I.
V.k.e.
A. Lakaat (udb.) kompez.
Dresañ ha kompezañ an hentoù.
Kompezañ mat ar wenodenn. Plaenaat a ra an uhelañ menezioù ha kompezañ an islonkoù.
DHS. plaenaat.
B. Dre skeud
1. (db. an darempredoù etre an dud)
Kempenn, renkañ.
Kompezañ ar rendael.
2. (db. ar spered)
Sioulaat.
Gallet em eus kompezañ e spered.
[1925] An arc’hant a gompez ar boan, a livirit-hu.
3. (db. an traoù)
Prientiñ mat.
Kaout un digoll eus ar boan n'en doa ket espernet evit aozañ ha kompezañ pep tra.
HS. plaenaat.
4. Dre eilp.
Lakaat (ub.) e stal fall.
Lezit ho person ganin, warc'hoazh me er c'hompezo.
5. Lakaat heñvel, ingal.
Ar marv a gompez an dud.
II.
V.g.
1. Dont da vezañ kompez.
Ar mor a oa deuet da gompezañ.
2. Dre skeud.
Sioulaat.
Ar c'hont ne zeue ket buan e spered da gompezañ.
An arc’hant a gompez ar boan, a livirit-hu. Gwir ? gaou ?… Evelkent ar boan a zo un tamm, ur bastell eus ar vuhez muchet gant skuizhder ha grevusted an izili, hag alies gant enkrez ar galon.
An arc’hant a gompez ar boan, a livirit-hu. Gwir ? gaou ?… Evelkent ar boan a zo eun tamm, eur bastell eus ar vuhe muchet gant skuizder ha grevusted an izili, hag alïes gant enkrez ar galon.
1925
Référence :
BILZ2
p.104
Hag, evit delc’her dindan eñvor laouenidigezh, joausted o anaoudegezh, o deus graet kompeziñ beg ar run-mañ, ha warni o deus diazezet ar chapel, chapel ar Jaou.
Hag, evit delc’her dindan evor laouenedigez, joaüsted o anaoudegez, o deus grêt kompezi beg ar run-man, ha warni o deus diazeet ar chapel, chapel ar Jaou.
1925
Référence :
BILZ2
p.117
kompezañ
kompeza
1931
Référence :
VALL
pg aplanir, arranger (un différent)
Setu 'ta kompezet ar stal ha laouen an holl.
1985
Référence :
DGBD
p125
An nav c'hilometrad kentañ a reer en-dro war an hent-bras. Labourerien a zo bremañ krog d'e gompezañ, stankañ a reont ar chekoù hag ar poulloù-pri a oa bet graet e-pad ar glaveier.