Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. (dirak an ar. e, gant, heuliet gant un ak.) A. (db. an dud, an traoù) 1. O kregiñ (en ub., udb.). Krog e oa ar vugale en o mamm. Krog eo ar c'hi ennañ. Krog eo en e falc'h, en e fuzuilh. [1877] Va c’hrediñ a c’hellit, n’eus ket bet biskoazh falloc’h soudarded, ha n’eo ket hep souezh, rak an darn vuiañ anezho n’oant bet biskoazh krog e fuzuilh ebet. [1924] Amzer n’en devoa ket bet da sellet en-dro dezhañ, ma oa Gargam krog en e golier. 2. Dre ast. (db. an oad) Bezañ krog e : bezañ o kregiñ gant. [1954] Krog e oa en he femzek vloaz ha pevar-ugent, met tamm ebet ne oa en he bugaleaj. B. Dre skeud. 1. Bezañ krog gant al labour : bezañ o kregiñ d'e ober. N'emeur ket krog gant ar mediñ. 2. Bezañ krog en udb. : bezañ sur d'e gaout. Bremañ eo krog en e arc'hant. & Bezañ krog en e labour : bezañ da vat o labourat. 3. Trl. (db. an dud) Bezañ krog ar c'hwil en ub. : bezañ kouezhet an dichañs warnañ. & Bezañ krog an tan en e benn : bezañ tommet e spered enep ub., udb. & Bezañ krog ar big en he skouarn, bezañ krog ar gelienenn dall en ub. : bezañ gant ar c'hoant dimezin. & Bezañ krog ar c'hi du en ub. : kemer gwarizi ouzh e wreg. & Petra zo krog ennañ ? : petra a c'hoarvez gantañ ? & Ent krenn (db. an dud) Bezañ krog : bezañ da vat gant udb. Pa vezont krog ne ziskrogont ket. 4. (db. ar c'hleñvedoù, ar poanioù, ar santadurioù, ar santadoù, h.a.) Deuet (en ub.). Krog e oa ar c'hlaz en e c'har. Naon du zo krog ennañ. Ar c'hoant c'hoarzhin a oa krog enno. Krog e oa ar garantez en e galon. II. A. 1. (dirak an ar. da heuliet gant un av. pe impl. e-unan) O kregiñ da (ober udb.). Krog eo an avaloù da vreinañ. Krog eo ar glav d'ober. N'eo ket krog ar paotrig da vont d'ar skol c'hoazh. [1954] [...] pe du adarre, evit an intañvezed hepken hag ar gwragez krog mat da vont war an oad. [1954] [...] darn all gant ur sae vastaret e[n]-dro dezho evel hini ur c’hrouadur nevez-grog da gerzhout. [1954] Va Doue ivez 'ta gant homañ ! krog eo adarre merc'h Sapeur da zougen kañv d'he bramm kentañ ! & Krog eo an hent da ziskenn : da vezañ war ziskenn. 2. Bezañ krog ganti : bezañ o kregiñ da ober udb. Krog oc'h ganti ? B. (hep ak. na av. d'e heul, db. an dud, an traoù) 1. Deraouet. Krog eo an diskenn. Krog eo an eost. Krog eo ar skol. [1954] E porzh bihan ar skolaj e oamp, e-kichen ar chapel ; krog ’oa dija an ofis, ha klevout a raen va c’henskolidi o kanañ O Salutaris [...]. 2. Deraouet da vezañ, d'ober udb. Krog eo ar pour. Krog eo an tan : kroget eo da zeviñ. Krog out adarre ? : kroget out da labourat adarre ? 3. Dizoare Bezañ krog : o kregiñ da vezañ dougerez.

Exemples historiques : 
32
Masquer la liste des exemples

krog en

1732
Référence : GReg pg épris (ise, saisi, pris)

kroget eo, krog eo, an amourousded ennañ

1732
Référence : GReg pg (il est) épris (d'amour)

krog ennañ

1732
Référence : GReg pg épris (ise, saisi, pris)

Evidon-me a gar va zud, va yezh, va bro / Ha kement zo enni : reier, brug ha derv, / Me zo gwelloc'h ganen gwelet an heol e Breizh, / Klevet trouz ar mor don o krozañ a-hed an deiz, / Bezañ paour, reuzeudik ken a rankin mervel, / Eget bezañ eürus en ur vro all a-bell, / Ma ve ret din eno mougañ ar garantez / A zo krog em c'halon, evel tan ur fornez.

1867
Référence : MGK p21

tud, c'hwi holl en em gar, Breizhiz eus a bep bro, en em garit bepred, na vezit ket hedro ! E liorzh ar bed poanius, boked ar garantez a vez, seul vui eo kozh, kaeroc'h-kaerañ bemdez. En em harpit noz-deiz, an eil hag egile, ha ne skuizhot en hent, kaer ho pezo bale ; nad it ket eus ho pro, nad it ket pell da gantreal, gant aon na ve anken en hent ouzh ho kedal. Evidon-me a gar va zud, va yezh, va bro ha kement zo enni : reier, brug ha derv, me zo gwelloc'h ganin gwelet an heol e Breizh, klevet trouz ar mor don o krozañ a-hed an deiz, bezañ paour, reuzeudik ken a rankin mervel, eget bezañ eürus en ur vro all a-bell, ma ve ret din eno mougañ ar garantez a zo krog em c'halon, evel tan ur fornez.

1867
Référence : MGK p21

Ar fur war-c'hed atav, ha graet gantañ e bak, / Atav zo krog er stur, / Dre m'en deus a-bell zo en em gelennet mat, / Eo ret dezhañ mervel abred pe ziwezhat.

1867
Référence : MGK p.100

A-barzh nemeur goude e weljot o tont ar martolod kozh, e vouc’hal war e skoaz ; gant e zorn dehou e oa krog en he zroad, ha gant e zorn kleiz e talc’he, dre ruilhenn e golier, e gi Turk a harzhe, a yude hag a lamme dre ma sante, e-feson, un dra bennak er c’halatrez.

1877
Référence : EKG.I. p.138

Va c’hrediñ a c’hellit, n’eus ket bet biskoazh falloc’h soudarded, ha n’eo ket hep souezh, rak an darn vuiañ anezho n’oant bet biskoazh krog e fuzuilh ebet.

1877
Référence : EKG.I. p.309

— Ya, Filip, darbet eo din kouezhañ. Te ac’h eus graet ur sachadenn warnon en ur gregiñ en da soudard. Bremañ on krog mat adarre ; dalc’h mat ivez.

1877
Référence : EKG.I. p.306

P’edon krog en trede alc’houez, e liviris adarre ouzhin va-unan : Yann Pennorz, amañ ez ez da c’hoari da vuhez.

1878
Référence : EKG.II p.122

Tan-gwall - Ar pemzek deus ar miz-mañ, an tan a zo bet krog en ti an itron Pichon. ‘Barzh ar c’hrignol eo e krogas, da gentañ, o teviñ bernio[ù] greun a oa bet lakaet eno. Ac’hane e savas dre an doenn hag e tiskaras ane[zh]i. Gallet e [v]oe harz ane[zh]añ da grigiñ ‘barzh an tier all. Be[z]añ zo bet, koulskoude, meur a goll.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

krog out ?

1909
Référence : BROU p. 220 (arroché ; adjectif de situation, krog out ? Tiens-tu bien ?)

Houmañ goustadik a chachas ar paotr betek enni, Mad[a]len ha Yannig a oa krog en he davañjer, Katellig a oa kousket en he c’havell [.]

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.813 (Miz Genver 1924)

Pep hini a oa krog : mat per an aotrou person.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

Bilzig, ankouaet ’ta gantañ e le, un devezh, brav an amzer anezhi, aet Izabel en hent, Katellig war e skoaz, Yannig krog en e zorn, ha Madelen war e lerc’h, ac’h eas d’an traezh.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.864 (Miz Meurzh 1924)

Amzer n’en devoa ket bet da sellet en-dro dezhañ, ma oa Gargam krog en e golier. — Ac’hanta ’ta, paotr, tizhet out ! Kroc’hen kurunoù !…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 45, p.1067-1068 (Gwengolo 1924)

Houp ! ul lamm hag eñ war an hent. Tennet a boan ! Evurus !… Met petra, petra ? Drign ! drign ! baoñ ! baoñ ! ar gastolorenn a lamm war e lerc’h, eus an eil maen d’egile. Ha Pipi da redek. Houp ! houp ! met ar gastolorenn daonet, krog en e lost, ne zistage ket. Houp ! houp ! d’an daoulamm-ruz hag ar vugale war e lerc’h o youc’hal. Ar vein a fron en-dro dezhañ. Buan, buanoc’h c’hoazh !… Pipi diot-nay… Pelec’h ec’h a ?… Drign ! drign !

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1030 (Gouere-Eost 1924)

Bilzig a deuas war diaraog ar vag, ha chachañ a reas goustadik war e bos : an eor a oa krog mat er garreg.

1925
Référence : BILZ2 p.145

— Daoust hag hi a vefe krog en ur garreg bennak ?

1925
Référence : BILZ2 p.109

krog

1931
Référence : VALL pg allumer

E-touez an neuzioù dindanvor emeur krog da zizoleiñ bremañ, ez eus kalz anezho o tennañ d'an traoniennoù a anavezomp war an douar.

1943
Référence : TNKN p13

Ar mab henañ, Aleksander, a oa krog da labourat ivez war al lizherennadeg.

1944
Référence : EURW.1 p85

Lavaret am eus a-raok, e oan krog a-vihanik da rimal brezhoneg, goude ma’m boa lennet dre chañs ar « Barzhaz Breizh » ha « Bombard Kerne ».

1944
Référence : EURW.1 p.100

E porzh bihan ar skolaj e oamp, e-kichen ar chapel ; krog ’oa dija an ofis, ha klevout a raen va c’henskolidi o kanañ O Salutaris ; eus dor ar sekretiri e teue d’am bete c’hwezh an ezañs, ha santout a ran c’hoazh war va muzelloù blaz c’hwerv an delienn lore na baouezen ket da grignat en ur sellout ouzh ar paour kaezh den a droe kein din pa felle dezhañ torchañ e zaoulagad gant e gildorn.

1954
Référence : VAZA p.66

En eneb d’an du-kañv-se, pa brene ur vaouez ar mouchouer bras gant pimpilhoù hir ha rodellet a dlee padout outi ha marteze ouzh he merc’h o buhez-pad, evel-just e tibabe al liv a gare, rak kavout a rae er stalioù n’eus forzh pere, an eil lintrusoc’h eget egile : mouchoueroù ruz-tan, glas-dour, gell damruz, glas-mor, liv al ludu, mouk, ha zoken gwenn-sin pe du adarre, evit an intañvezed hepken hag ar gwragez krog mat da vont war an oad.

1954
Référence : VAZA p.31

Graet e oa bet din mont d’am gwele evel boaz, ha daoust din da stourm ouzh ar c’hoant kousket, krog e oan da vorediñ pa ziredas va zad d’am bete.

1954
Référence : VAZA p.44

Evit va c’hel[o], fromet e vezen dreist-holl gant an « inosanted », pikoloù kanfarded diarc’hen ha diskabell, lart ha kreñv da welout, a-wechoù gant barv hir ha louet, darn hanter noazh, darn all gant ur sae vastaret e[n]-dro dezho evel hini ur c’hrouadur nevez-grog da gerzhout.

1954
Référence : VAZA p.54-55

Plijout a rae dezhi moarvat ober ur wech an amzer ur c'hofad gouelañ, ha Biz Kamm, daoust ha ma veze ar peurliesañ ken dibreder hag ur vi nevez dozvet, a lavare neuze, ur sac'had droug ennañ : « Va Doue ivez 'ta gant homañ ! krog eo adarre merc'h Sapeur da zougen kañv d'he bramm kentañ ! »

1954
Référence : VAZA p.12

Krog e oa en he femzek vloaz ha pevar-ugent, met tamm ebet ne oa en he bugaleaj.

1954
Référence : VAZA p.13

Ha pa fell din, goude dijuni, mont da ober un azez war ar pont, n'eus douetañs ebet mui : krog eo an droug-mor ennon.

1985
Référence : DGBD p10

A-benn neuze emañ pep tra en e blas evit ma fazife an enebourien, evel ma c'hoarvezas e 2009 e Strasbourg da geñver emvod meur an OTAN, pa oa krog ar boliserien da vont e ti an dud evit kemer digante ar bannieloù peoc'hus a oa bet staget ouzh ar pondalezioù-diavaez.

2015
Référence : DISENT p146

Marteze peogwir emaomp etre an div. Etre luziasenn girri ar beure hag a zo echu ha hini an enderv ha n'eo ket krog c'hoazh.

2015
Référence : EHPEA p17

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux