I.
H.g.
A.
1. [1732, 1877, 1924] Doare ma kroger en ub., en udb.
Pakañ krog, tapout krog, delc'her krog en ub., udb. Leuskel krog : diskregiñ diouzh udb.
2. Pakañ, tapout krog en ub. : e herzel.
Pakañ krog en ul laer. Lakaat krog en ub. : lakaat ub. d'e herzel.
[1924] An archer a dapas krog enne hag o boutas er sal.
HS. peg.
3. Dre ast.
Kann.
Krog a oa bet etrezomp.
&
Trl.
Krog blev : sach-blev.
&
Trl.
Bezañ e krog gant ub. : bezañ e kann gantañ.
[1878] — Paotred, hor breudeur a zo e krog ouc’h ar republikaned ; ha chom a raimp-ni amañ ?
&
Krog a oa etrezomp : oc'h en em gannañ edomp.
B. Dre ast.
Lec'h ma c'haller kregiñ en ub., udb.
Nebeut a grog zo er geot. An avel - p'en devez krog, pa gav krog - zo barrek da ziframmañ kement tra zo. Ne'm eus ket a grog en dra-se.
C. Dre skeud.
1. (db. an dud)
Pakañ krog en ub. : e dapout e-keit ha m'emañ oc'h ober udb. difennet, udb. a-dreuz.
&
[1931] Kaout, kavout krog, krog a-walc'h, gwall grog gant ub., d'ober udb. : kaout poan, poan a-walc'h, gwall boan evit dont a-benn anezhañ, evit dont a-benn d'e seveniñ.
&
Kaout krog en ub., war ub. : dont a-benn d'e levezonañ, d'e lakaat d'ober tra pe dra.
Ur c'hrog ramp zo war hennezh : n'eo ket sur e restaolo e zle.
&
Reiñ krog d'ub. : reiñ tro dezhañ d'e dagañ.
&
Bezañ berr ar c'hrog gant ub. : bezañ berr an arc'hant gantañ.
&
Delc'her krog en e neudenn : bezañ un heul reizh en e brezeg.
2. (db. an traoù zo da ober)
Chom e krog : chom diechu, hep bezañ kaset da benn.
&
Bezañ krog (un tu bnk.) : bezañ eno peadra da reiñ labour, darbar d'ub.
Diwar neuze e veze krog bemdez hag e teue e voued gantañ madik a-walc'h.
3. Labour.
N'eus den ebet a re, pep hini a gav krog hervez e oad.
[1877] [...] da c’houzout hag ezhomm o doa eus un taol-skoaz diganeomp evit dont a-benn eus o c’hrok.
[1878] Gortozit, gwazed, a lavare. Diwezhatoc’h, me a roio krog deoc’h ; bremañ omp re nebeut a dud.
II.
G.
A.
1. Pennad emgann.
Amañ e oa bet ar gwashañ krog. Ar c'hentañ krog.
[1877] An Aotrou de Kervalaneg, en hor c’hreiz, a ziskoueze deomp penaos en em gannañ ma ne ouiemp ket, hag eno, d’an nec’h, e parkeier Kervrenn, e voe ur c’hrog eus ar re startañ.
2. Dre ast.
Trec'h.
Gant piv eo aet ar c'hrog ?
HS. maout.
B. Dre skeud.
1. Tu a gaver evit diskoulmañ ur gudenn.
Krog eo ar c'hrog : emañ an diskoulm o tostaat, graet eo an afer.
[1878] Kavet e oa va c’hrog ganen, a gave din. Mes siwazh ! n’oan ket evit tizhout betek ennañ !
2. Komzoù flemmus.
Ober ur c'hrog lemm d'ub. : e dagañ gant komzoù.
C. Trl. skeud.
Ur c'hrog bras ouzh udb. : un doug bras da blediñ gant an dra-se.
&
Bezañ en e grog : bezañ oc'h ober ar pezh a garer ar muiañ.
&
[1732, 1931] Hennezh eo e grog : hennezh eo ar c'hraf m'emañ en e greñvañ.
&
Sevel krog udb. : sevel a-du gant an dra-se, difenn an dra-se.
Sevel krog al labour-douar.
&
Sevel e grog, dont a-benn eus e grog : dont a-benn d'ober udb.
&
Kavout e grog : kavout ar mare mat, ar blegenn vat evit ober udb.
&
Bezañ sur eus e grog : bezañ sur da zont a-benn eus udb.
&
Kemer dreist e grog : klask seveniñ muioc'h a draoù eget na c'haller ober.
&
C'hwitañ war e grog : c'hwitañ war e daol.
&
Ober ur c'hrog war ub. : klask e c'hounit.
&
Kavout e grog war ub. : kavout an tu d'e levezonañ, d'e lakaat d'ober tra pe dra.
&
Mont* d'ub. a grogoù berr.
&
Reiñ krog evit krog : daskoriñ taol evit taol.
&
Delc'her e grog : chom yac'h, chom barrek da gerzhet, da labourat.
D.
1. [1699] Gwechad dantañ, disoc'h ur gwechad dantañ.
Ur c'hrog ki.
2. Krec'henn, pennad hent war zinaou.
Diskenn ur c'hrog.
3. Deroù (udb.).
Ur c'hrog aes en deus kavet an den-se en e vicher.
Daveenn :
GON.II
pg krôk, krôg (à bon chat bon rat ; à la lettre, "prise pour prise").
Krogoù zo gant ar bev : an Ankoù hag e falc'h / O doa poan o stagañ, o toullañ da gaout dalc'h.
Krogou zo gant ar beo : ann ankou hag he falc'h / Ho doa poan o staga, o toulla da gaout dalc'h.
1867
Daveenn :
MGK
p97
Her gouzout a rit kerkoulz ha me, tud difeiz ne droont james kein da ijin ebet, mat pe fall, evit dont a benn eus o zaol : pep hent a zo mat dezho gant ma c’hellint "tapout" o c’hrog.
Her gouzout a rit kerkouls ha me, tud difeiz ne droont jamez kein da izign ebed, mad pe fall, evit dont a benn euz ho zaol : peb hent a zo mad d’ezho gant ma c’hellint "tapout" ho c’hrog.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.3-4
Ar c’heloù a gement-se a yoa deuet betek ennomp-ni, hag an Aotrou Kerbalaneg [sic] a gasas Per Kemener ha me d’o c’haout, da c’houzout hag ezhomm o doa eus un taol-skoaz diganeomp evit dont a-benn eus o c’hrog.
Ar c’helou a gement-se a ioa deuet betek ennomp-ni, hag an aoutrou Kerbalanek a gasas Per Kemener ha me d’ho c’haout, da c’houzout hag izoum o doa euz eun taol skoaz diganeomp evit dont a-benn euz ho c’hrok.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.62
Abalamour ma n’en deus netra, micherour kêr en em laka atav e kostez ar re fall, rak ar re fall n’int ket ken tost-se d’o c’houstiañs ; ar re fall, el lec’h ma kavint speg, a spego pe e vezo leal pe ne vezo ket, hag e-touez ar re-mañ e kav dezhañ e c’hello e-unan kaout ivez krog en tu pe du.
Abalamour ma n’en euz netra, micherour kear a en em laka atao e kostez ar re fall, rag ar re fall n’int ket ken tost-se d’ho c’houstianz ; ar re fall, el leac’h ma kavint spek, a spego pe e vezo leal pe ne vezo ket, hag etouez ar re-man e kaf d’ezhan e c’hello he-unan kaout ive krok enn tu pe du.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.65
Ganen-me emañ va hini ivez ; dalc’homp krog pep hini en e hini, evit bezañ e tailh da skeiñ ma vez ret.
Ganen-me ema va ini ive ; dalc’homp krok pep hini enn he hini, evit beza e taill da skei ma vez red.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.75
Skuizhañ a rejont evelato a-benn ur pennad, hag ho mestr a bakas krog start er sakrist en u[l] lavaret dezhañ : — Pini eus ar re-mañ eo prenestr kambr Loull ar Bouc’h ?
Skuiza a rejont evelato a benn eur pennad, hag ho mestr a bakas-krok stard er zakrist en eur lavaret d’ezhan : — Pini euz ar re-man eo prenestr kampr Loull ar Bouc’h ?
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.120
An Aotrou de Kervalaneg, en hor c’hreiz, a ziskoueze deomp penaos en em gannañ ma ne ouiemp ket, hag eno, d’an nec’h, e parkeier Kervrenn, e voe ur c’hrog eus ar re startañ.
An Aoutrou de Kerbalanek, enn hor c’hreiz, a ziskoueze d’eomp penaoz en em ganna ma ne c’houiemp ket, hag eno, d’an neac’h, e parkeier Kervrenn, e oue eur c’hrok euz ar re starta.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.286
Kavet e oa va c’hrog ganen, a gave din. Mes siwazh ! n’oan ket evit tizhout betek ennañ !
Kavet oa va c’hrog ganen, a gave d’ign. Mez siouaz ! n’oan ket evit tizout betek enn-han !
1878
Daveenn :
EKG.II
p.118
— Gortozit, gwazed, a lavare. Diwezhatoc’h, me a roio krog deoc’h ; bremañ omp re nebeut a dud. — Re nebeut ? Daoust ha Yann Pennorz amañ n’en deus-eñ ket e-unan diskaret, en un nozvezh, c’hwec’h soudard warn-ugent war hent-bras Lanhouarne ?
— Gortozit, goazed, a lavare. Divezatoc’h, me a roio krok d’eoc’h ; breman omp re nebeut a dud. — Re nebeut ? Daoust ha Ian Pennors aman n’en deuz-hen ket he-unan diskaret, enn eun nozvez, c’houeac’h soudard varnugent var hent braz Lanhouarne ?
1878
Daveenn :
EKG.II
p.101
— Paotred, hor breudeur a zo e krog ouc’h ar republikaned ; ha chom a raimp-ni amañ ? — Nann, nann, eme-ni a-unan, deomp a-raok !
— Paotred, hor breudeur a zo e krok ouc’h ar republikaned ; ha chom a raimp-ni aman ? — Nann, nann, eme ni a-unan, d’eomp araok !
1878
Daveenn :
EKG.II
p.15
Un torkad geot mat a welan, a zo krog ennañ da droc'hañ, goude n'eo ket c'hoazh korzennet. Aze, a-dra-sur, a zo bet plantet ul loen marv bennak.
Eun torkad ieot mad a welan, a zo krog enn-an da droc'han, goude n'eo ket c'hoaz korzennet. Aze, a dra zur, a zo bet planted eul loen maro bennag.
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1
An tri [b]ugelig a oa el liorzh o c’hortoz o breur. An archer a dapas krog enne hag o bountas er sal.
An tri vugelig a oa el liorz o c’hortoz o breur. An archer a dapas krog enne hag o boutas er zal.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 40, p.895 (Ebrel 1924)
[M]et kaer o devoa bet Bilzig hag an daou all stourm ouzh o mamm e oant bet tamallet hep abeg, Izabel a dapas krog en un tamm kordenn voan.
[M]et kaer an nevoa bet Bilzig hag an daou all stourm ouz o mamm e oant bet tamallet hep abeg, Izabel a dapas krog en eun tamm kordenn voan.
War an taol e sentis, ha bec'h dezhi ! Da gentañ, e tapis krog en ur choanenn hag, o vezañ graet ur groaz gant beg va c'hontell war gof an dorzh vara, e troc'his ur mellad tamm diouti. Goude-se, e faoutis ur pezhiad riblennad kig-moc'h du bet e-pad pemp pe c'hwec'h vloaz o vogediñ e kimin va mamm-guñv, hag ar c'harvanoù - va re-me - a yeas en-dro ken na zifindaone ! Ur pennad da c'houde, e stagis ar voutailh leun a win ruz ouzh va fenn ha bec'h ivez dezhi, da gas ar c'hig-sall hag ar bara kras da stankañ he genoù da'm bouzellenn vras!
War an taol e sentis, ha bec'h d'ezi ! Da genta, e tapis krog en eur chouanenn hag, o veza graet eur groaz gant beg va c'hontell war gof an dorz vara, e trouc'his eur mellad tamm diouti. Goude-ze, e faoutis eur peziad riblennad kig moc'h du bet e-pad pemp pe c'houec'h vloaz o vogedi e kimin va mamm-guñv, hag ar c'harvanou - va re-me - a yeas en dro ken na zifindaone ! Eur pennad da c'houde, e stagis ar voutailh leun a win ruz ouz va fenn ha bec'h ivez d'ezi, da gas ar c'hig sall hag ar bara kras da stanka he genou d'am bouzellenn vras!
Daveenn :
VALL
pg appréhender (saisir), arrêter (un voleur)
ober ur c'hrog war ub.
ober eur c'hrog war u. b.
1931
Daveenn :
VALL
pg apostropher (qqn)
Ret e oa naetaat « marchosi Augias », ha tapout krog e stur Kevredigezh Vreizh, ober ganti ul lestr bras da zougen Argonoted nevez Arvor o vont da glask ar c'hrev alaouret.
Ret e oa nêtaat « marchosi Augias », ha tapout krog e stur Kevredigez Vreiz, ober ganti eul lestr bras da zougen Argonoted nevez Arvor o vont da glask ar c'hreo alaouret.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.188
Tapit krog, mar plij, em skeudenn embannet e niverenn 36 « Al Liamm », ha sed aze dirazoc'h va zad heñvel-poch.
Tapit krog, mar plich, em skeudenn embannet e niverenn 36 « Al Liamm », ha sed aze dirazoc'h va zad heñvel-poch.
1954
Daveenn :
VAZA
p.18
Gervel a ris, huchal war ma den, redek dezhañ, tapout krog ennañ, hag e zegas d'al lec'h ma oa tud boet endeo en-dro d'ar plach'ig o krial.
2012
Daveenn :
DJHMH
p13
Frammet heñvel eo al liveadur, mentet heñvel an nev nevez ouzh ar chantele koshoc'hik ken e c'hall sell an arvester redek distroñs eus an eil penn d'egile. Padal, pa zeu boas al lagad e tap krog e meur a vunudenn gemm.
2013
Daveenn :
LLMM
Niv. 399, p. 16
An dra nemetañ ac'h eus ezhomm eo un tammig pennegezh da zont a-benn eus da grog.
2015
Daveenn :
EHPEA
p66
Berramzer war-lerc'h en doa unan bennak anvet Panoritis diskouezet beg e fri hag e oa aet ar c'hrog gantañ.
2015
Daveenn :
EHPEA
p375
Da c'houde e laka ar stourmerien o divrec'h da dremen dre zindan o divhar evit tapout krog e-barzh melloù-dorn, dornioù pe, d'ar gwashañ, ufernioù o c'hamaraded hag a zo a-dal dezhe.
2015
Daveenn :
DISENT
p95
Neuze e riskler, tortigellat a reer evel ur vuzhugenn kuit a reiñ krog d'ar boliserien.