I.
V.k.e.
1. Meskañ meur a dra a-gevret.
Kemmeskañ dour ha gwin.
&
KEMMESKAÑ UDB. GANT UDB. ALL : lakaat an eil en egile, e-touez egile.
Kemmeskañ dour gant ur banne gwinegr. Drailhañ irvin hag o c'hemmeskañ gant brenn.
&
Trl.
Kemmeskañ a reont o daeroù : gouelañ a reont a-gevret.
HS. kejañ, toueziañ.
2. Dre ast.
Basañ, merat udb.
Dour ar wazh zo kemmesket gant palioù ar rod-vilin. Ar gwinizh a vo kemmesket gant an treid.
3. Difetis
Na lakaat kemm etre meur a dra.
Kemmeskañ ar gwir hag ar gaou. Kemmeskañ a ra kement a vez desket gantañ.
II.
V.g.
1. En em veskañ.
2. (db. an dud)
Mont, bezañ a-gevret.
Betek o zrizek vloaz e kemmesk ar vugale er skol-se : e vez laosket ar merc'hed hag ar baotred a-gevret.
Daveenn :
GON.II
pg kemmeski (Ce marchand ne frelate pas son vin).
Dindan c’hwezhadenn Avelio e teuas ar pevar zra-se : mor, traezh, kregin ha goularz, da gejañ, d’en em gemmeskañ, o steuiñ ur c’horf-paotr hag ur c’horf-plac’h, e roas an doue ar vuhez dezho.
Dindan c’houezadenn Avelio e teuas ar pevar zra-ze : mor, traez, kregin ha goularz, da geja, d’en em gemmeska, o steuï eur c’horf-paotr hag eur c’horf-plac’h, e rôas an doue ar vuhez d’ezo.
1923
Daveenn :
SKET
p.33
Houmañ a oa harpet he dorn digrog war skoaz he fried ha, soublet he fenn ouzh ar jod anezhañ, e kemmeske he blev aour gant e re.
Houman a oa harpet he dourn digrog war skoaz he fried ha, soublet he fenn ouz ar jod anezan, e kemmeske he bleo aour gand e re.
1923
Daveenn :
SKET
p.73
Tri deiz a oa n’o doa evet takenn, troc’holiet ma ’z oa bet o brok-dour gant ar wallamzer ha kemmesket an dour-evañ a oa ennañ gant dour sall ar mor digaset dre an tarzhioù.
Tri deiz a oa n’o doa evet takenn, troc’holiet ma ’z oa bet o brok-dour gand ar wall-amzer ha kemmesket an dour-eva a oa ennan gant dour sall ar mor digaset dre an tarziou.
1923
Daveenn :
SKET
p.110
kemmeskañ gant arc'hant-bev
kemmeska gand arc'hant-beo
1931
Daveenn :
VALL
pg amalgamer
kemmeskañ
kemmeska
1931
Daveenn :
VALL
pg allier (métaux), amalgamer
Din da c'houzout, adal ar penn-kentañ e vez kemmeket heroin ha kokain ganto, evit kas anezho buanoc'h betek ar pal.