Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(db. al labour) [1927, 1931, 1954] Hep damantiñ d'e boan, betek en em skuizhañ. [1954] [...] rak, un tourc'h-paotr anezhi, plomañ, mediñ, troc'hañ lann, charreat, ha zoken ober kleuzioù, kiañ a rae a-lazh-korf evel ar wazed [...]. Poaniañ a-lazh-korf. HS. a-dorr-korf.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

a-lazh-korf

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a3 [travailler] d'arrache-pied, de toutes ses forces)

a-lazh-korf

1931
Daveenn : VALL pg (travailler avec) acharnement

Gounit douar a rae he fried, ha pa'z ae Mon da labourat er parkeier - rak, un tourc'h-paotr anezhi, plomañ, mediñ, troc'hañ lann, charreat, ha zoken ober kleuzioù, kiañ a rae a-lazh-korf evel ar wazed - bep gwech e veze ganti, e-pign ouzh las he zavañjer, un tammig c'hwezhigell leun-kouch a vutun, ha mogedenn a laoske adal ar beure bete serr-noz.

1954
Daveenn : VAZA p.19

Adal ma save ur barr-avel, rankout a rae daou pe dri sachañ a-lazh-korf war bep kordenn ar banniel e-keit ma lamme ar re all da vriata an douger ; anez-se, skubet e vije bet an holl vagad, sant Jozeb hag all, a-ziwar an hent betek an douflez.

1954
Daveenn : VAZA p.53

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial