Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
57
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.g. A. 1. (db. an dud) Diduiñ e amzer. Labourat ha n'eo ket c'hoari ! Bezañ douget da c'hoari. Ober udb. diwar c'hoari, dre c'hoari. DHS. ebatal. & Ent strizh Kemer perzh en ur c'hoari (I A 1). Kae da c'hoari gant ar vugale all. C'hoari da vat pe da fall. & Trl. skeud. (db. ar baotred) C'hoari kas d'ar gêr : kas ur plac'h d'ar gêr warlerc'h un droiad, ur valeadenn. 2. Dre skeud. (db. al loened, an traoù) Fiñval en un doare a seblant bezañ froudennus. Ur morhoc'h o c'hoari en dour. Houlennoù ledan o c'hoari gant al lestr. 3. Lakaat (arc'hant) e klaoustre. & Krl. Gwaz mezvier ha gwreg a c'hoari ! A skarzh prest an arc'hant eus an ti. 4. Dre ast. (db. an ardivinkoù, spered an dud) Mont en-dro. Ret e vo dit lakaat da holl skiant da c'hoari. & Dre skeud., PEMDEZ Troienn saludiñ a reer ganti evit goulenn ouzh ub. ha mat ez a ar bed gantañ. C'hoari a ra, paotred ? C'hoari a ra an traoù ? 5. Trl. C'HOARI GANT : c'hoarvezout gant. Petra a c'hoari ganeoc'h ? 6. RANNYEZH., trl. C'hoari da : c'hoarvezout da. Ar benveg-mañ ne c'hoari mann dezhañ : e ratre vat emañ. 7. En em zibab. Ar merien a c'hoari mat da stlejañ traoù bihan. 8. (db. yec'hed an dud, al loened) Bezañ un direizhder bnk. gant ar c'horf pe ul lodenn anezhañ. [1954] Hemañ a c'hoarie un dra bennak gant e c'har, hag o vezañ ma'z oa ivez Jakez e anv badez, pa veze ezhomm d'ober un diforc'h etrezo o-daou, em c'herentiezh hag ivez er barrez a-bezh, e veze graet diouto Jakez Vras ha Jakez Vihan, hag aliesoc'h c'hoazh Biz Kamm ha Gargamm. & C'hoari da fall : gwashaat. Gant ma yec'hed o c'hoari da fall ne c'hallan ket mui ober kalz a dra. 9. Dre skeud. (db. an amzer a ra, ar brezel, h.a.) Ober e reuz. D'ar c'houlz-se e oa ar brezel o c'hoari. & C'hoario Meurzh pezh a garo ! Ur c'hostez eus ar c'hleuz a dommo. B. Trl. C'hoari diaes da ub. : c'hoari (I A 1) gant ub. ha reiñ bec'h dezhañ. C'hoari a ra diaes din : reiñ a ra bec'h din en doare ma c'hoari. & C'hoari aes da ub. : na reiñ trubuilh dezhañ (en ur c'hoari, un ober bnk.). 10. [1954] Pleustriñ war udb. [1954] [K]rog on em dek vloaz ha tri-ugent war vete nebeut ha betek-hen, kaer am eus bet c'hoari, na gant pluenn na gant kreion, biskoazh n'on deut a-benn d'ober gwelloc'h eget skrapadennoù yar, un euzh hepken sellout outo ! II. v.k.e. A. 1. Kemer perzh en ur c'hoari. C'hoari kartoù, c'hoari ar c'hartoù. C'hoari kornigell, c'hoari ar gornigell. [1954] Digant he den zoken ne gleve nemet al lesanv-se, ha mar c'hoarveze d' ur martolod all e bediñ ur sulvezh da noz da chom gantañ e bourc'h da c'hoari kartoù ha d'evañ ur bannac'h re, raktal e lavare Biz Kamm : « Trugarez, va faotr, met poent eo din kerzhout d'ar gêr, anez-se trubuilh am befe digant merc'h Sapeur ». & (db. ar vugale) C'hoari ti bihan, c'hoari tiegezhig : c'hoari o trevezañ buhez an tiegezh. & (db. ar vugale) C'hoari revrig : c'hoari en em ziskouez en noazh, c'hoari tastornat an eil egile. & C'hoari brezelig*. C'hoari derezioù*. & Dre ast. Kemer perzh en ur match sport. C'hoari mell-droad. C'hoari basket-ball. & Diren. (en un abadenn gartoù, en ur c'hrogad sport, h.a.) Ho tro eo da c'hoari : deoc'h eo da c'hoari ur gartenn, ur voul, da stlepel ar vell, h.a. Dit-te eo da c'hoari. C'hoari ! 2. Seniñ gant. C'hoari an delenn, c'hoari telenn. C'hoari akordeon. 3. Dre ast. Embreger (ur benveg bnk.). C'hoari ar c'hleze, c'hoari penn-bazh, c'hoari ar vazh. & Dre skeud. C'hoari ar vazh : en em gannañ. [1878] [...] a-raok mervel, me am bije c’hoariet ar vazh ha diskabellet meur a hini [...]. 4. Displegañ (ur pezh-c'hoari). Emaint o vont da c'hoari ur pezh nevez. & Ent krenn Strollad ar Vro-Bagan an hini zo o c'hoari. 5. Kemer perzh en ur pezh-c'hoari pe ur film. C'hoari roll ar mevel. & Ent krenn. C'hoari mat a ra er film-se. B. 1. (dirak ur g. perc'h. hag un ak. a c'hall dezverkañ un den) Bezañ, klask bezañ, ober van da vezañ. C'hoari e fri-furch. & C'hoari e glañv : ober van da vezañ klañv. & C'hoari e aotrou, e vestr : klask tremen da aotrou, da vestr. [1954] Daoust da se, ne glaske tu nemet da c'hallegachiñ, rak plijout a rae dezhañ ober ardoù ; evel ma lavare Biz Kamm « c'hoari e grak aotrou, leun e reor a bilhoù ! » & C'hoari e gi : lakaat reuz. & C'hoari e gi war ar mor : merdeiñ. & C'hoari e louarn*. & C'hoari e hent*. HS. ober. 2. Trl. C'HOARI E BENN (BIHAN, FALL) : lakaat reuz, dispac'hañ, ober trouz, diskouez bezañ war e du fall. Emañ ar c'hizhier o c'hoari o fennoù. & C'hoari e benn (e-unan) : ober hervez e c'hoant, diouzh e froudenn. Ur bugel mat eo met douget da c'hoari e benn e-unan. 3. Trl. C'HOARI E BAOTR : ober van da vezañ kalonek, dispont; fougasiñ. & C'hoari e baotr : kemer e blijadur betek lakaat reuz. C'hoari a rae e baotr gwashañ ma c'halle. 4. Ober, kas da benn, seveniñ. [1877] Evito da vezañ deuet da brederiañ an dud glazet hepken, an dra-se ne vire ket outo, e-feson, da c’hoari o zaol pa veze ret. & Trl. C'hoari un dro-gamm, un dro fall, un dro lous da ub. & [1954] Krenañ a rae ivez an Aotrou Person dirak ar gac'herez diaes-se, ha setu peseurt troioù-gwidre a ranke c'hoari an den santel evit bezañ erru-mat ganti, da vihanañ ur wechig. & C'hoari an dall* da ub. & C'hoari an troad leue da ub. : c'hoari un dro-gamm outañ, ober goap outañ. 5. Trl. C'hoari tro udb. (un ec'honenn, un egorenn bnk.) : ober an dro anezhañ a-hed e vevenn diabarzh. Emañ ar falc'herez o c'hoari tro ar park. & C'hoari an dro d'udb. (d'un egorenn bnk.) : ober an dro anezhañ a-hed e vevenn diavaez. Prennet e oa an nor-dal ha ranket em boa c'hoari an dro (d'ar savadur). 6. Trl. skeud. C'hoari a veg troad : tec'hel. C. 1. (en tu gouzañv prl.) Touellañ, lakaat da faziañ. C'hoariet on bet gant ul laer. C'hoariet eo bet n'ouzon ket pet gwezh. HS. straniñ. 2. DIZOARE Kaout darempredoù rev gant (ub.). C'hoari ur vaouez. C'hoari vaouez. C'hoariet em boa ganti. & Ent krenn Fellout a rae dezhi c'hoari. D. Trl. 1. C'HOARI AR C'HONTROL OUZH UB. : enebiñ outañ, reiñ bec'h dezhañ. Ar gañfarded-mañ zo amañ o c'hoari ar c'hontrol ouzhin. 2. C'hoari las*. 3. C'HOARI ANEZHI : bevañ disoursi. & C'hoari anezhi : ren ur vuhez diroll (oc'h evañ kalz, h.a.). [1954] Fañch ‘vat, ur pezh foeltrenn den anezhañ hag eñ ken treut hag un sklisenn wintet war bikoloù skasoù, divhar hiroc’h ha moanoc’h eget re ur c’hog-raden, a veze marteze re dechet da c’hoari anezhi. HS. kas. III. v.k.d. A. C'hoari war, gant : seniñ gant. C'hoari war an delenn. C'hoari gant ar fleüt. B. Dre skeud. 1. C'HOARI GANT UDB. : bezañ gant udb., ober war-dro udb. Dec'h e oamp bet o c'hoari gant keuneud. 2. C'HOARI GANT UDB. : e embreger. C'hoari gant ar c'hleze. C'hoari gant ur gontell. & Dre let. C'hoari (gant ar gontell) : lazhañ. & Dre skeud. C'hoari gant e voued : na vezañ yac'h. 3. C'HOARI GANT UDB. : dont a-benn anezhañ. Ar meuz-mañ n'on ket gouest da c'hoari gantañ. 4. C'HOARI GANT UB. : kaout afer outañ, ober outañ, en em glevet gantañ. An dud-se zo diaes c'hoari ganto. 5. C'HOARI GANT, OUZH UB. : kevezañ gantañ, outañ. Hennezh zo kreñv met n'eo ket evit c'hoari ganit. N'it ket da c'hoari ouzh hennezh. 6. C'HOARI WAR UB. : pouezañ warnañ, e aspediñ. C'hoariet en deus warnon da reiñ al levr-se dezhañ. DHS. delc'her.

Exemples historiques : 
119
Masquer la liste des exemples

c'hoari

1499
Référence : LVBCA p47 (iouer)

c'hoari ar bolod

1499
Référence : LVBCA p21, 39, 47 (iouer a la pelote, a l-esteuf, a la paulm)

c'hoari

1659
Référence : LDJM.1 pg (s')ebatre, iouer

petra a c'hoari deoc'h

1659
Référence : LDJM.1 pg petra (a oari deoc'h)

c'hoari

1659
Référence : LDJM.1 pg iouer

gwell eo studiañ evit c'hoari

1659
Référence : LDJM.1 pg (il) vaut (mieux estudier que iouer)

koulz eo c'hoari evel kousket

1659
Référence : LDJM.1 pg (il) vaut (autant iouer que dormir)

c'hoariet

1659
Référence : LDJM.1 pg iouer

c'hoari

1659
Référence : LDJM.1 pg iouer

c'hoari poullig

1659
Référence : LDJM.1 pg (hoari) poullic

c'hoari gant ar vombard

1732
Référence : GReg pg haut-bois (Joüer du haut-bois.)

petra c'hoari geneoc'h ?

1732
Référence : GReg pg (s')agir

petra a c'hoari ganeoc'h-hu ?

1732
Référence : GReg pg avoir (qu'avez-vous ?)

c'hoari

1732
Référence : GReg pg badiner (faire le badin)

c'hoariet

1732
Référence : GReg pg badiner (faire le badin)

c'hoari gant ar walennig fourchek

1732
Référence : GReg pg (manier la) baguette (divinatoire)

c'hoari saozig

1732
Référence : GReg pg (joüer aux) barre(s, jeu ou course, où les deux parties se placent toüjours en des lieux opposez)

c'hoariet saozig

1732
Référence : GReg pg (joüer aux) barre(s, jeu ou course, où les deux parties se placent toüjours en des lieux opposez)

c'hoariet bouloù

1732
Référence : GReg pg (joüer à la) boule

atav e c'hoari war ar mestr

1732
Référence : GReg pg (il met à tous coups sur le) but

c'hoari na ra oc'h henn-he-henn en ur feson ingal

1732
Référence : GReg pg (il joue contre un tel) but (à but)

c'hoari a ra oc'h henn-ha-henn hep reiñ, na kaout profit

1732
Référence : GReg pg (il joue contre un tel) but (à but)

bizig-ha-bizig e c'hoari gant egile

1732
Référence : GReg pg (il joue contre un tel) but (à but)

c'hoari 'r c'hartoù

1732
Référence : GReg pg carte (joüer aux cartes)

c'hoari da ar c'hartoù

1732
Référence : GReg pg carte (joüer aux cartes)

c'hoari kartoù

1732
Référence : GReg pg carte (jeu de cartes)

c'hoari gant ar c'hornemuzenn

1732
Référence : GReg pg (jouer de la) cornemuse

c'hoari dotu

1732
Référence : GReg pg crosser (joüer à la crosse. à Quimper)

c'hoari e ziaoul

1732
Référence : GReg pg (faire le) diable

c'hoari e gi

1732
Référence : GReg pg (faire le) diable

c'hoariet koll pe c'hounit

1732
Référence : GReg pg hazarder (Exposer, mettre au hazard, pp.)

c'hoari koll pe c'hounit

1732
Référence : GReg pg hazarder (Exposer, mettre au hazard.)

c'hoariet d'ar valañs

1732
Référence : GReg pg hazard (Joüer au hazard, pp.)

c'hoari poullig

1732
Référence : GReg pg fossette (Jouer à la fossette.)

c'hoariet poullig

1732
Référence : GReg pg fossette (Jouer à la fossette, pp.)

C'hoari eta !

1732
Référence : GReg pg frapper (Frappe donc.)

c'hoari gant ar valtram

1732
Référence : GReg pg fronder (Jeter des pierres avec une fronde.)

c'hoariet gant ar valtram

1732
Référence : GReg pg fronder (Jeter des pierres avec une fronde, pp.)

c'hoari d'ar valañs

1732
Référence : GReg pg hazard (Joüer au hazard.)

c'hoariet gant ar binioù

1732
Référence : GReg pg haut-bois (Joüer de la veze, pp.)

c'hoari gant ar binioù

1732
Référence : GReg pg haut-bois (Joüer de la veze.)

c'hoari get ar vombard

1732
Référence : GReg pg haut-bois (Joüer du haut-bois, Van.)

c'hoariet gant ar vombard

1732
Référence : GReg pg haut-bois (Joüer du haut-bois, pp.)

c'hoari

1850
Référence : GON.II pg ébata, c'hoari (Jouer. Se divertir. S'amuser).

C'hoari a ra e-lec'h dibriñ.

1850
Référence : GON.II pg é-léac'h, éléac'h (Il joue au lieu de manger).

Deomp da c'hoari dotu.

1850
Référence : GON.II pg dotu (Allons jouer à la crosse).

Dont a rit-hu da c'hoari an diñsoù ?

1850
Référence : GON.II pg dis (Venez-vous jouer aux dés ?)

c'hoari kleze

1850
Référence : GON.II.HV pg c'hoari-klézé (S'escrimer, s'exercer à faire des armes. Jouer de l'épée).

Deuit da c'hoari ganen.

1850
Référence : GON.II pg c'hoari (Venez jouer avec moi).

c'hoariet

1850
Référence : GON.II pg c'hoari (Jouer. Se divertir. S'amuser. Part.)

Da vab ha da verc’hed a zo aet da c’hoari el liorzh.

1850
Référence : GON.II p.68

c'hoariañ

1850
Référence : GON.II pg c'hoari (non usité).

A galz a vinvioù e c'hoari.

1850
Référence : GON.II pg benvek (Il joue de beaucoup d'instruments).

tremenet en deus an nozvezh o c'hoari

1850
Référence : GON.II pg nôzvez, nôsvez

c'hoari bouloù a ra bemdez

1850
Référence : GON.II pg boul

c'hoari saozig

1850
Référence : GON.II pg c'hoari-saozik (Jouer aux barres, jeu de course entre les jeunes gens, où l'on se divise en deux partis).

Merer an aotrou Doue, bremañ tieg ar c'hentañ, / A sav sonn e vruched hag a c'hoari e benn : / — « Glav a-bil en tu-mañ ! Gwalarn, pak da valkenn, / Ma tispako an heol ! Mall eo dezhañ tommañ / An ed am beus bremaik gounezet er park-mañ ; / Diwanañ 'rank dioc'htu. »

1867
Référence : MGK p88

Evit kaout ho tra diganto, / E vezo ret c'hoari ar vazh, / Harzhal ha kregiñ du, diskolpañ evel chas.

1867
Référence : MGK p108

Kaer en doe an den-se krial a-bouez e benn, an dud hep ober van, aet o skiant da donenn, 'selle a-gleiz, a-zehoù : nouspet hini 'welas o chom sonn o fennoù, 'vel peulioù ur c'harr bras en-dro da vugale 'oa eno o c'hoari.

1867
Référence : MGK p3

O welet en ur park ur goulm all o tebriñ, an tremeniad war yun ha digor e galon a ya di da welet; e-pad ma torr e naon ez eo paket war rikl en un toullad lasoù stignet e-touez an ed : ne oa ket kre ar stignoù; rak o skrabat a-bep-eil, o c'hoari endra c'hell, gant e veg, gant e dreid ha gant e zivaskell e teu, hep re a boan, a-benn d'em ziluziañ.

1867
Référence : MGK p19

atav Breizhad kristen, diwar c'hoari 'gelenn

1867
Référence : MGK Rakskrid III

O c'hoari kas ar fall er-maez, / Ganti abred e vioc'h teurket.

1867
Référence : MGK p132

He mignonez oc'h he gwelet / O krenañ, o vezañ nec'het, / A c'houlennas dre garantez : / — « Petra zo o c'hoari ganez ? »

1867
Référence : MGK p128

Evito da vezañ deuet da brederiañ an dud glazet hepken, an dra-se ne vire ket outo, e-feson, da c’hoari o zaol pa v[eze] ret.

1877
Référence : EKG.I. p.292

Eo, mestr, mat a livirit ; ha pep hini ac’hanomp ne c’houlenn ket a-well eget c’hoari un taol ouc’h an dud fall, evit difenn ar re a zo a-du ganeomp.

1877
Référence : EKG.I. p.108

Petra ’ta, va den mat, eme egile, un dra bennak a ziaes a c’hoari ganeoc’h, diouzh ar pezh a welan ? — Ya-da, ha nec’het-bras on zoken.

1877
Référence : EKG.I. p.91-92

Doue hag ar Werc’hez a ziwallo ac’hanout, Yann, er c’hrediñ a ran ; mes ret e vezo dit ivez lakaat da holl skiant da c’hoari.

1878
Référence : EKG.II p.113

Mat, an traoù-se a lakeas diaes va spered. Dont a ris da gaout aon, nann abalamour din va-unan, rak va fuzuilh a yoa ganen, hag, a-raok mervel, me am bije c’hoariet ar vazh ha diskabellet meur a hini, mes abalamour d’am c’homper Herve Soutre, abalamour d’e bried, Katell Eukat, ha d’an daou aelig binniget o bugale.

1878
Référence : EKG.II p.37-38

P’edon krog en trede alc’houez, e liviris adarre ouzhin va-unan : Yann Pennorz, amañ ez ez da c’hoari da vuhez.

1878
Référence : EKG.II p.122

Gant a ri, ne chom ket da c'hoari !

1909
Référence : BROU p. 242 (surtout ne reste pas jouer)

Ne weled ket eus an evadegoù-se ma ev an den enno, diezhomm ha disec’hed, ma tiskianta diwar re-gofad, ma ruilh e-kreiz uloc’h ha pri, o tiskenn izeloc’h eget loened-mut ; n’oa ket eus ar banvezioù hir-didermen m’en em stanka enno kengouvidi diemzalc’h, ez varlonk ha lous evel moc’h dirak laouiri pourveziet-leun ; nag eus an abadennoù-se dibaouez c’hoari diñsoù pe wezboell, ma kas enno didalvez-kaer gwazed kadarn, kreñv ha meizek, ar pep gwellañ eus o amzer.

1923
Référence : SKET p.69

Izabel ivez en em gustume da welet ar paotr en ti, o c’hoari, o c’hoarzhin, o ouelañ, o treiñ en-dro dezhi, ha, pa c’hanas he c’hentañ bugel, ur baotrez, Mad[a]len, Bilzig eviti a chomas he mab henañ hag evit ar paotr, Izabel a oa e vamm, Marc’harid e vammig-kozh.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)

Un toullad mat a ganfarded a oa eno unanet, paotred ha merc’hed ; darn a oa o c’hoari patati, darn all o c’houren ; ar merc’hed, darn anezho en o [fuch], a c’hoarie eizh meinigoù [sic], hag ar re all gant tri pe bevar baotr a oa o c’hoari mouchig-dall.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.864 (Miz Meurzh 1924)

Endra ma pad an deiz e kouskont hag an noz a dremenont o c’hoari diñsoù.

1924
Référence : SKET.II p.66

[N]euze ar wialenn a c’hoarie ; ha, pa vije ur c’hlemm enep hini pe hini eus ar baotred, gwir pe c’haou, ar wialenn ac’h ae en-dro.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 39, p.868 (Meurzh 1924)

Pevar maltouter a oa o c’hoari pilpot, ’hed moger ar vered, dirak dor-dal ar presbital.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.866 (Miz Meurzh 1924)

Ar saon, ur saon don o zispartie : en he c’hreiz, a-dreuz ar pradeier, ur wazhennig dour bev ha seder a virbilhe, a c’hoarie gant ar yeot glas, gant an aozilh, ar sekrep hag ar gwial, en disheol ar gwez pupli, ar gwern, an haleg hag ar c’helvez, dindan kroz an avel en delioù, adalek Kergoualc’h betek Mengi hag ar Vouilhenn.

1925
Référence : BILZ2 p.116

c'hoari anezhi

1927
Référence : GERI.Ern pg ane(z)añ

c'hoari bizibul

1927
Référence : Geri.Ern pg bizibul

Al labour a raent a oa tenn ha risklus, rak ar c'hirinoù a gempennent a oa leun-kouch a vateri tarzhus ha kabellet gant ur viñs-enaou-tan. N'oa ket brav, m'el lavar deoc'h, firbouchat re an obuzioù-se na kennebeut c'hoari ruilh-kaik ganto. N'eo ket gant tud moñs kennebeut all, e vefent bet lakaet a-rezadoù an eil war c'horre egile.

1929
Référence : SVBV p6

Eno, gwechall d'an nevez-hañv, a-gevret gant un toullad krennbaotred, e teuen da neuñv, da redek, da c'hoari pi, da neizhiata ha d'en em gannañ gant ar Gerneizon bihan [sic].

1929
Référence : SVBV p.15

E kant doare disheñvel o gwelen-i, lod o lammat hag o c'hourlammat, darn all o c'hoari penn-tourtig, o c'hoari brañsigellig ispilhet a-zibouez o lost ouzh skoultroù ar gwez, darn all c'hoazh o korolliñ pe en o fuch, a-zevri o klask laou an eil d'egile, dre ma tispourbellent o daoulagad brizh ha ma krizent o gourrennoù damruz ha blevek.

1929
Référence : SVBV p.18

c'hoari ar c'hleze

1931
Référence : VALL pg (faire des) armes

c'hoari redek

1931
Référence : VALL pg (s')amuser

c'hoari saozig

1931
Référence : VALL pg (s')amuser (aux barres)

diwar c'hoari

1931
Référence : VALL pg amuser (faire qqch en s'amusant)

c'hoari bazhig dall

1931
Référence : VALL pg bâton

c'hoari bouloù-piti

1931
Référence : VALL pg (jouer aux) billes

c'hoari kanetenn

1931
Référence : VALL pg (jouer aux) billes

c'hoari neuñv

1931
Référence : VALL pg (s')amuser

c'hoari par pe dispar

1931
Référence : VALL pg apocope

c'hoari an deñv

1931
Référence : VALL pg (jouer aux) billes

Er porzh-c'hoari e teue da c'hoari polotenn ganimp-ni, Karnoediz vihan.

1944
Référence : EURW.1 p39

Ne oa ket par d'ar C'horio-se da c'hoari troioù fizik, d'an noz goude koan, da dennañ planedennoù gant kartoù, da zibunañ rimoustadennoù.

1944
Référence : EURW.1 p19

Keit ma yae an traoù-mañ en-dro, Srollad Paotred Plouyann a oa o c’hoari Mister Sant-Gwenole ha fentigell ar Vezventi dindan ar c’hoc’hu, leun-barr.

1944
Référence : EURW.1 p.189

Dre ar skorn hag an erc’h war an douar, e vezemp dalc’het a-ratozh kaer ‘hed ar mintinvezh da c’hoari gant ar fuzul war ar Park-Meurz.

1944
Référence : EURW.1 p.196

Job : — « Ar voereb a zo aonik. » Lom : — « Bezit dinec’h ! Spontet e vo, pa glevo labous an Ankoù o c’hoari en-dro d’an ti. »

1944
Référence : ATST p.28

Va buoc’h, avat, a oa ken laer, ma ne roe ket un tamm repoz din, hag, a-hend-all, liorzhoù Penn-Aod ["Pennaod"] a oa enno avaloù ken mat, ken mat, ma oa ur blijadur c’hoari kontellig ganto.

1944
Référence : ATST p.45

Ma mamm, hag a oa deut, da heul he mab, da vezañ troet gant ar vroadelezh vreizhek, a fellas dezhi kemerout perzh ivez er gouel bras e oad o tanzen ; laouen e oa dreist-holl gant ar c'heloù e vije adsavet an teatr brezhonek, rak ez yaouank, he doa bet plijadur o vont da Werliskin da arvestiñ ouzh ar « Misterioù » a veze c'hoariet eno en ul lab bennak, gant kenseurted Prosper Proux.

1944
Référence : EURW.1 p66

Porzh an ti-skol a oa re enk evit c'hoari.

1944
Référence : EURW.1 p22

Hi an hini a'n em denn kuit, diwar c'hoari, evit stouiñ warnañ adarre, ouzh e atizañ, ouzh e cherisañ gant he blev war e dal, gant pennoù he divronn reut kinniget d'e vuzelloù, gant he melloù daoulagad oriad, gant holl fiñvoù ur c'horf yac'h, gwevn ha kaer.

1949
Référence : SIZH p.52

Hiniennoù all, chomet krennarded, a c'hoarie en em hegal hag a c'haloupe ken a ouient, troñset ganto o saeoù gwenn betek o daoulin.

1949
Référence : SIZH p.43

Ar c'hi Soltan, ur mell ki-gward Alaman, torret e chadenn gantañ, a oa deut da lammat ouzh ar breur Arturo, evit c'hoari.

1949
Référence : SIZH p.46

C'hoari a reas primik gant hec'h aveler, ul lost paun mouk gant brouderezhioù skant perlez.

1949
Référence : SIZH p.42

Brav-bravig e teue ganin evit pezh a sell ouzh lenn, met daoust ha ma skrive-hi evel ur c'homis noter, c'hwitet he deus va mamm gaezh war an dra-mañ : krog on em dek vloaz ha tri-ugent war vete nebeut ha betek-hen, kaer am eus bet c'hoari, na gant pluenn na gant kreion, biskoazh n'on deut a-benn d'ober gwelloc'h eget skrapadennoù yar, un euzh hepken sellout outo !

1954
Référence : VAZA p.13

Daoust da se, ne glaske tu nemet da c'hallegachiñ, rak plijout a rae dezhañ ober ardoù ; evel ma lavare Biz Kamm « c'hoari e grak aotrou, leun e reor a bilhoù ! »

1954
Référence : VAZA p.16

Fañch ‘vat, ur pezh foeltrenn den anezhañ hag eñ ken treut hag un sklisenn wintet war bikoloù skasoù, divhar hiroc’h ha moanoc’h eget re ur c’hog-radenn [sic "ur c'hog-raden"], a veze marteze re dechet da c’hoari anezhi.

1954
Référence : VAZA p.28

Krenañ a rae ivez an Aotrou Person dirak ar gac'herez diaes-se, ha setu peseurt troioù-gwidre a ranke c'hoari an den santel evit bezañ erru-mat ganti, da vihanañ ur wechig.

1954
Référence : VAZA p.19

Ur bloaz goude e fellas d'am strollad c'hoari en ostaleri va zad ur pezh hiroc'h, tri pe bevar arvest war a gredan, skrivet ganin-me c'hoazh ur wech.

1954
Référence : VAZA p.25

Hemañ a c'hoarie un dra bennak gant e c'har, hag o vezañ ma'z oa ivez Jakez e anv badez, pa veze ezhomm d'ober un diforc'h etrezo o-daou, em c'herentiezh hag ivez er barrez a-bezh, e veze graet diouto Jakez Vras ha Jakez Vihan, hag aliesoc'h c'hoazh Biz Kamm ha Gargamm.

1954
Référence : VAZA p.9

Digant he den zoken ne gleve nemet al lesanv-se, ha mar c'hoarveze d' ur martolod all e bediñ ur sulvezh da noz da chom gantañ e bourc'h da c'hoari kartoù ha d'evañ ur bannac'h re, raktal e lavare Biz Kamm : « Trugarez, va faotr, met poent eo din kerzhout d'ar gêr, anez-se trubuilh am befe digant merc'h Sapeur ».

1954
Référence : VAZA p.10

Din-me o komz eus ul loen gouez. / Petra 'ta, plac'h, ' c'hoari ganeoc'h ? / Al lern, dre amañ, n'int ket rouez ; / Rak-se, didrouzit ha grit peoc'h.

1960
Référence : PETO p30

Ne oa ket bet ezhomm da ziskouez div wech ar pezh a oa war e groc'hen, hag ar medisin o lavarout : "Gouzout mat a ran petra zo o c'hoari ganeoc'h."

1985
Référence : DGBD p79

Nebeut amzer goude avat e trenkas an traoù etre ar broioù, ha n'eo ket mui c'hoari brezel bihan en a oa da ober, met soñjal er brezel bras...

1985
Référence : DGBD p6

C'hoariit an dro d'an absidenn hag e weloc'h an efed diwar an aozadur-se : ar chapelioù, e-lec'h bezañ pep a egorenn damgloz warni hec'h-unan a zo digor bras war an hent-tro, dizisparti, ha n'int netra nemet kleuzennoù ampl a ra d'ar voger diavaez gwagenniñ

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 10

Er-maez e son akordeon un enbroad unan eus ar valsennoù-se a veze c'hoariet gwezhall evit kregiñ gant koroll an dud-nevez.

2015
Référence : EHPEA p11

Kavout a rez-te gwelloc'h c'hoari an tarv en ur borselenerezh.

2015
Référence : EHPEA p22

Un tamm diaesoc'h eo ar "c'hoariva-traktiñ" e-lec'h ma vez leurennet ar pezh a vez diskuliet, evel ur varnadenn c'hoariet war an ton bras.

2015
Référence : DISENT p55

C'hoariit ar c'houblad amourouzien, an dremenidi prederiet, al labourerien o vont d'o labour gant pres warne... hag evel-just cheñchit ho look kuit na vefe tres splann ur "stourmer" warnoc'h -badjoù, piercing, stumm ho plev, dilhad disheñvel betek re...-

2015
Référence : DISENT p73-74

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux