Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Hollad an traoù a-istribilh ouzh ur c'hrog, a c'haller pakañ gant ur c'hrog. Ur c'hrogad teil. 2. Emgann. Ur c'hrogad gouren. [1954] A daolioù kanol ken ma findaone e stagas ar skouadrenn rusian koulz hag ar c’hreñvlec’h da hetañ dimp donedigezh vat, ha kredet ho pije e oa ur c’hrogad start war vor o paouez tarzhañ, rak gant kemend-all a herr e rae ivez cholori hol lestr [...]. 3. Pennad amzer diehan. Ur c'hrogad kousked. Evañ ur voutailhad en ur c'hrogad : hep distekiñ. A-benn ur c'hrogad, ur c'hrogad goude. & Tr. adv. A-grogadoù : a-vareadoù. HS. pennad, frapad. 4. Dre ast. [1985] Pennad-labour kalet. Ur gwall grogad e vo. [1985] Goulenn krogadoù taer digant an dougerien. 5. (db. poanioù, kleñvedoù prl.) Barrad. Ur c'hrogad. HS. reuziad, kaouad.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

En em voaz da drec’hiñ ennout pep semplaenn, pep brouezenn, pep sebezenn, pep krogad diegi, pep skuizhder, pep hiraezh, pep gourvenn, pep erez, pep kammdrivliad da galon, pep fallaenn da ene, pep treuzkammed da spered.

1924
Daveenn : SKET.II p.31

krogad ouzh unan er brezegenn

1931
Daveenn : VALL pg (rhétor.) apostrophe, bataille

gwall grogad ouzh

1931
Daveenn : VALL pg. attentat (à)

gwall grograd a-enep

1931
Daveenn : VALL pg. attentat (à)

A daolioù kanol ken ma findaone e stagas ar skouadrenn rusian koulz hag ar c’hreñvlec’h da hetañ dimp donedigezh vat, ha kredet ho pije e oa ur c’hrogad start war vor o paouez tarzhañ, rak gant kemend-all a herr e rae ivez cholori hol lestr ; unan ha kant tenn evit e Veurded, hag unan warn-ugent ouzhpenn da drugarekaat ar ganolierien war zouar, ha ne gomzan ket eus blejadeg fromus n’ouzon ket pet mil martolod rusian ha gall o krial a-heligentañ : Hurrah ! hurrah ! hurraaaaah ! ken ma ’z oant holl war var da vougañ, nag eus koagadeg an evned-mor o tarnijal a-vagadoù, spouronet gant an drouz hag ar moged.

1954
Daveenn : VAZA p.158

Tri miz 'zo emañ an dougerien o tiskuizhañ, ha ret eo o lezel adarre da voazañ ouzh o micher. Un nebeud devezhioù, hag e vo tu adarre da c'houlenn diganto krogadoù taer.

1985
Daveenn : DGBD p35

[...] ur reolenn-stur all a zo talvoudus e seurt krogadoù : lakaat ar feulster da zigreskiñ.

2015
Daveenn : DISENT p106

Ur ger a-dreuz ha setu kollet ar c'hrogad ganeoc'h rak a-drugarez d'ar ger-se e vo tu dezhe tamall deoc'h bezañ feuls ha dichek.

2015
Daveenn : DISENT p139

Kontañ a reas eus e grogadoù gounezet hag e tapas krog e divrec'h Kathrine ha diskouez dezhi un nebeud krogoù.

2023
Daveenn : DREAM p.41

Ofis publik ar brezhoneg