Référence :
SKET
p.183, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » " Tueur, meurtrier".
Talvezet em eus o marv d’al lazherien ha se eo a voe pennabeg din da vont en harlu.
Talvezet em eus o maro d’al lazerien ha ze eo a voe penn-abeg d’in da vont en harlu.
1923
Référence :
SKET
p.22
Diwallour ar C’huzh-heol, doñvaer miled euzh, lazher bleizi, trec’hour n’hall den e drec’hiñ, dit e roin va buoc’h a zo bet an doueed maget gant he laezh.
Diwallour ar C’huz-heol, donvaer miled-euz, lazer bleizi, trec’hour n’hall den e drec’hi, d’it e roïn va buoc’h a zo bet an doueed maget gant he laez.
1923
Référence :
SKET
p.36
Ar stroñsadennoù a zeuas da vezañ stankoc'h-stankañ ; war douaroù digompez e ruilhemp bremañ. Tremen a rejomp e-biou d'un torkad hentoù-kev, ha dizale ar marc'h-du a erruas e Taraskon, bro Tartarin, Tartarin meur, roue al lazherien leoned !
Ar stroñsadennou a zeuas da veza stankoc'h-stanka ; war douarou digompes, e ruilhemp bremañ. Tremen a rejomp ebiou d'eun torkad hentou-keo, ha dizale ar marc'hdu a erruas e Taraskoñ, bro Tartarin, Tartarin-meur, roue al lazerien leoned !
1929
Référence :
SVBV
p11
Roit pardon d'ho lazherien, / Heuilhit skouer ar gaezh verzherien / ' Gemer perzh e gloazioù Jezuz, / 'Vit ma vleunio kaer, un devezh, / Peoc'h karadek c'hoazh a-nevez / En hon traoñienn ken enkrezus.
Roit pardon d'ho lazerien, / Heuilhit skouer ar gêz verzerien / ' Gemer perz e gloaziou Jezuz, / 'Vit ma vleunio kaer, eun devez, / Peoc'h karadek c'hoaz a-nevez / En hon traonienn ken enkrezus.
1960
Référence :
PETO
p82-83
Lazher laosk, eus an digarañ, / Rak dit ivez neb ' ro bara / Ne fazior da ziskarañ.
Lazer laosk, eus an digara, / Rak dit ivez nep ' ro bara / Ne fazior da ziskara.
1960
Référence :
PETO
p40
Bremaik, pa zeuy ar C'hallaoued / En-dro gant ar re 'm eus gwerzhet / D'o stlejañ ganto d’ar gaoued, / En abeg d'ar pezh zo berzet, / Ha da c'houzañv marv kalet, / 'Tre daouarn ruz al lazher tud, / Kalz spontusoc'h ' vin-me chalet / O peurlonkañ an evaj put.
Bremaik, pa zeuy ar C'hallaoued / En-dro gant ar re 'm eus gwerzet / D'o stleja ganto d'ar gaoued, / En abeg d'ar pez 'zo berzet, / Ha da c'houzañv maro kalet, / 'Tre daouarn ruz al lazer tud, / Kalz spontusoc'h ' vin-me chalet / O peurlonka an evaj put.