I.
1. Tra lavaret gant den pe zen, gant an dud.
Ne oa o lavaredoù nemet gevier. Ne c'haller ket enrollañ an holl lavaredoù a glever e Breizh.
2. Bomm-lavar savet diwar gerioù dibabet pizh hag urzhiet gant aket.
Plijout a rae dezhañ distagañ lavaredoù.
DHS. krennlavar.
II.
1. Bomm, aridennad bommoù-lavar a dalvez da c'heriañ tra pe dra.
Lavaredoù a sevended.
2. Yezhon.
Frazenn, aridennad frazennoù a seller outi, outo hep lakaat an ezteuler anezhi, anezho e penn-kont.
Gwelloc'h e vefe lakaat an adverb-se e deroù al lavared.