Gounit douar a rae he fried, ha pa'z ae Mon da labourat er parkeier - rak, un tourc'h-paotr anezhi, plomañ, mediñ, troc'hañ lann, charreat, ha zoken ober kleuzioù, kiañ a rae a-lazh-korf evel ar wazed - bep gwech e veze ganti, e-pign ouzh las he zavañjer, un tammig c'hwezhigell leun-kouch a vutun, ha mogedenn a laoske adal ar beure bete serr-noz.
Dre chom dilabour, e tegouezhe dimp alies bezañ war hent ar re a boanie a[-]lazh-korf ; neuze ’vat, e klevemp gwell [gwall] abred : « Dégage de là donc, distag ar yod diouzh da dreid, marin-casquette a zo ac’hanout ! »
Mots précédents
Mots suivants
Alba