1. Mennozh eztaolet dre ar gomz.
Lavarennoù e genvreur el lakaas diaes.
HS. komz, lavar, lavared.
&
Lavarenn-stur : ger-stur, sturienn.
2. Tro-lavar, troienn.
3. Yezhad.
Unvez prezeg a c'hall c'hoarvezout eus ur frazenn eeun pe mont d'ober ur rann eus ur frazenn gemplezh.
Lavarenn dizalc'h : a c'hall c'hoarvezout eus ur frazenn anezhi he-unan.
&
Lavarenn kenurzhiet : zo ereet ouzh unan all dre ur stagell genurzhiañ.
&
Lavarenn gennet : zo lakaet etre div gevrenn eus ul lavarenn all ha disrannet diouti gant daou skej.
Keñveriañ : a) e-touez ar C’hresianed, mojenn an Huperborean Abaris en dije ergerzhet ar bed war saezh Apollo, o yac’haat ha glanaat an neb ma stoke outañ ar benveg doueel en ur rannañ al lavarennoù dleet ; b) [...].
Kenveria : a) e-touez ar C’hresianed, mojenn an Huperborean Abaris en dije ergerzet ar bed war saez Apollo, o yac’haat ha glanaat an neb ma stoke outan ar benveg doueel en eur ranna al lavarennou dleet ; b) [...].