Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. 1. Muntr. Eñ an hini eo en deus graet al lazh. DHS. torfed. HS. drouklazh. 2. Dre ast. Kann. Bez' en doa bet ul lazh gant ur paotr eus ar c'harter all. & Reiñ e lazh da ub. : e lakaat lamm. 3. Trl. skeud. BEZAÑ UL LAZH (TUD) : bezañ skuizhus-kenañ, tenn-kenañ d'an den. Ho merc'h zo erru pounner, ul lazh tud eo dougen anezhi. Ne vo ket ul lazh al labour-se. & Dre c'hwez. Bez' ez eus skrivagnerien hag a zo ul lazh lenn ar pezh a skrivont : borodus-meurbet eo o lenn. & Trl. estl. Se, an dra-se zo ul lazh ! : skuizhus-tre eo d'ar c'horf. II. H.g. 1. Obererezh lazhañ. 2. Muntr. Mervel dre lazh : bezañ lazhet. 3. Lazhadeg. Dre ar vro ne oa nemet stign ha lazh. 4. Obererezh lazhañ (an tan, h.a.). An tan n'eus ket a lazh dezhañ : n'eus ket tu d'e lazhañ. 5. Dre c'hwez. Striv bras-tre. Ar skuizhder hag al lazh-korf. Gant bec'h o divrec'h ha lazh o c'horf.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

Lazh àrnezhoñ !

1732
Daveenn : GReg pg frapper (Frappe-le bien serré, Van.)

lazhoù

1850
Daveenn : GON.II pg lâz (-Doué)

lazh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg muntr

lazh

1850
Daveenn : GON.II pg laz, lazérez

"lazh" g.

1923
Daveenn : SKET p.182, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Meurtre".

Ned on, klevit, kiriek d'al lazh, / Met fallzigouezh [a zo bet,] ne lâran ket.

1960
Daveenn : PETO p75

Penaos, d'ur verc'h desavet mat, / Ren buhez fur, onest ha glan, / Ha, doujus 'keñver mamm ha tad, / Bourrañ el lazh, e-kreiz an tan ?

1960
Daveenn : PETO p60

Kement-mañ a zo gwir penn-da-benn, da vihanañ hervez ar skridoù kozh a ra meneg eus al lazh.

1960
Daveenn : PETO p8

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial