I.
H.g.
1. Stad meur a dra zo kemmesket.
En neñv gant ar c'hoabr ez eus kemmesk.
2. Dre ast.
Dizurzh.
Un tamm kemmesk zo er vro-hont. Ne oa er vodadeg-se nemet kemmesk.
II.
G.
1. Obererezh kemmeskañ (I 1 2).
2. Dizurzh.
Pebezh kemmesk mennozhioù en e benn. Neuze e savas ur c'hemmesk spontus e-touez tud paour ar vro.
HS. mesk.
Référence :
GON.II
pg kemmesk (Mélange, ce qui résulte de plusieurs choses mêlées. Mixtion. Complication. Confusion. Alliage. Ensemble), mesk
Ne gavan ket mat ar c'hemmesk-se.
Né gavann két mâd ar c'hemmesk-zé.
1850
Référence :
GON.II
pg kemmesk (Je n'aime pas ce mélange).
Skeiñ a rejomp-holl a-unan, ha lakaat a rejomp kemmesk, kabal ha skrap e touez ar republikaned.
Skei a rechomp-oll a-unan, ha lakaat a rechomp kemmesk, kabal ha skrab e touez ar republikaned.
1877
Référence :
EKG.I.
p.289
Neuze e savas ur c’hemmesk bras e-touez tud paour hor bro. Anaout a rejont e oa dizoloet o mennoz hag e oa deuet ar republikaned d’o gortoz evit o lazhañ-holl, pa vijent o vont dre an Hent-Don.
Neuze e savaz eur c’hemesk braz etouez tud paour hor bro. Anaout a rejont oa dizoloet ho mennoz hag oa deuet ar republikaned d’ho gortoz evit ho laza-oll, pa vichent o vont dre an Hent-Doun.
1877
Référence :
EKG.I.
p.167
Divarrek da waskañ pelloc’h war an orged a loske dezho o gwad, e tilestrjont o zri en tevenn, un nozvezh, o tigas ganto ur brokad died-kemmesk eus o bro, c’hwezh-vat ha mezvus.
Divarrek da waska pelloc’h war an orged a loske d’ezo o gwad, e tilestrjont o zri en tevenn, eun nozvez, o tigas ganto eur brokad died-kemmesk eus o bro, c’houez-vat ha mezvus.
1923
Référence :
SKET
p.102
kemmesk
1931
Référence :
VALL
pg amalgame (en général)
kemmesk arc'hant-bev
kemmesk arc'hant-beo
1931
Référence :
VALL
pg amalgame
kemmesk metaloù
kemmesk-metaloù
1931
Référence :
VALL
pg alliage
Evit doare ur c'hemmesk etre ar c'hredennoù paian hag ar gelennadurezh kristen !
1985
Référence :
DGBD
p75
Diwar ar c'hemmesk anezho e oa bet krouet a-dra-sur un doare dioutañ e-unan.