Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Diskuliañ. Diguzhañ d'an dud ar pezh zo kuzhet outo. 2. Dizoleiñ, diskouez. Lemel a reas maskl ar glaouer ha diguzhañ e zremm. II. V.g. 1. Dont war wel. [1923] [D]u-mañ du-hont eus goueled ar mor e tiguzhas ur c’herreg bennak [...]. 2. Dont er-maez eus ur guzhiadell. Diguzhañ a reont. HS. dibuchañ. HS. difourkañ, diskoachañ.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Hepdale, du-mañ du-hont eus goueled ar mor e tiguzhas ur c’herreg bennak ma tarzhas outo an tonnoù oc’h eonenniñ, hag e voe tro enezennoù a c’hlazennas hag en em c’hourizas a skoselloù.

1923
Daveenn : SKET p.29

An darempredoù ouzh an dud estren o deus kreñvaet er vroidi, dreist-holl er verdeidi hag er varc’hadourien, ar boaz da ziguzhat diwar ar c’hentañ sell tro-spered an dud m’o devez d’ober ganto.

1923
Daveenn : SKET p.102

Diguzhañ

1923
Daveenn : SKET p.170, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Apparaître, se montrer, surgir (en parl. de qlq chose de caché)".

diguzhañ, diguzhat

1923
Daveenn : SKET p.170, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Révéler, découvrir ce qui est caché".

diguzhat

1931
Daveenn : VALL pg (s') accuser (faire paraître)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial