Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Plasenn ar bourk a oa hon leur-c'hoari.

1944
Daveenn : EURW.1 p22

Mont a rae e-unan d'o c'hanañ war al leurioù-c'hoari, gant e wreg, hag evel m'o doa o-daou mouezhioù brav, un doare da blijout, ha gwiskamantoù Kerne, e oa sot ar bobl ganto e kement lec'h ma kanent.

1944
Daveenn : EURW.1 p69-70

E-dibenn an trimiz diwezhañ, deiz ar « prizoù », galvet e voe 'ta va anv a-ziwar al leur-c’hoari : Premier Prix d’Accessits : Charles Trémel, de Plouguiel.

1954
Daveenn : VAZA p.38

E-pad ar bloavezh 1905 e teuis a-benn da sevel e Landreger ur strollad c’hoarierien niverus a-walc’h, bourc’hizien ha micherourien, ha c’hoari a raemp alies, ur wech ar miz pe dost, bep tro e ti ar Frered, o vezañ ma ’z oa eno ur sal hag ul leur c’hoari [leur-c'hoari] eus ar c’hentañ, dismantret abaoe gant kanfarded Hitler ha goude gant un tangwall.

1954
Daveenn : VAZA p.75

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial