Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. Adv. Diouzhtu (goude an darvoud-mañ-darvoud). Kerkent e tegouezhas e kêr. Kregiñ a reas an tan kerkent er c'heuneud. Kerkent goude, kerkent war-lerc'h. DHS. a-benn(-kaer), rag-eeun, raktal. HS. kentizh. & Kerkent all : diouzhtu-kaer (goude an darvoud-mañ-darvoud). Bez' e oa luc'hed ha kerkent all e tarzhe an talmoù kurun. II. Stl. A. Tr. stl. isur. KERKENT (HA) MA : diouzhtu goude ar mare ma. Skrivañ a rae un nebeud gerioù war e garned kerkent (ha) ma teue soñj dezhañ eus un dra bennak. Kerkent (ha) ma tegouezho amañ e lavarin dezhañ mont d'ho kavout. HS. adal (ma), diouzhtu (ma), diwar (ma), kentañ (ma), kentizh (ma), raktal (ma). B. Tr. stl. kenur. KERKENT HA. 1. (dirak un ak., ur rag. pe un av.) Ken abred ha. Kerkent ha pemp eure oa echu o labour ganto. Eno e vin kerkent ha te. & (db. obererezhioù an dud) Kerkent hag ar ger, kerkent ha lavaret : diouzhtu goude bezañ komzet. & Kerkent hag an deiz, ha sav-heol, ha gouloù-deiz : ken abred hag ar mare ma sav an heol. 2. Diouzhtu adalek ar mare ma (+ furm v. sk. displ.). Kerkent ha pare e krogas da verdeiñ adarre : diouzhtu adalek ar mare ma voe pare e krogas da verdeiñ adarre. Mont a ray da soudard kerkent ha deuet en oad d'ober e goñje : mont a ray da soudard diouzhtu adalek ar mare ma vo deuet en oad d'ober e goñje. Deredet e oa an dud be tek ar porzh kerkent ha klevet ar c'heloù : deredet e oa an dud betek ar porzh diouzhtu adalek ar mare m'o doa klevet ar c'heloù.

Exemples historiques : 
76
Masquer la liste des exemples

kerkent ha ma welis-se

1659
Référence : LDJM.1 pg incontinent (que je vis cela)

kerkent ha me eo deuet

1659
Référence : LDJM.1 pg (il est venu aussi) tost (que moy)

Dija ? kerkent ? ken abred ? kentizh ? dija livirit ? dija ? dija ?

1732
Référence : GReg pg déja ? (sitôt ?)

kerkent

1732
Référence : GReg pg d'abord

qerquent ma

1732
Référence : GReg pg d'abord, aussi (aussitôt que, dès-que)

kerkent ha ma er gwelis

1732
Référence : GReg pg aussi (aussitôt que je le vis)

kerkent

1732
Référence : GReg pg aussi (aussitôt, incontinent)

kerkent ha ma

1732
Référence : GReg pg aussi aussi (aussitôt que, dès-que)

kerkent ha ma her gwelis

1732
Référence : GReg pg aussi (aussitôt que je le vis)

kerkent ma welis anezhañ

1732
Référence : GReg pg aussi (aussitôt que je le vis)

kerkent ha me

1732
Référence : GReg pg aussi (aussitôt que moi)

kerkent hag eñ

1732
Référence : GReg pg aussi (aussitôt que lui)

kerkent

1732
Référence : GReg pg champs (sur le champ, à l'instant), (de prime) face (d'abord), heure (Sur l'heure, à l’heure même, tout aussi-tôt.)

an eil kerkent goude egile

1732
Référence : GReg pg consecutif (ive)

deuet eo ken abred ? deuet eo kerkent ? kentizh ?

1732
Référence : GReg pg (comment, quoi, il est) déja (venu ?)

kerkent ha

1732
Référence : GReg pg des (préposition qui marque le temps)

kerkent ha gouloù deiz

1732
Référence : GReg pg dès (le point du jour)

qerqent ma

1732
Référence : GReg pg dès (que)

kerkent ma ez oa distro

1732
Référence : GReg pg dès (qu'il fut retourné)

kerkent ma, kentizh ma welis anezhañ

1732
Référence : GReg pg dès (que je le vis)

Bez' e savan kerkent ha ma eo deiz.

1850
Référence : GON.II p.80

Kerkent ha ma en em gavjont e kêr, an holl a gomzas anezho ; hag ar merc’hed a lavare : Hounnezh eo Noemi.

1850
Référence : GON.II.HV p.100, Buez Rut.

Kerkent e teuas d'ar gêr.

1850
Référence : GON.II pg kerkeñt (Il revint de suite à la maison).

kerkent goude ar roue

1850
Référence : GON.II pg kerkeñt (Immédiatement après le roi).

kerkent hag hi

1850
Référence : GON.II pg kerkeñt (aussitôt qu'elle).

kerkent ma

1850
Référence : GON.II p.57, Table des Conjonctions composées, "aussitôt que, dès que".

kerkent

1850
Référence : GON.II pg keñtiz, kerkeñt (Aussitôt. D'abord. Incontinent. Immédiatment. De suite. Dès).

Kerkent ha ma voe savet er c’halatrez, ec’h en em fourras donnañ ma c’hellas e-touez ar foenn.

1877
Référence : EKG.I. p.135

Kerkent e weljont en nec’h ar park ur soudard hag a deue d’ar red war o lerc’h.

1877
Référence : EKG.I. p.302

Kerkent ha ma lavar ar beleg ar c’homzoù kentañ-mañ eus an oferenn : "Introibo ad altare Dei", kant ha kant mouezh all a sav dudius ha kalonek war-zu an eñv en ur ganañ kantik an oferenn a ganed er mareoù-se : Ofromp da Zoue ar sakrifis, Ne zo netra a ger kaer priz Eget Jezuz krusifiet En oferenn reprezantet.

1877
Référence : EKG.I. p.99

Na ankounac’hait ket manac’h Sant-A[l]bin, a zo dleour deoc’h eus e vuhez ; ha ma teufe kleñved da gouezhañ warnoc’h pe war unan bennak eus ho tud, diwallit na deufec’h ket kerkent d’am c’hlask.

1877
Référence : EKG.I. p.53

Kerkent ha ma en em gavas ganto o galvas d’en em gelc’hañ en-dro dezhañ hag e lavaras dezho laouen ha goustadik : — N’eus den war-sav el leandi, na den all war-dro ; n’eus ket ur c’hi zoken da ziwall an ti.

1877
Référence : EKG.I. p.38

Ma vije gwelet, dioc'h ar mintin, aet kuit e-pad an noz eus a Bempoull bag unan bennak eus ar re binvidik, kerkent e vije savet trouz ha klask dezhi.

1877
Référence : EKG.I. p.17

Kerkent al lodenn vrasañ ac’hanomp a yeas gant tud Trelaouenan d’o ziez : d’an Aotrou de Kervalaneg ha d’ar re a yoa chomet gantañ, e voe digaset da zibriñ ha da evañ kement ha ma karient.

1878
Référence : EKG.II p.4-5

kerkent all e vijen marv

1909
Référence : BROU p. 213 (peu s'en est fallu que...)

Kerkent ha damskleur ar goulou-deiz e steuzie ar speredoù o tec’hout en-dro d’o faou.

1923
Référence : SKET p.114

Antronoz skrapadeg ar saout gant Erkuniz, an div vaouez yaouank, a zo bet anv anezho, a oa aet, kerkent hag an deiz, dre greiz ar gwez haleg, war glann ar stêr, d’en em walc’hiñ ha da c’houronkediñ.

1923
Référence : SKET p.133

Hanter-leuniañ ne rejont ken ; a-walc’h dezho e voe avat ! ha Derkeia, he doa nac’het evañ, a welas o treiñ kerkent doare he div c’hoar.

1923
Référence : SKET p.103

Kerkent ha ma teue kentañ skleur an tarzh-deiz da c’houlaouiñ an oabl e weled o sevel en dremmwel, dre greiz al lusenn-veure, daou spes ramzel ha skedus, hag int oc’h enraokaat a gammedoù bras.

1923
Référence : SKET p.60

Ar re-mañ, kerkent ha peursavet al logelloù, a stagas da zifraostañ an douar tro-dro, da hadañ, da ziskar gwez, da hemolc’hiñ, da besketa.

1923
Référence : SKET p.96

O tont kerkent war e giz, e peurskubas an aod gant e donnoù, hag e kasas gantañ korfoù divuhez teir merc’h Matidonnos.

1923
Référence : SKET p.113

Kerkent, avat, ha ma lugerne ur bann-heol er-maez, e lakae anezhañ war ur c’hroc’hen arzh e-keñver toull-dor an ti ; azezañ a rae en e gichen ha c’hoari gantañ.

1924
Référence : SKET.II p.13

Kerkent ha stoket e dreid da zouar an enezenn en doa Kênos distaolet a-ziwar e gerc’hen e bourc’h a c’hwibon hag addeuet d’e neuz reizh.

1924
Référence : SKET.II p.8-9

Kerkent all e teuas an nav flac’h yaouank war e dro.

1924
Référence : SKET.II p.35

Pep gwallober, pep gwallc’her, pep gwallvenoz, kerkent ha gwelet, kerkent ha klevet, kerkent ha meizet, argas-i diouzh da spered, evit o feurankounac’haat.

1924
Référence : SKET.II p.28

Kerkent ha m’oa bet barrek da gerzhout, ez oa aet e dad-mager da c’hovel Moridunon. [...] E vab Tritios (3) eo a gase ar vegin en-dro.

1924
Référence : SKET.II p.18

War-dro mareoù seizh eur diouzh an noz e tegouezhis er gêr-benn, hag, hep daleañ e neblec'h, a [sic] kerzhis etrezek ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va chouk. A-barzh ma kimiadis diouzh Pariz ez is da ober ur weladennig e kêr, hag o vezañ graet ur c'hofad stalioù e lâris yao ! En tren adarre. Kerkent ha m'edon degouezhet em bagon, e stagis da lenn hag a-greiz lenn e vanjen kousket. Huniañ mat a ris war ar bank-keinok, rak skuizh-marv edon.

1929
Référence : SVBV p8

Ur paotr, e galabousenn bleuñv alaouret er wech-mañ, a youc'has a-nerzh e c'horzailhenn gouraouliet : "Marseille ! tout le monde descend !... Terminus !... Ha ni, kerkent ha ma oa ehanet an aheloù da wigourat, ha digeriñ ar rakzor ha lârout yao e-maez ar gaoued ! Pell a-walc'h e oamp enni o luduennañ, o tisleviñ-gen hag o varvailhañ.

1929
Référence : SVBV p12

War-lerc'h ar c'hi, nemet da goulz ar pred e ve, e kerzhe atav e vestr, an aotrou Pissoli, adjudant-diwaller kreñvlec'h Berrtomm. Kerkent ha ma veze gwelet fri du Tirfeu, unan pe unan eus ar seizh a youc'he : "22!" hag hini ebet ac'hanomp ne veze tapet o sellout ouzh an oabl.

1929
Référence : SVBV p7

kerkent ha deuet an oad

1931
Référence : VALL pg aussitôt

kerkent

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXX, aussitôt

kerkent degouzhet, kerkent galvet

1931
Référence : VALL pg aussitôt

kerkent degouzhet, kerkent galvet

1931
Référence : VALL pg aussitôt

kerkent ha gouloù-deiz

1931
Référence : VALL pg aube

kerkent ha lavarout

1931
Référence : VALL pg aussitôt

kerkent ha ma

1931
Référence : VALL pg aussitôt

kerkent ha pare

1931
Référence : VALL pg aussitôt

kerkent hag an deiz

1931
Référence : VALL pg aube, aurore

kerkent hag ar ger

1931
Référence : VALL pg aussitôt

kerkent all

1931
Référence : VALL pg aussitôt

War guñvaat ez a an diribin kerkent ha ma teu ar stêr da gleuzañ un tammig he zraonienn.

1943
Référence : TNKN p58

Pa laboure Job er park e veze gwelet, kerkent, Lom e toull ar gloued.

1944
Référence : ATST p.26

Kerkent ha ma voe kollet he anaoudegezh gant ar voereb muiañ-karet (?), Job a daolas ul luchadenn ouzh Lom.

1944
Référence : ATST p.31-32

Kerkent hag an deiz e oan war-sav, hag ez is da skeiñ war dor kambr ma mestr, war uhelenn ar C'hastell, en un ti nevez, dres dirak kolaj ar merc'hed yaouank.

1944
Référence : EURW.1 p79-80

War seulioù ar superior e teuas kerkent ur beleg all, un den gros hag uhel, un dremm ruz dezhañ, ur gouzoug tarv, ur c'hof hag a venne strakal e soutanenn.

1944
Référence : EURW.1 p31

Kerkent, avat, Job a daolas ur sell war gorre an armel, hag e welas warni e falz ; ar falz villiget, disoñjet gantañ an deiz a-raok.

1944
Référence : ATST p.68

Kentoc'h pondalez an ifern !... Emañ aze, e-harz e dreid, kousket sioul evit ar pred, - ar mor, an tigr, ar sarpant a oar kousket ivez! - gant e reuzeudien o buhezioù diroll, prest da dorc'hweniañ en-dro, kerkent ha ma vint dihun, el likaouerezh an hudurañ...

1949
Référence : SIZH p.48

Padal, goude studi an enderv, ar breur Alano a voe kemennet dezhañ, war un dro gant un nebeut kloer all, mont d'ar menez, da zourañ, kerkent ha kuzhet an heol, ar gwezigoù pin nevez-plantet, hag a oa o kinnig krazañ gant ar sec'hor.

1949
Référence : SIZH p.63

Heñvel ouzh ul loen gouez / E vi kuzhet er strouezh, / Dare, kerkent ma klevi mouezh, / Mouezh yen da enebourien griz.

1960
Référence : PETO p21

Sevel a ra da vont d'an nor, met, kerkent, e teu ar soudard da virout outañ d'he digeriñ, en ur c'hourdrouz skeiñ gant e vaionetez.

1960
Référence : PETO p43

Kerkent hag aet e karg, an eskob nevez / D'ar Pab a skrivo prim, gant kalz elevez, / Da reiñ ar c'heloù, met, gant difenn ha berz / Da c'houlenn nep galloud na gwir eus e berzh, / Daoust ma'z eo er bed ar Pab vikel Doue, / E Bro-C'hall, araozañ, 'tremen ar Roue.

1960
Référence : PETO p16

Kerkent ha ma c'hallent e tilezent ac'hanomp, ha n'eus nemet unan eus ar re a oa bet dastumet evel-se hag a ve bet chomet en tu-hont da dri miz en hor servij.

1985
Référence : DGBD p45

Da Sul zoken, evit d'he hoal marzhusañ bezañ kuzhet, ha dezhi da venel nebeut darempredet, e skede ar straed, e kemm gant an ardroioù teñval, dres evel un tantad e-kreiz ur c'hoad ; gant he stalafioù livet fresk, he arem lufret mat, he neuz kempenn ha laouen, e tenne kerkent sell ar pourmener hag e plije dezhañ.

2012
Référence : DJHMH p11

Pariz 33m, Chartres 35,5m, Reims 38m, Amiens 42m, Beauvais - an uhelañ er bed - 48m ; sellout ouzh skejadoù Amiens ha Kemper

2013
Référence : LLMM niv. 399, p. 5

Ne respont ket din met dont a ra kenkent war ma seulioù evel sachet da'm heul.

2015
Référence : EHPEA p14

Adlennit aketus ar pezh a zo skrivet, ha, ma klot tre-ha-tre ar skrid gant ar goulennoù savet gantañ hag ar pezh a zo bet respontet ganeoc'h -« N’am eus netra da lâret ! »-, sinit kerkent goude ar frazenn ziwezhañ.

2015
Référence : DISENT p166

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux