Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. Stad meur a dra zo kemmesket. En neñv gant ar c'hoabr ez eus kemmesk. 2. Dre ast. Dizurzh. Un tamm kemmesk zo er vro-hont. Ne oa er vodadeg-se nemet kemmesk. II. G. 1. Obererezh kemmeskañ (I 1 2). 2. Dizurzh. Pebezh kemmesk mennozhioù en e benn. Neuze e savas ur c'hemmesk spontus e-touez tud paour ar vro. HS. mesk.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

kemmesk

1850
Daveenn : GON.II pg kemmesk (Mélange, ce qui résulte de plusieurs choses mêlées. Mixtion. Complication. Confusion. Alliage. Ensemble), mesk

Ne gavan ket mat ar c'hemmesk-se.

1850
Daveenn : GON.II pg kemmesk (Je n'aime pas ce mélange).

Skeiñ a rejomp-holl a-unan, ha lakaat a rejomp kemmesk, kabal ha skrap e touez ar republikaned.

1877
Daveenn : EKG.I. p.289

Neuze e savas ur c’hemmesk bras e-touez tud paour hor bro. Anaout a rejont e oa dizoloet o mennoz hag e oa deuet ar republikaned d’o gortoz evit o lazhañ-holl, pa vijent o vont dre an Hent-Don.

1877
Daveenn : EKG.I. p.167

Divarrek da waskañ pelloc’h war an orged a loske dezho o gwad, e tilestrjont o zri en tevenn, un nozvezh, o tigas ganto ur brokad died-kemmesk eus o bro, c’hwezh-vat ha mezvus.

1923
Daveenn : SKET p.102

kemmesk

1931
Daveenn : VALL pg amalgame (en général)

kemmesk arc'hant-bev

1931
Daveenn : VALL pg amalgame

kemmesk metaloù

1931
Daveenn : VALL pg alliage

Evit doare ur c'hemmesk etre ar c'hredennoù paian hag ar gelennadurezh kristen !

1985
Daveenn : DGBD p75

Diwar ar c'hemmesk anezho e oa bet krouet a-dra-sur un doare dioutañ e-unan.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 13

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial