Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. ROUEZ V.k.e. 1. (db. an tan) C'hwezhañ, enaouiñ. Fellout a reas da'm zad kregiñ an tan. Adal serr-noz e krogjont tantadoù. Ar vevelien o doa kroget tan. & Dre ast. (db. ar gouloù) Enaouiñ. Kregiñ ar gouloù. 2. Trl. Kregiñ nebeutoc'h : ober nebeutoc'h. N'on ket evit chom war-lerc'h pe gregiñ nebeutoc'h. II. V.k.d. (db. al loened hag an dud) KREGIÑ E. A. 1. Kemer udb. gant e zorn, e zivrec'h hag e zelc'her en e zorn, etre e divrec'h. Kregiñ en ur gordenn, en ur gant ell. Kregiñ e dorn, e brec'h, e kazel, e skouarn ub. Krog e-barzh ! & A-WECHOÙ, ent krenn Kemer. Ne zeuor ket da gregiñ el lec'h ma n'eus ket. HS. pegañ. & Kregiñ en ub. a-ere e dreid : kemer e dreid (evit e zibradañ, e stlejañ, h.a.). & Kregiñ en ub., kregiñ peg en ub. : kregiñ start ennañ a-benn e vestroniañ. & Kregiñ e kolier, e choug ub. : kregiñ start en e c'houzoug. & Kregiñ a-dro-vriad en ub. : e stardañ etre e zivrec'h. & A-WECHOÙ KREGIÑ WAR UB. : kregiñ ennañ. N'hoc'h eus ket kroget warnon. 2. Kemer udb. etre e zent ha stardañ warnañ a-benn e zelc'her gantañ, e voulc'hañ pe a-benn gloazañ ub. Kregiñ a reas ar c'hi en e gof-gar. Kroget he deus an naer er c'hazh. Kregiñ evel ur c'hi : dantañ evel ur c'hi. & Kregiñ du, yud : kregiñ start-kenañ. & Ent krenn Kregiñ a ra ho ki ? Kregiñ gant an dent. HS. dantañ. 3. Ent strizh (db. ar pesked) Debriñ ar vouedenn zo ouzh un higenn. Ne grog ket ar pesked en higenn. & Ent krenn Kregiñ a ra ar pesked. B. Dre skeud. (db. an dud) 1. Trl. Kregiñ evel ur c'hi, evel chas : tagañ (ub.) didruez. & Kregiñ hep harzhal, kregiñ mut en ub. : e dagañ hep gouzout dezhañ. 2. PEMDEZ Goulenn ur priz re uhel evit udb. Kroget en doa an ostiz ennañ. Gouezet he doa kregiñ ennon. C. (db. al labour) KREGIÑ E, GANT : deraouiñ gant (udb.). Kregiñ el labour, en e labour, en ul labour, gant e labour. Kregiñ gant an troc'hañ bezhin. Re yaouank int da gregiñ gant o bloavezh skol. [1944] Lukaz a grogas gant e istor. & Trl. Kregiñ du el labour : labourat start. & Ent krenn Emaomp o vont da gregiñ. DHS. stagañ (gant). III. V.k. (db. an traoù) KREGIÑ E A. 1. Chom sac'het (en udb.), na vezañ lezet da vont eeun. Kregiñ a reas ar rouedoù er mein. Kregiñ a ra ar bluenn er paper. Kroget e oa an avel er ouel. 2. (db. benvegoù zo) NA GREGIÑ E UDB. : na seveniñ e gefridi gantañ. Ar gontell ne grog e lec'h ebet. B. Dre ast. 1. Gwerediñ war udb. Kregiñ a ra an tan er metaloù. Kregiñ a ra aer ar mor en houarn. Kregiñ a ra an heol en dud, en o daoulagad : rouzañ a ra o c'hroc'hen, o dallañ a ra. Kregiñ a ra ar moged er gouzoug. & Ent krenn Kregiñ a ra an danvezenn-se ! Al louzoù-se a grog. 2. (db. an danvezennoù) Chom stag ouzh udb. Al liv ne grog ket er metal-se. 3. (db. an tan) Entanañ. Kroget e oa an tan er plouz, er glaou. HS. pegañ. 4. (db. ar boued zo o poazhañ, o tommañ) Treiñ e kreien ha stagañ (ouzh ul lestr keginañ). Kregiñ a ray ar patatez er gastelodenn. Kroget e oa er c'hostez : e kostez an endalc'her. DHS. karañ. HS. pegañ. C. 1. (db. ar yenijenn) Treantiñ. Kregiñ a ra an amzer yen en dud. An avel dreut a groge en e izili. & Ent krenn Hiziv e krog an avel. 2. (db. ar c'hleñvedoù, ar poanioù, ar santadurioù, ar santadoù, h.a.) Dont d'o gouzañv. Kregiñ a reas an derzhienn enni. A-wechoù e kroge an debron em gar. Kroget e oa an anoued ennon. Kregiñ a reas ar gounnar enno. Ar c'housked a grogas ennañ. HS. tagañ. IV. V.g. 1. (db. an tan) Dont da vezañ. An tan ne grogas ket mat hag e varvas. & (db. danvezioù zo) Ober tan. An dir a strakas hag a grogas. 2. (db. ar plant, ar gwez) Chom bev, deraouiñ da greskiñ. N'eo ket kroget ar roz. 3. Deraouiñ. Dizale e krogo ar reveier. V. (dirak un av.) KREGIÑ DA : deraouiñ da (ober udb.). Kregiñ a reas ar Saozon d'aloubiñ an enezenn. Dizale e krogas ar glav da gouezhañ. Kroget e oant da riotal. HS. komañs.

Exemples historiques : 
95
Masquer la liste des exemples

kregiñ

1499
Référence : LVBCA p126 (prendre o [avec] la main crochier)

kroget

1659
Référence : LDJM.1 pg accrocher qnelqu'vn, mordre, prendre

kregiñ war-bouez ar c'holier

1659
Référence : LDJM.1 pg prendre (par le collet)

kregiñ en

1659
Référence : LDJM.1 pg aprehender au corps

kregiñ ouzh ur re bennak

1659
Référence : LDJM.1 pg accrocher (qnelqu'vn), empoigner (quelqu'vn)

kregiñ oc'h

1659
Référence : LDJM.1 pg saisir

kregiñ

1659
Référence : LDJM.1 pg mordre, prendre

an tan a grogas en un taol

1732
Référence : GReg pg (le feu s') enflama (tout à coup)

kregiñ

1732
Référence : GReg pg accrocher, (s') enflamer (parlant du feu)

krogiñ

1732
Référence : GReg pg accrocher

kroget

1732
Référence : GReg pg accrocher, (s') enflamer (parlant du feu)

kregiñ en ur re bennak

1732
Référence : GReg pg (prendre quelqu'un au) collet

kroget en ur re bennak

1732
Référence : GReg pg collet

en em gregiñ

1732
Référence : GReg pg colleter, se prendre au collet

en em groget

1732
Référence : GReg pg colleter, se prendre au collet

terzhienn a grog alies a wech en un deiz ; pe [terzhienn a grog] ur wech bep pemp pe c'hwec'h deiz.

1732
Référence : GReg pg fievre (Fievre intermittente)

kregiñ an eil en egile

1732
Référence : GReg pg (s'entremordre)

an tan a zeuas da gregiñ en un taol-kont

1732
Référence : GReg pg (le feu s') enflama (tout à coup)

kregiñ gant an dent

1732
Référence : GReg pg mordre (mordre à belles dents)

dre greiz e c'horf e krogas ennañ [sic]

1850
Référence : GON.II pg dré-greiz

krogiñ

1850
Référence : GON.II pg kregi, krôgi (Mordre, serrer avec les dents. Saisir avec les mains, les dents ou quelque croc. Accrocher, prendre avec un croc, etc. Corroder. Prendre, en parlant d'un arbre, etc. S'accrocher. En Vannes, krôgein).

Ar c'hren a zo kroget ennañ, n'eus ket pell.

1850
Référence : GON.II pg krén (Le tremblement s'est emparé de lui, il n'y a pas longtemps).

Ar c’hleñved a zo kroget ennañ.

1850
Référence : GON.II p.95, livre second, « La maladie l’a atteint ».

Kregiñ a rejont e kement a oa.

1850
Référence : GON.II p.95, livre second, « Ils se saisirent de tout ce qu’il y avait ».

krogiñ

1850
Référence : GON.II pg krôgi (Voyez "kregi").

kregiñ

1850
Référence : GON.II.HV pg kok, pg dañta

un elvenn a c'hell lakaat un tan-gwall da gregiñ

1850
Référence : GON.II pg elven

kregiñ

1850
Référence : GON.II pg tinva, pg dañta, kregi (Mordre, serrer avec les dents. Saisir avec les mains, les dents ou quelque croc. Accrocher, prendre avec un croc, etc. Corroder. Prendre, en parlant d'un arbre, etc. S'accrocher), pg krôgenna

kroget

1850
Référence : GON.II pg kregi, krôgi (Mordre, serrer avec les dents. Saisir avec les mains, les dents ou quelque croc. Accrocher, prendre avec un croc, etc. Corroder. Prendre, en parlant d'un arbre, etc. S'accrocher. Part.)

Kregiñ a ra evel ur c'hi.

1850
Référence : GON.II pg kregi, krôgi (Il mord comme un chien).

« Birviken pig ebet em divskouarn ne grogo ! »

1867
Référence : MGK p64

O welet piv oa, ha pe zen, / Marzhin a grog en ur penn-bazh / Ha kerc'h d'e lêr e roud ar bas.

1867
Référence : MGK p61

Evit kaout ho tra diganto, / E vezo ret c'hoari ar vazh, / Harzhal ha kregiñ du, diskolpañ evel chas.

1867
Référence : MGK p108

Neuze hep dibabañ, kregiñ ned eo ebat ; / Pa vez berr an amzer, ne bad pell ar marc'had.

1867
Référence : MGK p57

Da c'hortoz 'vat, pa'z eo paket / D'e daol' en dour[,] me ned an ket, / Rak em higenn-me adarre / N'eo ket lavaret e krogfe.

1867
Référence : MGK p40

Petra zo da ober ? Nemeur a dra : pa deuio tud, ganto bizhier, ha re baour o vale, grognal, harzhal, kregiñ; chom en noz war vale; ober ho fistoulig d'ho mestr, da dud ho ti, setu eno ho kefridi.

1867
Référence : MGK p8

Eno, en-dro d'ar marc'h, setu c'hoari ha freuz o tigeriñ 'vit an arc'hant. Hor gwazed vat ha dizamant, evit sachañ moneiz d'o beg, a grog e moue al loen lorc'hek

1867
Référence : MGK p6

An Aotrou de la Fruglaye, eus a vaner [Kerarrouz], e Plouyann, el lec’h m’emañ bremañ o chom he vab-bihan, an Aotrou de Champagny, a ra kement a vad dre ar vro, a gasas ur mevel kalonek en doa en e di da lavaret dezhañ bezañ war evezh, rak deuet oa da Vontroulez urzh da gregiñ ennañ.

1877
Référence : EKG.I. p.11

Kregiñ a reas e brec’h an hini kozh en u[l] lavaret d’an hini yaouank : Chomit amañ d’am gortoz, me a ya da gas ho tad d’e wele ; goude-se me [a] ziskouezo deoc’h ivez hoc’h hini p'ho pezo debret ho tamm bara.

1877
Référence : EKG.I. p.59

Pa vez freuz en ur vro, pep hini eus ar rumm dud-se a grog el lec’h ma c’hell, hep sellet pe e laer pe ne ra ket ; lavaret e ve eo deuet, en un taol, an holl draoù da vezañ boutin...

1877
Référence : EKG.I. p.65

Rak ma klaske gwechall ur paian kregiñ en ur c’hristen hag her lakaat d’ar marv, oa abalamour ma’z ae a-enep al lezenn desket dezhañ gant e dud, el lec’h ar veleien "intru", broudet gant rebechoù o c’houstiañs, o doa c’hoant da lakaat ar re-all da vezañ evelto, — kement-se en divije graet vad d’o c’halon, — pe d’o c’has diwar ar beg-douar-mañ d’ar bed all, evit miret da vezañ tamallet ganto.

1877
Référence : EKG.I. p.86

— Galvit ho ki ’ta ; krog eo em feskenn ! Ai !... ai !... ai !...

1877
Référence : EKG.I. p.140

— Mont a ran da besketa ; brav an amzer, me 'gred e krogo ar pesked fenoz.

1877
Référence : EKG.I. p.218

A-raok sevel e-unan e-barzh, an Aotrou Poullaoueg a grogas a-dro-vriad er c’habiten Kivoron, en u[l] lavaret : — Bennozh Doue dit, d’az kwreg ha d’az pugale, Kivoron.

1877
Référence : EKG.I. p.226

Egile [ur soudard] a gemeras aon hag a lammas dreist ar c’hleuz en hent, evel pa vije kroget an tan en e lost ; ha mat [e] reas.

1878
Référence : EKG.II p.92

Evidon da vezañ dindan an douar, e rae avel-dro e foñs ar puñs, hag e voen, n’eo ket aes gouzout pegeit, oc’h esa kaout sklêrijenn ; an avel-dro a vire ouc’h an tan da gregiñ em fennad gouloù.

1878
Référence : EKG.II p.51

C’hwi a c’hell lavaret ar pezh a girit ha tamall kement ha ma kirit. Mard edon e Kergidu, bezañ kroget ennon eno ; lealoc’h e vije bet.

1878
Référence : EKG.II p.63

Tan-gwall - Ar pemzek deus ar miz-mañ, an tan a zo bet krog en ti an itron Pichon. ‘Barzh ar c’hrignol eo e krogas, da gentañ, o teviñ bernio[ù] greun a oa bet lakaet eno. Ac’hane e savas dre an doenn hag e tiskaras ane[zh]i. Gallet e [v]oe harz ane[zh]añ da grigiñ ‘barzh an tier all. Be[z]añ zo bet, koulskoude, meur a goll.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Na lâran droug a-hed [sic, evit ebet] deus an teil-ker na deus bizhin, na deus traezh pe maerl. Pa gavan da brenañ marc'had-mat, e krogan enne.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

kregiñ gant ur ganadenn, stagañ gant —, boulc’hañ ur —,

1923
Référence : SKET p.166, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Commencer à exécuter un chant".

Kregiñ a reas neuze e Siluros en e c’houzoug, ken ma vennas hemañ tagañ, hag e tiframmas anezhañ diouzh Derkeia.

1923
Référence : SKET p.104

Kintus a grogas doujus e dorn ar werc’hez hag e zougas d’e dal ; Kamula, o kregiñ en he dorn all, a bokas dezhañ.

1923
Référence : SKET p.104

O gwelout a rejont o klask kregiñ-mor war ar c’herreg hag er poulladoù war-lerc’h al lanvezh, hag en em vevañ diouto ; o tastum tammoù keuneud diwar ar peñseoù taolet d’an aod gant ar gwagennoù hag enaouiñ un tan anezho war ur roc’h e-harz an tornaod, ha hi bepred he fenn a-us d’al lanv-mor.

1923
Référence : SKET p.114

War-dav e sav ar maouezed ha, skoulmet ganto o blev melen, e krogont en o armoù.

1923
Référence : SKET p.140

Gwelit-hi, azezet war ur vilienn, oc’h ober pecheroù d’he mabig ; hemañ, gant e zaouarnigoù, a grog en bronn e vamm, a laka he beg en e c'hinou, en ur c’hoarzhin dezhi.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).

Poan a zo bet gant ar paotr, gwevn e gorf evel ur silienn ; kroget en deus gant e zent en dorn un archer.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)

Ar bleizi a grogas o dent en o c’hof o tiframmañ o bouzelloù er-maez.

1924
Référence : SKET.II p.53

Kregiñ a ray ennout, ha da stlejañ gantañ dindan zouar en un toull leizh, yen ha teñval.

1924
Référence : SKET.II p.45

Kregiñ a rejont pep hini en ur [dorngenn] eus ar bouteg.

1925
Référence : BILZ2 p.123

kroget

1931
Référence : VALL pg accrocher, agir, allumer, appréhender

kregiñ

1931
Référence : VALL pg accrocher, agir (en parlant d'un remède, etc.), allumer, appréhender (saisir)

kregiñ e kazel ub.

1931
Référence : VALL pg (prendre qqn par le) bras

an tan a grog er metaloù

1931
Référence : VALL pg agir (le feu agit sur les métaux)

kregiñ e

1931
Référence : VALL pg (s')accrocher (à)

Ret e voe d'ar "re zilezet" en em harnezañ, sammañ o sac'h, kregiñ en o fuzuilh ha mont en hent... En o zouez en em gave Yann Seitek hag e gamalad yaouankoc'h Pêr Mahe

1941
Référence : ARVR niv.6, p4

Ni a grogo eno gant hol labour, ha ni a ziskenno bep un tammig, bep un tammig, en ur furchal ar stêr.

1944
Référence : ATST p.106-107

Hor mammoù hor frealze, mes kaer o doa d'ober [sic, ober], an dour a groge da sevel d'hon daoulagad dija : petra 'vije 'benn emberr, ma zud keizh... pa vije ret dimp kousket an nozvezh kentañ er-maez ar gêr, en ur gwele kalet, e-kichen paotredigoù dizanvez... drouk marteze... ?

1944
Référence : EURW.1 p31

Hiniennoù a oa er seizvet klas ; Aogust ar Roc'h ha me a groge dre ar bazenn izelañ, dre an eizhvet klas.

1944
Référence : EURW.1 p34

Dorn an aotrou ar Bezvoed a oa evel un durkez, pa groge en hor brec'h, ne oa ket tu da ziskrapañ.

1944
Référence : EURW.1 p38-39

Pa voe fin d'ar vreutadeg, hag an holl a-unvouezh evit krouiñ l'Union Régionaliste Bretonne, e krogjod da zibab ar re a vije lakaet e pep « kevrenn ».

1944
Référence : EURW.1 p68

Diouzhtu e krogas ar gelennadurezh, a dlee padout c’hwec’h miz nemetken.

1944
Référence : EURW.1 p.196

Hon tammig emsav a zeraoue e wrizioù kregiñ.

1944
Référence : EURW.1 p.201

Lukaz a grogas gant e istor.

1944
Référence : ATST p.13

Ha Lom a grogas da ganañ : « Disul vintin ’m eus c’hoarzhet Evit pemzek gwenneg, O welout Yann an Druilhenn O klask gwerzhañ e wreg, Evit pemzek gwenneg, Marianna, Evit pemzek gwenneg. Ha ! ha ! ha ! »

1944
Référence : ATST p.18

Ar remm a groge enni muioc’h-mui.

1944
Référence : ATST p.50

Lakaat a reas Palmira he dorn war vrec'h kleiz he divizour. Ur c'hlaouenn vev. Trumm, e krogas an tan-gwall e gwazhied ar paotr.

1949
Référence : SIZH p.59

Kregiñ a reas egile en e vilgin, hag e sile dezhañ en e skouarn. - N'ho pefe morse soñjoù lous ?

1949
Référence : SIZH p.47

Kregiñ a rae ar breur Arturo gant e zent en e vuzell-draoñ. Sailhat a rae a bep seurt soñjoù en e benn...

1949
Référence : SIZH p.49

Kregiñ a ran bremaik, en hor chapel, gant un naved pedennoù.

1949
Référence : SIZH p.63

Pa grog ar c'hoari, emañ ar person en ur sal vras, azezet war ur gador-vrec'hek hag oc’h echuiñ lenn e vreviel.

1960
Référence : PETO p27

Abaoe pell 'zo e kroger gant e zevezh en ur evañ kafe. Hiniennoù a zo koulskoude a gav gwelloc'h an te.

1972
Référence : BAHE niv. 75, p.41

Ur soñj vat hor boa bet p'hor boa kroget, ha ni war-dro Ntoum, da lakaat ar re a veze dibrez da vont da glask delioù rafia, a vez "gwriet" da ober "koloennoù" da deiñ al lochennoù.

1985
Référence : DGBD p99

Kentañ ma krogis da skrivañ eñvorennoù war va buhez du-hont a voe e deizioù diwezhañ miz gouere '39, pa oan aet gant ar 35vet Rejimant Artilerezh Gwened, da ober "maneuroù" pe embregadegoù e Kamp KoedKidan, kement-se e-pad ar pennadoù goullo a veze etre ar pennadoù-embregiñ.

1985
Référence : DGBD p6

Kregiñ a raen en e arzorn : deviñ a rae gant an derzhienn.

1985
Référence : DGBD p63

Kroget e oan ivez, gant va c'henvroad, da vont da ober un droig bennak war al lenn en ur vag pilprenn, da ober un tammig sport bremañ pa na 'm boa mui a gefioù gwez da c'haoliata.

1985
Référence : DGBD p196

Amjestr e oa an diviz da gemer - pezh a oa lavarout nebeut - hag evitañ da gaout peurliesañ fiziañs ennañ e-unan, e krogas da c'hoantaat kaout ali unan all.

2012
Référence : DJHMH p47

"Sed aze degouezhioù souezhus-kenañ," a lavaras an Ao. Utterson, "hogen, me 'gav din e krogan da welout sklaer."

2012
Référence : DJHMH p.67

"Kroget em eus gant ar flemmadenn en askil ha graet em eus mil," emezañ din, laouen-holl.

2015
Référence : EHPEA p45

[...] astenn a reont dirak an tourterien, kregiñ a reont da vastarañ ar panelloù bruderezh...

2015
Référence : DISENT p101

Er-maez e son akordeon un enbroad unan eus ar valsennoù-se a veze c'hoariet gwezhall evit kregiñ gant koroll an dud-nevez.

2015
Référence : EHPEA p11

Ur wech kadarnaet ez eo posupl kas ho raktres da benn hag ur wech ho peus echu gant ar senario hag an dafar, e ranker kregiñ da duta stourmerien a sikouro en obererezh.

2015
Référence : DISENT p86

Kroget o deus da gehentiñ evit kendrec'hiñ emañ ar gwir gante.

2015
Référence : DISENT p78

Evit ar re oueskañ e servij an treid da gregiñ enne.

2015
Référence : DISENT p96

Pa grogan da gontañ an istor-mañ emaomp e miz Gwengolo alaouret e mervent Ontario.

2015
Référence : TEVAG p. 5

[...] -kuit na grogfe ur poliser e-barzh ho fri evit sachañ ho penn war-dreñv, ar pezh a zo displijus ken-ha-ken...-

2015
Référence : DISENT p95

Note d'étude

Lenn a reer e GON.II ne vez ket graet gant "krôgi" ("non usité").

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux