Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. 1. Gorreenn gompez diac'hub. Leurioù plaen. 2. Gorreenn en em zalc'her pe a valeer warni, a saver tiez, savadurioù, h.a., warni. & Tr. adv. WAR AL LEUR : war an douar. Kouezhañ war al leur. & Bezañ war al leur : war al lec'h. 3. Dre heveleb. Leurgêr. HS. plasenn. 4. Leur-dornañ. Pegoulz e vo graet al leur nevez du-se ? B. Dre ast. 1. Gorreenn a valeer warni en un ti. Leur ar sal. Reiñ a reas un taol skubell da leur ar gegin. DHS. plañchod. 2. Merdead. Plañchod a c'holo darn kleuz kouc'h ur vag. Ar re a sante an droug-mor a oa gwell ganto chom war leur al lestr da lonkañ aer. HS. bourzh, pont. II. Tr. ar. WAR LEUR E GEIN : war lein e gein.

Skouerioù istorel : 
45
Kuzhat roll ar skouerioù

leur

1499
Daveenn : LVBCA p133 (aere)

leurioù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg aire

leur

1659
Daveenn : LDJM.1 pg aire

leur-di

1659
Daveenn : LDJM.1 pg leur (an ti)

leur an ti

1732
Daveenn : GReg pg aire

leurioù

1732
Daveenn : GReg pg aire

leurioù

1732
Daveenn : GReg pg aire

leur

1732
Daveenn : GReg pg aire, (le fond de la) charrette

leur da zornañ ed

1732
Daveenn : GReg pg aire

leur an ti

1732
Daveenn : GReg pg aire

leurioù-karr

1732
Daveenn : GReg pg (le fond de la) charrette

skubañ al leur

1732
Daveenn : GReg pg aire

leur

1732
Daveenn : GReg pg aire

leurioù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg leûr

digompez eo al leur

1850
Daveenn : GON.II pg digompez

Ret eo dinaouiñ al leur.

1850
Daveenn : GON.II pg dinaoui (Il faut donner de la pente à l'aire).

n'eo ket diribin a-walc'h al leur

1850
Daveenn : GON.II pg diribin

an ed a ioa feltret war al leur

1850
Daveenn : GON.II.HV pg feltret

gouren a vezo d'al leur nevez

1850
Daveenn : GON.II pg gourenn

leur

1850
Daveenn : GON.II pg lér, leûr

leur

1850
Daveenn : GON.II pg lér, leûr, leûren, leûriad

leur an ti a zo izeloc'h eget an hent

1850
Daveenn : GON.II pg leûr

kalz a ed a zo war al leur

1850
Daveenn : GON.II pg leûr

leurioù

1850
Daveenn : GON.II pg leûr

Ar Booz-se, gant plac'hed pehini out en em unanet er park, a zo kar-nes deomp, hag en noz-mañ e nizo e heiz el leur.

1850
Daveenn : GON.II p.103, Buez Ruth.

demat-holl el leur nevez-mañ

1874
Daveenn : GBI.II p490

demat ha joa-holl el leur-mañ

1874
Daveenn : GBI.II p94

leal, aet eo d'al leur nevez, an hini a gar eus he gostez, indani 'n abid satin gwenn; Doue, bravañ da femelenn; indanañ 'n abid satin gris; bravañ den yaouank a welis

1874
Daveenn : GBI.II p480

aet eo aze d'al leur nevez, Fieka Kalvez eus e gostez, gante pep a abid nevez, bravañ daou den yaouank o vale

1874
Daveenn : GBI.II p468

E penn ar voger-se e welis un draf hag a yoa digor. An draf-se a skoe war leur Bielon ; eus al leur ez aed er porzh, n’oa ken digor ; mont a ris dre eno.

1878
Daveenn : EKG.II p.137

Netra atav ! Eo, kaout a reas din klevet evel un dra bennak o klemm e-kreiz trouz an avel a c’hwezhe er gwez-derv a zo war gleuz liorzh al leur ; mes ne ris ket kalz a van evit kement-se.

1878
Daveenn : EKG.II p.40

Distrouezhañ al leur a rejont, stummañ logelloù-annez ha sevel un difenn a voe graet anezhañ an anv a Vanobriga « kreñvlec’h Manos ».

1923
Daveenn : SKET p.119

Nav evn bras a dremenas en ur drouzal euzhik a-us d’e benn hag a blavas d’al leur e-tal an eienenn.

1924
Daveenn : SKET.II p.34

leur

1931
Daveenn : VALL pg aire (place, étendue en forme d'aire)

leur emlazh

1931
Daveenn : VALL pg arène

leurioù

1931
Daveenn : VALL pg aire, arène

Tremen a rejont an eil penn-nozvezh en ur vanell distro, e-harz moger izel ul liorzh, gourvezet en ur gichen evel daou bried, war ul lienenn delt astennet war al leur, goloet pep hini gant e ballenn, hag o sac'h-soudard ganto e-giz goubenner.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Gallout a rejomp tapout bep a vilhed azezet, mes me, e-lec'h chom em c'hoazez, a oa atav o redek tro al leur ha tro ar bourk, evit gwelout a-dost ha klevout an doareoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p70

Pa 'n em astenn 'hed e gorf war al leur ez eus c'hoarzh.

1944
Daveenn : EURW.1 p23

Ar wech kentañ e oa dimp arvestiñ ouzh femelennoù kazi diwisk oc'h hiboudiñ war al leur bleñch sonioù gadal.

1944
Daveenn : EURW.1 p74

Ha peurvuiañ e vez ivez an tal-se troet enep d'an div rigennad lochennoù a vez a bep tu da leur greiz ar ge[ê]riadenn.

1985
Daveenn : DGBD p173

hag en ur gomz e lakaas ar gweladenner da zont tre en un novoz klet, bras, izel he lein, daret he leur, tommet gant un tan o flamminañ en oaled

2012
Daveenn : DJHMH p29

Betek an hordennadoù kolonennoùigoù a gustume diskenn ouzh ar voger, a-zindan ar bolzioù betek al leur, bep etrepeuliad, evel un arouez fetis eus al lusk war-grec'h hag a oa anezho unan eus elfennoù merkusañ ar goteg klasel

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 16

Ar pep deurusañ koulskoude n'emañ ket en doare maz eo aozet ar pezh, met ouzh ar mogerioù. Taolennoù a zo oute, eus al leur betek ar sel.

2015
Daveenn : EHPEA p50

[Lec'hioù bet dalc'het evel] an DRASS e Marsilha peotramant leur toullañ ha douarañ lastez nukleel e Bure, mirdi an enbroañ... pe c'hoazh monumantoù broadel (oglennoù an Trocadéro pe al Louvre, Palez ar bPibien...) pe kannatioù (evel kannati Ginea e-pad emvod-meur Frañsafrika) [...].

2015
Daveenn : DISENT p155

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial