E-dibenn an trimiz diwezhañ, deiz ar « prizoù », galvet e voe 'ta va anv a-ziwar al leur-c’hoari : Premier Prix d’Accessits : Charles Trémel, de Plouguiel.
E-pad ar bloavezh 1905 e teuis a-benn da sevel e Landreger ur strollad c’hoarierien niverus a-walc’h, bourc’hizien ha micherourien, ha c’hoari a raemp alies, ur wech ar miz pe dost, bep tro e ti ar Frered, o vezañ ma ’z oa eno ur sal hag ul leur c’hoari [leur-c'hoari] eus ar c’hentañ, dismantret abaoe gant kanfarded Hitler ha goude gant un tangwall.
Savet e vo ul leur-c’hoari er porzh a-dreñv, dindan ar c’hled bras ma stign ennañ ar vartoloded o c’houez da sec’hañ, tu e vo da lakaat eno ur bern arvestourien da selaou pezhioù-c’hoari, kanaouennoù, fentigelloù a bep seurt, ha goude e tañso an holl, dañsoù Bro-C’hall, hag evel-just hor re-ni.
Mots précédents
Mots suivants
leur-di