Télécharger les mots parents diguzhañ diguzhat kuzhiadell kuzhidigezh
hem guzet
"Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv; ar-re-se kalonek ne vezent diwezhat, da herzel ouzh pep droug ha da ober pep mad; marv int pell a zo, hag e-kreiz o bezioù, ouzh ho kwelet diskiant, poultrenn o relegoù, o eskern o stekiñ dindanoc'h a lavar; ez oc'h tud digalon, tud dall ha tud bouzar. Evel ur reverzhi, droug ar bed o sevel a ya en ho kwazied, ho laka da vervel; ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dishegar, savet da gontammiñ pep mad zo war an douar; genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro; ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh. Hama, a-barzh nemeur, e vo bec'h hag enkrez : ha penaos ne ve ket ? Pep droug a zo meulet; hiriv an den fallakr zo ar gwellañ deuet. An nebeudig re vat, flastret gant ar re fall, a rank mont da guzhet evit en em ziwall."
Bremañ ez eus savet war ar Forn, evit he reiñ da anaout d’al listri, un tour-tan hag a zo ennañ sklerijenn, evel ur c’houlaouenn vras-vras, a sav hag a ziskenn, a en em ziskouez hag en em guzh, evel ur bugel o c’hoari koukoug a-dreñv kein e vamm. Neuze n’oa ket an traoù er c’hiz-se ; neuze n’oa netra war roc’h ar Forn hag e ranked he c’hlask, en noz, mar doa c’hoant d’he c’haout.
Deuet e oamp zoken da sevel kenetrezomp ur seurt « breuriezh » dizalc'h, o tiwall ouzh evezh ar vestroù muiañ ma c'hellemp, o kuzhat outo er c'hornioù teñvalañ, o kemerout an tec'h e-pad ar baleadegoù evit mont da zibriñ bara amann ha da evañ jistr er mereurioù, en ur ger, ur vandenn baotred amsent, ne oa ket tu da zont a-benn anezho dre vrav.
Al loar a oa o vont da guzhat a-dreñv Menez Troboa.
- « Dios mio ! » pebezh rann-galon ! Esmae en he mouezh. Stouet he doa Palmira he fennig du da guzhat he dremm etre he daouarn maneget.
Vas iniquitatis... Ar Vleunienn o kuzhañ an Naerenn..(.)
Pa rankont treuziñ an dour e vije lavaret ne fell ket dezho bezañ gleb, rak n'eo ket mont en dour, evel ma ra ar pesked all a reont, hogen mont a-lammoùigoù war an dour, harpet war o angelloù ledan, ha buan adarre da guzhat en o douarenn lec'hid, en tu all d'ar ganol.
Kuzhat a ra he dremm en he daou zorn ha hejet eo he divskoaz gant an difronkadennoù.
Moarvat eo kuzhet o dremm dindan o zokarn gant un erien : skeudenn vodern un nerzh n'eo ket mui nerzh an dud...
"Setu tout?" a c'houlennan outi dipitet hag emaon o fardañ mont outi rak diskrediñ a ran emañ o klask kuzhat un dra bennak ouzhin.
Mots précédents
Mots suivants
kuzh-dorn