qerquent ma
qerqent ma
Kerkent ha ma lavar ar beleg ar c’homzoù kentañ-mañ eus an oferenn : "Introibo ad altare Dei", kant ha kant mouezh all a sav dudius ha kalonek war-zu an eñv en ur ganañ kantik an oferenn a ganed er mareoù-se : Ofromp da Zoue ar sakrifis, Ne zo netra a ger kaer priz Eget Jezuz krusifiet En oferenn reprezantet.
War-dro mareoù seizh eur diouzh an noz e tegouezhis er gêr-benn, hag, hep daleañ e neblec'h, a [sic] kerzhis etrezek ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va chouk. A-barzh ma kimiadis diouzh Pariz ez is da ober ur weladennig e kêr, hag o vezañ graet ur c'hofad stalioù e lâris yao ! En tren adarre. Kerkent ha m'edon degouezhet em bagon, e stagis da lenn hag a-greiz lenn e vanjen kousket. Huniañ mat a ris war ar bank-keinok, rak skuizh-marv edon.
Ur paotr, e galabousenn bleuñv alaouret er wech-mañ, a youc'has a-nerzh e c'horzailhenn gouraouliet : "Marseille ! tout le monde descend !... Terminus !... Ha ni, kerkent ha ma oa ehanet an aheloù da wigourat, ha digeriñ ar rakzor ha lârout yao e-maez ar gaoued ! Pell a-walc'h e oamp enni o luduennañ, o tisleviñ-gen hag o varvailhañ.
kerkent ha lavarout
kerkent
kerkent ha ma
kerkent ha pare
kerkent hag an deiz
War guñvaat ez a an diribin kerkent ha ma teu ar stêr da gleuzañ un tammig he zraonienn.
Kerkent, avat, Job a daolas ur sell war gorre an armel, hag e welas warni e falz ; ar falz villiget, disoñjet gantañ an deiz a-raok.
Pa laboure Job er park e veze gwelet, kerkent, Lom e toull ar gloued.
Kerkent ha ma voe kollet he anaoudegezh gant ar voereb muiañ-karet (?), Job a daolas ul luchadenn ouzh Lom.
Padal, goude studi an enderv, ar breur Alano a voe kemennet dezhañ, war un dro gant un nebeut kloer all, mont d'ar menez, da zourañ, kerkent ha kuzhet an heol, ar gwezigoù pin nevez-plantet, hag a oa o kinnig krazañ gant ar sec'hor.
Kentoc'h pondalez an ifern !... Emañ aze, e-harz e dreid, kousket sioul evit ar pred, - ar mor, an tigr, ar sarpant a oar kousket ivez! - gant e reuzeudien o buhezioù diroll, prest da dorc'hweniañ en-dro, kerkent ha ma vint dihun, el likaouerezh an hudurañ...
Dirollañ a rae neuze an arvestourien da skrignal ha mont a raen kerkent all en gouez, rak roll ebet n'am boa miret evidon, a-walc'h e oa din reizhañ ha ren pep tra.
Hag ar merc'hed 'ta ! kerkent ha ma kroge gant an danvez-se, kerkoulz e veze dimp klenkañ hol levrioù, rak d'ober en devoa bet graet gant gisti a bep seurt gouenn, re wenn evel-just, re velen, du, pe ruz, ha diouzh e glevout, holl e oant sot-nay gantañ : dedennet e vezent emichañs gant liv, ment ha stumm e fri.
Soñj mat am eus, kel lies gwech ma ranke ar mailh ostiz-se pignal d’ar gambr vras da gas un toullad bannac’hoù d’an dud, diskenn a rae ur werennad all evitañ, ha kerkent ha klouket gantañ e dakenn rom en ur sevel gant an diri, floup ! hag ar werenn en e c’hodell.
« Kerkent ha ma viot yac’h, mammig ! » e lavaren dezhi.
Kerkent ha ma veze tennet e-maez ar sac’h 18, 38, pe 58, beogal a-gevret a rae raktal an holl vagad : « Torch da doull, mab, ha kae kuit ! »
E-keit ma 'z oa he fried o vale bro war vor, ha kerkent ha ma voe didonet va mamm - ur bennhêrez ivez ! - e tegouezhas da Soaz Sapeur mont da vagerez d'an Treou [sic, an Trev] da gastell Koatriou.
Garv e oa ar vouezh-se, ha ken garv all an archerien, pikoloù kanfarded o dilhad glas-mor gant klaoutennoù arc’hant ouzh o skoaz, hag a rae dimp – un daou-c’hant bennak a dud – diskenn a-dizh eus kirri an tren alaman, ha raktal e voemp leviet gant herr war-du an ti-hent-houarn, rak bez’ oa a bep tu dimp ur regennad soudarded gant fuzuilhoù, baionetezennoù, sabrinier ha pistolennoù, evel pa vijemp bet holl, paotred, merc’hed ha bugale, ur bagad torfedourien da gas d’ar marv kerkent ha paket.
Met kement-se am boa da zeskiñ dre veajiñ, hag etretant e kenderc’his da verat e Paris [sic, Pariz] ken na voe kaset da benn ar pourchasoù diwezhañ, ha me kuit kerkent all !...
Kerkent ha ma c'hallent e tilezent ac'hanomp, ha n'eus nemet unan eus ar re a oa bet dastumet evel-se hag a ve bet chomet en tu-hont da dri miz en hor servij.
Kerkent ha ganet ez eo marv, nemet en ho spered e vefe
Pe c'hoazh e vefen taget ha mac'hagnet gant an argaderien riblerien a vez o tanvarc'hekaat dre eno kerkent ha kouezhet rouz an noz, e klask eus unan kozh da dennañ e arc'hant digantañ pe eus unan goant da dennañ un dra all diganti, a-chaoliad war o c'hezeg trouzus ha bouzarus hag a-hed-brec'h ganto o chadennoù, heñvel ouzh gladiatourien Roma a vefe deut ar straedoù noz da vezañ ur sirk bepred digor dezho.
Kerkent ha krouet ez a da netra, o lezel an ec'honder diac'hub evit ur pennad sonerezh all, ha nevez ivez, rak disheñvel e vo atav, zoken ma klask bezañ heñvel.
Da Sul zoken, evit d'he hoal marzhusañ bezañ kuzhet, ha dezhi da venel nebeut darempredet, e skede ar straed, e kemm gant an ardroioù teñval, dres evel un tantad e-kreiz ur c'hoad ; gant he stalafioù livet fresk, he arem lufret mat, he neuz kempenn ha laouen, e tenne kerkent sell ar pourmener hag e plije dezhañ.
Ha kerkent ha dibenn an XIIvet kantved e oa bet ul lammgresk eus ment an nevioù iliz (Pariz 33m, Chartres 35,5m, Reims 38m, Amiens 42m, Beauvais - an uhelañ er bed - 48m ; sellout ouzh skejadoù Amiens ha Kemper)
Adlennit aketus ar pezh a zo skrivet, ha, ma klot tre-ha-tre ar skrid gant ar goulennoù savet gantañ hag ar pezh a zo bet respontet ganeoc'h -« N’am eus netra da lâret ! »-, sinit kerkent goude ar frazenn ziwezhañ.
Ne respont ket din met dont a ra kenkent war ma seulioù evel sachet da'm heul.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kerl