Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. A. 1. [1732, 1877, 1924] Doare ma kroger en ub., en udb. Pakañ krog, tapout krog, delc'her krog en ub., udb. Leuskel krog : diskregiñ diouzh udb. 2. Pakañ, tapout krog en ub. : e herzel. Pakañ krog en ul laer. Lakaat krog en ub. : lakaat ub. d'e herzel. [1924] An archer a dapas krog enne hag o boutas er sal. HS. peg. 3. Dre ast. Kann. Krog a oa bet etrezomp. & Trl. Krog blev : sach-blev. & Trl. Bezañ e krog gant ub. : bezañ e kann gantañ. [1878] — Paotred, hor breudeur a zo e krog ouc’h ar republikaned ; ha chom a raimp-ni amañ ? & Krog a oa etrezomp : oc'h en em gannañ edomp. B. Dre ast. Lec'h ma c'haller kregiñ en ub., udb. Nebeut a grog zo er geot. An avel - p'en devez krog, pa gav krog - zo barrek da ziframmañ kement tra zo. Ne'm eus ket a grog en dra-se. C. Dre skeud. 1. (db. an dud) Pakañ krog en ub. : e dapout e-keit ha m'emañ oc'h ober udb. difennet, udb. a-dreuz. & [1931] Kaout, kavout krog, krog a-walc'h, gwall grog gant ub., d'ober udb. : kaout poan, poan a-walc'h, gwall boan evit dont a-benn anezhañ, evit dont a-benn d'e seveniñ. & Kaout krog en ub., war ub. : dont a-benn d'e levezonañ, d'e lakaat d'ober tra pe dra. Ur c'hrog ramp zo war hennezh : n'eo ket sur e restaolo e zle. & Reiñ krog d'ub. : reiñ tro dezhañ d'e dagañ. & Bezañ berr ar c'hrog gant ub. : bezañ berr an arc'hant gantañ. & Delc'her krog en e neudenn : bezañ un heul reizh en e brezeg. 2. (db. an traoù zo da ober) Chom e krog : chom diechu, hep bezañ kaset da benn. & Bezañ krog (un tu bnk.) : bezañ eno peadra da reiñ labour, darbar d'ub. Diwar neuze e veze krog bemdez hag e teue e voued gantañ madik a-walc'h. 3. Labour. N'eus den ebet a re, pep hini a gav krog hervez e oad. [1877] [...] da c’houzout hag ezhomm o doa eus un taol-skoaz diganeomp evit dont a-benn eus o c’hrok. [1878] Gortozit, gwazed, a lavare. Diwezhatoc’h, me a roio krog deoc’h ; bremañ omp re nebeut a dud. II. G. A. 1. Pennad emgann. Amañ e oa bet ar gwashañ krog. Ar c'hentañ krog. [1877] An Aotrou de Kervalaneg, en hor c’hreiz, a ziskoueze deomp penaos en em gannañ ma ne ouiemp ket, hag eno, d’an nec’h, e parkeier Kervrenn, e voe ur c’hrog eus ar re startañ. 2. Dre ast. Trec'h. Gant piv eo aet ar c'hrog ? HS. maout. B. Dre skeud. 1. Tu a gaver evit diskoulmañ ur gudenn. Krog eo ar c'hrog : emañ an diskoulm o tostaat, graet eo an afer. [1878] Kavet e oa va c’hrog ganen, a gave din. Mes siwazh ! n’oan ket evit tizhout betek ennañ ! 2. Komzoù flemmus. Ober ur c'hrog lemm d'ub. : e dagañ gant komzoù. C. Trl. skeud. Ur c'hrog bras ouzh udb. : un doug bras da blediñ gant an dra-se. & Bezañ en e grog : bezañ oc'h ober ar pezh a garer ar muiañ. & [1732, 1931] Hennezh eo e grog : hennezh eo ar c'hraf m'emañ en e greñvañ. & Sevel krog udb. : sevel a-du gant an dra-se, difenn an dra-se. Sevel krog al labour-douar. & Sevel e grog, dont a-benn eus e grog : dont a-benn d'ober udb. & Kavout e grog : kavout ar mare mat, ar blegenn vat evit ober udb. & Bezañ sur eus e grog : bezañ sur da zont a-benn eus udb. & Kemer dreist e grog : klask seveniñ muioc'h a draoù eget na c'haller ober. & C'hwitañ war e grog : c'hwitañ war e daol. & Ober ur c'hrog war ub. : klask e c'hounit. & Kavout e grog war ub. : kavout an tu d'e levezonañ, d'e lakaat d'ober tra pe dra. & Mont* d'ub. a grogoù berr. & Reiñ krog evit krog : daskoriñ taol evit taol. & Delc'her e grog : chom yac'h, chom barrek da gerzhet, da labourat. D. 1. [1699] Gwechad dantañ, disoc'h ur gwechad dantañ. Ur c'hrog ki. 2. Krec'henn, pennad hent war zinaou. Diskenn ur c'hrog. 3. Deroù (udb.). Ur c'hrog aes en deus kavet an den-se en e vicher.

Exemples historiques : 
41
Masquer la liste des exemples

remed ekselant enep ar c'hrog ar sarpanted

1659
Référence : LDJM.1 pg souuerain (remede contre la morsure des serpens)

krog

1659
Référence : LDJM.1 pg morsure

krog

1699
Référence : Har. pg krog (morsure)

Emañ en e grog.

1732
Référence : GReg pg fort-e (C'est-là son fort.)

krog

1732
Référence : GReg pg accrochement

krog evit krog

1732
Référence : GReg pg (a bon) chat (bon rat)

ober ur c'hrog gevret

1732
Référence : GReg pg colleter, se prendre au collet

reiñ ar c'hrog da ur re

1732
Référence : GReg pg colleter (quelqu'un)

ober ur c'hrog en ur re bennak

1732
Référence : GReg pg colleter (quelqu'un)

entre ar c'hrog, hag an diskrog

1732
Référence : GReg pg entre (avoir, & n'en avoir pas)

Hennezh eo e grog.

1732
Référence : GReg pg fort-e (C'est-là son fort.)

Ne ziwad ket e grog.

1850
Référence : GON.II pg krôk, krôg (Sa morsure ne saigne pas).

krog evit krog

1850
Référence : GON.II pg krôk, krôg (à bon chat bon rat ; à la lettre, "prise pour prise").

krog

1850
Référence : GON.II.HV pg kok

Krogoù zo gant ar bev : an Ankoù hag e falc'h / O doa poan o stagañ, o toullañ da gaout dalc'h.

1867
Référence : MGK p97

Abalamour ma n’en deus netra, micherour kêr en em laka atav e kostez ar re fall, rak ar re fall n’int ket ken tost-se d’o c’houstiañs ; ar re fall, el lec’h ma kavint speg, a spego pe e vezo leal pe ne vezo ket, hag e-touez ar re-mañ e kav dezhañ e c’hello e-unan kaout ivez krog en tu pe du.

1877
Référence : EKG.I. p.65

Ganen-me emañ va hini ivez ; dalc’homp krog pep hini en e hini, evit bezañ e tailh da skeiñ ma vez ret.

1877
Référence : EKG.I. p.75

Skuizhañ a rejont evelato a-benn ur pennad, hag ho mestr a bakas krog start er sakrist en u[l] lavaret dezhañ : — Pini eus ar re-mañ eo prenestr kambr Loull ar Bouc’h ?

1877
Référence : EKG.I. p.120

An Aotrou de Kervalaneg, en hor c’hreiz, a ziskoueze deomp penaos en em gannañ ma ne ouiemp ket, hag eno, d’an nec’h, e parkeier Kervrenn, e voe ur c’hrog eus ar re startañ.

1877
Référence : EKG.I. p.286

Her gouzout a rit kerkoulz ha me, tud difeiz ne droont james kein da ijin ebet, mat pe fall, evit dont a benn eus o zaol : pep hent a zo mat dezho gant ma c’hellint "tapout" o c’hrog.

1877
Référence : EKG.I. p.3-4

Ar c’heloù a gement-se a yoa deuet betek ennomp-ni, hag an Aotrou Kerbalaneg [sic] a gasas Per Kemener ha me d’o c’haout, da c’houzout hag ezhomm o doa eus un taol-skoaz diganeomp evit dont a-benn eus o c’hrog.

1877
Référence : EKG.I. p.62

— Paotred, hor breudeur a zo e krog ouc’h ar republikaned ; ha chom a raimp-ni amañ ? — Nann, nann, eme-ni a-unan, deomp a-raok !

1878
Référence : EKG.II p.15

Kavet e oa va c’hrog ganen, a gave din. Mes siwazh ! n’oan ket evit tizhout betek ennañ !

1878
Référence : EKG.II p.118

— Gortozit, gwazed, a lavare. Diwezhatoc’h, me a roio krog deoc’h ; bremañ omp re nebeut a dud. — Re nebeut ? Daoust ha Yann Pennorz amañ n’en deus-eñ ket e-unan diskaret, en un nozvezh, c’hwec’h soudard warn-ugent war hent-bras Lanhouarne ?

1878
Référence : EKG.II p.101

Un torkad geot mat a welan, a zo krog ennañ da droc'hañ, goude n'eo ket c'hoazh korzennet. Aze, a-dra-sur, a zo bet plantet ul loen marv bennak.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

[M]et kaer o devoa bet Bilzig hag an daou all stourm ouzh o mamm e oant bet tamallet hep abeg, Izabel a dapas krog en un tamm kordenn voan.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.844 (Miz C'hwevrer 1924)

An tri [b]ugelig a oa el liorzh o c’hortoz o breur. An archer a dapas krog enne hag o bountas er sal.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.895 (Miz Ebrel 1924)

pakañ krog e

1931
Référence : VALL pg appréhender (saisir), arrêter

kaout krog a-walc'h gant

1931
Référence : VALL pg (avoir) affaire (pour marquer conflit et difficulté)

krog

1931
Référence : VALL pg accroché

hennezh eo e grog

1931
Référence : VALL pg (c'est son) affaire (son fort)

derc'hel krog

1931
Référence : VALL pg (s')accrocher (à)

ober ur c'hrog war ub.

1931
Référence : VALL pg apostropher (qqn)

krog

1931
Référence : VALL pg accroché, allumer (allumé)

Ret e oa naetaat « marchosi Augias », ha tapout krog e stur Kevredigezh Vreizh, ober ganti ul lestr bras da zougen Argonoted nevez Arvor o vont da glask ar c'hrev alaouret.

1944
Référence : EURW.1 p.188

Gervel a ris, huchal war ma den, redek dezhañ, tapout krog ennañ, hag e zegas d'al lec'h ma oa tud boet endeo en-dro d'ar plach'ig o krial.

2012
Référence : DJHMH p13

Frammet heñvel eo al liveadur, mentet heñvel an nev nevez ouzh ar chantele koshoc'hik ken e c'hall sell an arvester redek distroñs eus an eil penn d'egile. Padal, pa zeu boas al lagad e tap krog e meur a vunudenn gemm.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 16

Da c'houde e laka ar stourmerien o divrec'h da dremen dre zindan o divhar evit tapout krog e-barzh melloù-dorn, dornioù pe, d'ar gwashañ, ufernioù o c'hamaraded hag a zo a-dal dezhe.

2015
Référence : DISENT p95

Neuze e riskler, tortigellat a reer evel ur vuzhugenn kuit a reiñ krog d'ar boliserien.

2015
Référence : DISENT p94

Berramzer war-lerc'h en doa unan bennak anvet Panoritis diskouezet beg e fri hag e oa aet ar c'hrog gantañ.

2015
Référence : EHPEA p375

An dra nemetañ ac'h eus ezhomm eo un tammig pennegezh da zont a-benn eus da grog.

2015
Référence : EHPEA p66

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux