Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den zo e vicher lazhañ loened en ul lazhti. Ul lazher moc'h. HS. boser. 2. Den a lazh, en deus lazhet.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

lazher

1850
Daveenn : GON.II.HV pg muntrer

lazher

1850
Daveenn : GON.II pg lazer

lazherien

1850
Daveenn : GON.II pg lazer

lazher-Doue

1850
Daveenn : GON.II.HV pg lâzer (-Doué)

lazherien Doue

1850
Daveenn : GON.II.HV pg lâzer (-Doué)

lazherien

1850
Daveenn : GON.II.HV pg lâzer (-lern)

lazherien lern

1850
Daveenn : GON.II.HV pg lâzer (-lern)

lazher

1923
Daveenn : SKET p.183, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » " Tueur, meurtrier".

Talvezet em eus o marv d’al lazherien ha se eo a voe pennabeg din da vont en harlu.

1923
Daveenn : SKET p.22

Diwallour ar C’huzh-heol, doñvaer miled euzh, lazher bleizi, trec’hour n’hall den e drec’hiñ, dit e roin va buoc’h a zo bet an doueed maget gant he laezh.

1923
Daveenn : SKET p.36

Ar stroñsadennoù a zeuas da vezañ stankoc'h-stankañ ; war douaroù digompez e ruilhemp bremañ. Tremen a rejomp e-biou d'un torkad hentoù-kev, ha dizale ar marc'h-du a erruas e Taraskon, bro Tartarin, Tartarin meur, roue al lazherien leoned !

1929
Daveenn : SVBV p11

Roit pardon d'ho lazherien, / Heuilhit skouer ar gaezh verzherien / ' Gemer perzh e gloazioù Jezuz, / 'Vit ma vleunio kaer, un devezh, / Peoc'h karadek c'hoazh a-nevez / En hon traoñienn ken enkrezus.

1960
Daveenn : PETO p82-83

Lazher laosk, eus an digarañ, / Rak dit ivez neb ' ro bara / Ne fazior da ziskarañ.

1960
Daveenn : PETO p40

Bremaik, pa zeuy ar C'hallaoued / En-dro gant ar re 'm eus gwerzhet / D'o stlejañ ganto d’ar gaoued, / En abeg d'ar pezh zo berzet, / Ha da c'houzañv marv kalet, / 'Tre daouarn ruz al lazher tud, / Kalz spontusoc'h ' vin-me chalet / O peurlonkañ an evaj put.

1960
Daveenn : PETO p42

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial