Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
4
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k. A. V.k.e. 1. Lakaat (ub., udb.) en ul lec'h evit ma ne vo ket kavet ; tennañ (ub., udb.) a-zindan daoulagad an dud. Kuzhat udb. en un tu bnk. Kuzhat udb. ouzh ub., ouzh daoulagad ub. An alc'hwez a oa kuzhet ouzh daoulagad an dud. Kuzhat repuidi. 2. Dre skeud. Chom hep diskuliañ, disklêriañ udb. Fellout a rae dezho kuzhat o drougober. Kuzhat udb. da, ouzh ub. Arabat e oa klask kuzhat netra outañ. & Trl. Kuzhat ar pod : kuzhat ar pezh a venner ober evit gwir. HS. skoachañ. ES. diskoachañ, diskuliañ, dizoleiñ. B. V.k.d. KUZHAT WAR UB., UDB. : chom hep lavaret ar wirionez diwar e benn. Ar wreg he doa kuzhet war he gwaz hag he mab. Kuzhat war an dorfedourien. II. V.g. 1. (db. an dud) Ober diouzh ma ne vior ket gwelet, kavet ; klask bod, repu en ul lec'h bnk. Mont da guzhat. Kuzhat diouzh ar vac'homerien. Ul lec'h brav da guzhat. 2. (db. an heol, al loar) Mont diwar wel, diskenn a-is rizenn an dremmwel. Aet an heol da guzhat, deuet an noz en un taol. Prestik e kuzho al loar. & Trl. skeud. Ne guzh ket al loar en e c'henoù : n'eo ket sot. III. V. em. EN EM GUZHAT : kuzhat, mont da guzhat. Lazhet e vo ne vern petra a ray evit en em guzhat. En em guzhet eo ouzh ar soudarded a oa war e lerc'h. [1877] Eno e oa aesoc’h dezhañ en em guzhet, hag ac’hano e oa aesoc’h dezhañ tec’het, mar en em gavje bec’h warnezhañ, rak koadoù a yoa a-dro-war-dro.

Skouerioù istorel : 
72
Kuzhat roll ar skouerioù

kuzhat

1499
Daveenn : LVBCA p128 (mucier, cachier)

kuzhet

1499
Daveenn : LVBCA p128 (mucie)

kuzhet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg caher, celer, nier

kuzhañ a ra an heol

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (le) soleil (se couche)

kuzh pe kuzhañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cuz (pe) cuza

kuzhat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg caher

kuzhat en douar

1659
Daveenn : LDJM.1 pg enfouir

kuzhañ en douar

1732
Daveenn : GReg pg enfouïr (cacher en terre)

Pell amzer zo aba'z eo kuzhet.

1732
Daveenn : GReg pg fugitif (Il est depuis long-temps fugitif.)

kuzhet

1732
Daveenn : GReg pg cacher, (se) cacher

kuzh

1732
Daveenn : GReg pg cacher, (se) cacher

kuzhiñ

1732
Daveenn : GReg pg cacher

kuzhet

1732
Daveenn : GReg pg cacher

kuzhat

1732
Daveenn : GReg pg cacher

kuzhet

1732
Daveenn : GReg pg cacher

kuzho

1732
Daveenn : GReg pg cacher

kuzhiet

1732
Daveenn : GReg pg cacher

em guzhet

1732
Daveenn : GReg pg (se) cacher

em guzhiñ

1732
Daveenn : GReg pg (se) cacher

kuzhet eo

1732
Daveenn : GReg pg (il s'est) caché

em guzhet en deus

1732
Daveenn : GReg pg (il s'est) caché

aet eo da guzh

1732
Daveenn : GReg pg (il s'est) caché

aet eo da guzhet

1732
Daveenn : GReg pg (il s'est) caché

aet eo da guzh

1732
Daveenn : GReg pg (il s'est) caché

aet eo da guzh

1732
Daveenn : GReg pg (il s'est) caché

kuzhet un dra

1732
Daveenn : GReg pg celer (tenir quelque chose cachée, se taire sur une chose, la nier)

aet eo da guzhiñ

1732
Daveenn : GReg pg (il s'est) caché

kuzhañ un dra

1732
Daveenn : GReg pg celer (tenir quelque chose cachée, se taire sur une chose, la nier)

an dud avarisius, o vezañ ma ez eo stag o c'halonoù ouzh an douar, a guzh alies ho zeñzorioù en douar

1732
Daveenn : GReg pg (les avares) enfoüissent (leur trésors en terre)

ez a an heol da guzh, kuzhet eo

1732
Daveenn : GReg pg (le soleil se) couche (il est couché)

hem guzet

1732
Daveenn : GReg pg (se) couvrir (se cacher)

em guzhiñ

1732
Daveenn : GReg pg (se) couvrir (se cacher)

em guzhet

1732
Daveenn : GReg pg (se) couvrir (se cacher)

Kuzhit an dra-mañ en un tu bennak

1850
Daveenn : GON.II pg kuza, kuzat

E guzhet en deus en e askre.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg askré (Il l'a caché dans son sein).

E guzhet en deus en e vrennid.

1850
Daveenn : GON.II pg brennid (Il l'a caché dans son sein).

kuzhit ho tiadreñv

1850
Daveenn : GON.II pg diadré, diadréñ

kuzhit ar c'hig-se, doñjerus eo

1850
Daveenn : GON.II pg doñjeruz

na c'heller mui kuzhañ e follentez

1850
Daveenn : GON.II pg folleñtez

kuzhet

1850
Daveenn : GON.II pg gôlôet, pg klôzennek

kuzhañ

1850
Daveenn : GON.II pg tua, tui

kuzhat

1850
Daveenn : GON.II pg kuza, kuzat

N'hellan ket e guzhañ ouzoc'h

1850
Daveenn : GON.II pg kuza, kuzat

It da guzhañ

1850
Daveenn : GON.II pg kuza, kuzat

kuzhiñ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kuza, kuzat

kuzhet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kuza, kuzat

"Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv; ar-re-se kalonek ne vezent diwezhat, da herzel ouzh pep droug ha da ober pep mad; marv int pell a zo, hag e-kreiz o bezioù, ouzh ho kwelet diskiant, poultrenn o relegoù, o eskern o stekiñ dindanoc'h a lavar; ez oc'h tud digalon, tud dall ha tud bouzar. Evel ur reverzhi, droug ar bed o sevel a ya en ho kwazied, ho laka da vervel; ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dishegar, savet da gontammiñ pep mad zo war an douar; genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro; ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh. Hama, a-barzh nemeur, e vo bec'h hag enkrez : ha penaos ne ve ket ? Pep droug a zo meulet; hiriv an den fallakr zo ar gwellañ deuet. An nebeudig re vat, flastret gant ar re fall, a rank mont da guzhet evit en em ziwall."

1867
Daveenn : MGK p2

Un neizh eostig 'oa e vaner ; bemnoz, bemdez e kaned eno ; pa dave an tad e save mouezh ar vugale, ha klevet a ran c'hoazh unan eus e verc'hed o kanañ ker flour : "Peger kaer eo Kerzaoulaz, Pa zeu an noz da guzhat, Er gwez pa vez an delioù glas, Pa vez skedus ar stered ! "

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VIII

Evit en em ginklañ, ne c'hell ket dont a-benn / Da guzhet ar frailhoù a skarnil he c'hroc'hen, / A zo roudennet don gant ivin an amzer, / A gar krabanata pep tra ha merc'hed kaer.

1867
Daveenn : MGK p57

En em guzhet a ra en ur c'hraou ejened.

1867
Daveenn : MGK p42

Bremañ ez eus savet war ar Forn, evit he reiñ da anaout d’al listri, un tour-tan hag a zo ennañ sklerijenn, evel ur c’houlaouenn vras-vras, a sav hag a ziskenn, a en em ziskouez hag en em guzh, evel ur bugel o c’hoari koukoug a-dreñv kein e vamm. Neuze n’oa ket an traoù er c’hiz-se ; neuze n’oa netra war roc’h ar Forn hag e ranked he c’hlask, en noz, mar doa c’hoant d’he c’haout.

1877
Daveenn : EKG.I. p.226

N’eus forzh penaos, an Aotrou de la Marche a dec’has da vihanañ, rak n’en doa ket a c’hoant e vije skuilhet evitañ ur berad zoken eus a [w]ad e vugale, hag a yeas da guzhet da di an Itron Jegou du Laz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.15

Mes penaos [e] raimp evit kas an Aotrou Poullaoueg d’al lestr, ha gellout her c’huzhet ouc’h ar valtouterien ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.215

Daoulinet int etre ar mor-bras a ya hag a deu a-zindan o zreid ha toenn koumoulek [sic] an [n]eñv a guzh anezho ouc’h daoulagad ar sitoianed...

1877
Daveenn : EKG.I. p.100

Eno e oa aesoc’h dezhañ en em guzhet, hag ac’hano e oa aesoc’h dezhañ tec’het, mar en em gavje bec’h warnezhañ, rak koadoù a yoa a-dro-war-dro.

1877
Daveenn : EKG.I. p.16

En he c’hichen, kelc’h[i]et gant ur c'harzh skav eus un tu, eus un tu all gant ur voger : ar pres[b]ital ; an ti, savet e-kreiz al liorzh, a guzh e fasadenn wenn dindan delioù ur wezenn fiez.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924) ("eus un tu" & "fasadenn wenn didan deliou..." reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845).

Laka evezh na rafes bemdez an div emwalc’hadenn gourc’hemennet gant al Lezenn, ar gentañ a-barzh ma tarzho an heol hag an eil pa ’z ay da guzh.

1924
Daveenn : SKET.II p.26

Hag evit kuzhet an tammig krenidienn galon a c’hlebie e zaoulagad, Saig a c’hrozmolas : « Bilzig, na goll ket an nord ! », hag e chik gant un taol teod eus e jod dehou en em gavas peg eus e hini kleiz. Ur grañchadenn.

1925
Daveenn : BILZ2 p.167

Mont da laerezh avaloù : mont da guzhat ar godelladoù dindan ur bern delioù kras, da « bezelliñ ».

1944
Daveenn : EURW.1 p25

Ur wech m'oc'h diskennet diwar ar c'hrec'h, e tigouezhit gant ur bouchad gwez derv bodennek a guzh ouzh ar sell chapel vras Sant-Weltaz hag he feunteun santel.

1944
Daveenn : EURW.1 p17

Deuet e oamp zoken da sevel kenetrezomp ur seurt « breuriezh » dizalc'h, o tiwall ouzh evezh ar vestroù muiañ ma c'hellemp, o kuzhat outo er c'hornioù teñvalañ, o kemerout an tec'h e-pad ar baleadegoù evit mont da zibriñ bara amann ha da evañ jistr er mereurioù, en ur ger, ur vandenn baotred amsent, ne oa ket tu da zont a-benn anezho dre vrav.

1944
Daveenn : EURW.1 p43

Al loar a oa o vont da guzhat a-dreñv Menez Troboa.

1944
Daveenn : ATST p.66

- « Dios mio ! » pebezh rann-galon ! Esmae en he mouezh. Stouet he doa Palmira he fennig du da guzhat he dremm etre he daouarn maneget.

1949
Daveenn : SIZH p.58

Vas iniquitatis... Ar Vleunienn o kuzhañ an Naerenn..(.)

1949
Daveenn : SIZH p.48

Soñjal er preizhata, hogen arabat eo deoc'h : / Kuzhet re vat ez eo evit ma 'z ay ganeoc'h.

1960
Daveenn : PETO p49

An nep a glaskit ' zo kuzhet / 'N un ti bet gantañ diuzet, / Hini un tieg... Pêr an Hir... / Hor maer gwechall... Ha se zo gwir.

1960
Daveenn : PETO p40

N'emañ ket, d'am meno, o tareviñ freuz ; / Ne venn, o kuzhat, 'met mirout e vuhez. / Amañ kuñv ha sioulik, ' vez atav dezhañ, / Ha ne glever morse nep droug anezhañ.

1960
Daveenn : PETO p37

Heñvel ouzh ul loen gouez / E vi kuzhet er strouezh, / Dare, kerkent ma klevi mouezh, / Mouezh yen da enebourien griz.

1960
Daveenn : PETO p21

Pa rankont treuziñ an dour e vije lavaret ne fell ket dezho bezañ gleb, rak n'eo ket mont en dour, evel ma ra ar pesked all a reont, hogen mont a-lammoùigoù war an dour, harpet war o angelloù ledan, ha buan adarre da guzhat en o douarenn lec'hid, en tu all d'ar ganol.

1985
Daveenn : DGBD p59

Kuzhat a ra he dremm en he daou zorn ha hejet eo he divskoaz gant an difronkadennoù.

2015
Daveenn : EHPEA p66

Moarvat eo kuzhet o dremm dindan o zokarn gant un erien : skeudenn vodern un nerzh n'eo ket mui nerzh an dud...

2015
Daveenn : DISENT p94

"Setu tout?" a c'houlennan outi dipitet hag emaon o fardañ mont outi rak diskrediñ a ran emañ o klask kuzhat un dra bennak ouzhin.

2015
Daveenn : EHPEA p74

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial