Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Mennozh eztaolet dre ar gomz. Lavarennoù e genvreur el lakaas diaes. HS. komz, lavar, lavared. & Lavarenn-stur : ger-stur, sturienn. 2. Tro-lavar, troienn. 3. Yezhad. Unvez prezeg a c'hall c'hoarvezout eus ur frazenn eeun pe mont d'ober ur rann eus ur frazenn gemplezh. Lavarenn dizalc'h : a c'hall c'hoarvezout eus ur frazenn anezhi he-unan. & Lavarenn kenurzhiet : zo ereet ouzh unan all dre ur stagell genurzhiañ. & Lavarenn gennet : zo lakaet etre div gevrenn eus ul lavarenn all ha disrannet diouti gant daou skej.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Ne zeuent ket evel hiziv, da heul goursav e-kreiz lidoù-gouel pe emgann, pe da frouezh hirstudi, lavarennoù-hud, karmoù, breoù, strobinelloù.

1923
Daveenn : SKET p.76

"lavarenn" gg.

1923
Daveenn : SKET p.182, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "formule".

"lavarenn" gg.

1924
Daveenn : SKET.II p.133 « Geriadurig », "Formule".

Keñveriañ : a) e-touez ar C’hresianed, mojenn an Huperborean Abaris en dije ergerzhet ar bed war saezh Apollo, o yac’haat ha glanaat an neb ma stoke outañ ar benveg doueel en ur rannañ al lavarennoù dleet ; b) [...].

1924
Daveenn : SKET.II p.60, Notenn 1

Kontañ a reas dezhañ penaos o doa "c'hoariet" da-geñver o nozvezh eured, evel ma rae eus an dra-se, ha goulenn a reas Morgen petra 'dalveze al lavarenn-se, pezh a voe lavaeret dezhañ gant Kathrine.

2023
Daveenn : DREAM p.36

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial