hant an nenv, bodadeg sakr an doueed, e Dêvobriga.
1923
Daveenn :
SKET
p.72
Ar baotred yaouank az pije c’hoantaet da vreudeur, da vibien, da geneiled er peoc’h hag en emgann, ez ergerzhadenn a-dreuz da seizh koad an oadvezh, war da hent a-grap ouzh menez an devezh, war dour sioul keinvor an abardaez, ez troad war-du glann al Luc’h peurbad.
Ar baotred yaouank az pije c’hoantaet da vreudeur, da vibien, da geneiled er peoc’h hag en emgann, ez ergerzadenn a-dreuz da seiz koad an oadvez, war da hent a-grap ouz menez an devez, war dour sioul keinvor an abardaez, ez trôad war-du glann al Luc’h peurbad (1).
1923
Daveenn :
SKET
p.121
"keinvor" g. (ivez "donvor").
"keinvor" g. (ivez "dounvor").
1923
Daveenn :
SKET
p.161, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Océan, (le) large".
Hag etre hiraezh an deiz o vont hag enkrez an noz o tont, e-kreiz ar c’heinvor digenvez, e klevas Vindosetlos ur vras a anken o voustrañ e galon, rak seul roeñvadenn a rae, e pellae diouzh an dud a gare, hag an arvest edo o paouez gwelout a oa gantañ evel un diougan a varv.
Hag etre hiraez an deiz o vont hag enkrez an noz o tont, e-kreiz ar c’heinvor digenvez, e klevas Vindosêtlos eur vras a anken o voustra e galon, rak seul roenvadenn a rae, e pellae diouz an dud a gare, hag an arvest edo o paouez gwelout a oa gantan evel eun diougan a varo.