Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
117
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. Treiñ, merat, lakaat da fiñval an elfennoù pe an tammoù a ya d'ober udb. Rod ar vilin a vesk an dour. Meskañ dienn, meskañ ar yod gant ul loa goad. & Dre skeud. Lakaat freuz ha reuz. Ur barrad kañvoù a zeuas, siwazh, da veskañ kement all a levenez. 2. Meskañ douar : e dreiñ, e vlotaat diwar-c'horre a-benn gallout e labourat. Ret e vo meskañ an douar a-raok pikañ saladenn. Meskañ patatez : c'hwennat an douar en-dro dezho. & Dre ast. Labourat an douar. Ma 'm eus un tamm douar da veskañ eo da'm zad kozh ha da'm mamm-gozh e tlean. 3. Pemdez Meskañ arc'hant, gwenneien : ober kalz a genwerzh, ober kalz a aferioù, gwelet arc'hant o vont hag o tont. Un tamm kenwerzh a vez graet eno hag un toullad gwenneien a vez mesket. Bremañ e vez mesket muioc'h a arc'hant met ne chom ket muioc'h ganimp. 4. Meskañ kartoù : c'hoari ar c'hartoù. B. 1. Lakaat traoù liesseurt a-gevret en doare d'o unvaniñ, d'ober un hollad. Meskañ meur a zanvez an eil gant egile. Meskañ vioù, amanenn, bleud ha laezh da ober toaz. 2. Dre skeud. (db. an dud) Na lakaat kemm etre meur a dra. Desk mat da gentel evit chom hep meskañ ar gerioù-se. Ne gomprenit ket ez eus bet mesket div gudenn disheñvel-bras. DHS. luziañ. HS. kemmeskañ. II. V.g. 1. Dont da unvaniñ, d'ober un hollad hepken. Gouelañ a raent dourek hag o daeroù a veske gant an dour a event. 2. Dre skeud. (db. ar vugale dh.) Fiñval, dispac'hañ. Meskañ a rae ar vugale evel diaouled. Delc'her a rae an hini vihan da veskañ en he gwele. Ar vamm, hi, a veske hag a verve evit aozañ pep tra evit un degemer mat. & A-wechoù (db. ar mor) Bezañ rust. Meskañ a ra ar mor. III. V. rag. EN EM VESKAÑ A. V. em. Kemer perzh e, emellout. Ne'm eus ket e welet ouzh en em veskañ e c'hoarioù trouzus ar skolaerien. En em veskañ er pezh na sell ket outo. B. V. kenem. 1. Ober un hollad hepken. O daeroù en em veske : gouelañ a raent a-gevret. 2. Daremprediñ ub. Gwechall en em veske an dud muioc'h eget ma reont bremañ. Ni n'en em veskomp ket gant tud a-seurt-se. « Anavezout a rit an den-se ? - Ya, en em veskañ a reomp pell zo ! ».

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

mesk

1659
Daveenn : LDJM.1 pg entrelacer

meskiñ

1850
Daveenn : GON.II pg kéjein, eil, meski, meska

eil veskiñ

1850
Daveenn : GON.II p.7, introduction, "remêler"

meskañ

1850
Daveenn : GON.II pg meski, meska

mesket

1850
Daveenn : GON.II pg meski, meska

meskit ar yod

1850
Daveenn : GON.II pg meski, meska

Lazhet em eus an tirvi, ha gant skoazell tri eus va mibien, em eus aozet ar bugenoù ha mesket al liv.

1923
Daveenn : SKET p.22

Er vro-se, dindan un oabl entanet, e vev an dud en noazh-dibourc’h, hag e vesk, e-kreiz koadoù uhel-uhel, miled ramzel, heñvel ouzh an euzhadennoù a zigouezh ganeomp gwelout a-wechoù dre hon hunvreoù.

1923
Daveenn : SKET p.14

Na roit dezhañ da bried nag ho c’hoar, nag ho merc’h, nag ho karez, ha na aotreit ket e veskfe e wad gant hoc’h hini, e trofe da fall an dud yaouank dre brezegennoù ha largentezioù, e savfe e vouezh e kuzuliadegoù an tiegezh, e bodadegoù ar boblad.

1923
Daveenn : SKET p.53

Pallennet e vez leurenn an douar, kerkoulz ha pep bodenn, a vleunioù gwenn, a vleunioù ruz, a vleunioù melen-aour, ma vez balzamet an aer gant ar c’hwezh-vat diouto, ouzh en em veskañ gant ar frond o sevel a-ziwar rusk ha deil ar gwez pin, derv, bezv ha tilh.

1923
Daveenn : SKET p.48

Ma teuas d’en em veskañ o anal. Hag ez oa anal an daou-se, an doueez hag ar mabig, ker klouar ha ker klouar, ker skañv ha ker skañv , ker kuñv ha ker kuñv.

1924
Daveenn : SKET.II p.9

bezañ atav o veskañ

1931
Daveenn : VALL pg (être toujours en) action (en parlant des personnes)

meskañ

1931
Daveenn : VALL pg agir (vivement, se remuer), s'agiter

Gouher a-walc'h e oan oc'h en em veskañ gant ar re a oa eno, holl[,] tud war an oad, lod gant pennoù gwenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p66

En em veskañ a rejont gant argoadiz, hag a-benn kant vloaz, e oant breizhekaet, nann hepken dre briadelezh ha dre wad, met ivez dre o anvioù, a zeuas da vezañ 'n ur dremen dre c'henoù kouerien Vreizh-Izel : JOFRENO ha goude-se JAFRENOÙ, ROPERZH ha goude-se ROPARZH ; GWINEMANN ha goude-se GWINEMANT.

1944
Daveenn : EURW.1 p8

Ar gouennoù all o deus kalz dispriz ha dismegañs ouzh ar Bahouined ha n'em em veskont ket ganto.

1985
Daveenn : DGBD p73

Ar re-se a ra o zaolioù dre guzh ha dre goach, en ur veskañ ar roudoù dibaouez, ha pa darzh an traoù e c'houlennont krenn ma vo sklaer ha boull an traoù.

2015
Daveenn : EHPEA p149

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial