Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. Izel e briz, dister e werzh kenwerzhel. Louzoù marc'had-mat. An dilhad-se n'int ket ken marc'had-mat hag ar re-mañ. Marc'hadmatoc'h eo ar sistr eget ar gwin. Ar marc'hadmatañ eo ober en doare-se. & Marc'had-mat vil : marc'had-mat-kenañ. & Trl. estl. Erru e vefe marc'had-mat ! : re vrav eo ar pezh a lavarit evit ma c'hallfen e grediñ. ES. ker, koustus, mizus. II. Adv. [1954] Gant ar verb koustañ. [1954] [V]a Doue, pegen marc’had-mat e koustent !

Exemples historiques : 
12
Masquer la liste des exemples

a varc'had-mat

1732
Référence : GReg pg à (bon marché), acheter

Ar gwin a zo marc'had-mat war-dro da Bariz.

1850
Référence : GON.II p.61 (le vin est à bon marché aux environs de Paris).

Aes e oa dezhañ reiñ banneoù, marc’had-mat e oa ar gwin, rak ne gouste netra dezhañ.

1878
Référence : EKG.II p.71

Kerkent e savas brud e-touez an dud. Lavaret a raed e roe ar Bertou da evañ d’an dud, marc’had-mat, evit o mezviñ hag o laerezh goude-se.

1878
Référence : EKG.II p.311

— Louzoù marc’had-mat, Aotrou, eo hennezh ! Emaoc’h oc’h esa ober goap ac’hanon ; mat, hen ober a rin, rak an tan a zo em morzhed.

1878
Référence : EKG.II p.21

Na lâran droug a-hed [sic, evit ebet] deus an teil-ker na deus bizhin, na deus traezh pe maerl. Pa gavan da brenañ marc'had-mat, e krogan enne.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

marc'had-mat

1927
Référence : GERI.Ern pg a3 (à bon marché)

marc'had-mat

1927
Référence : GERI.Ern pg -aat (bon marché)

marc'had-mat

1931
Référence : VALL pg (une bonne) affaire

Na pegen alies e c'hoarvez din betek-hen klevout digant ur c'hozhiad bennak eveldon : « N'ac'h eus ket soñj, Jarl, eus sivi Soaz Sapeur ? nag e vezent saourus ha marc'ha[d]-mat ! »

1954
Référence : VAZA p.10

War gement hini — va Doue, pegen marc’had-mat e koustent ! — e veze brodet gant neud seiz an hevelep liv hag an danvez, bleunioù, delioù, balafennoù pe evned, ken tev ha va dorn, hag en em ledañ a rae ar c’hlinkadur-se, gweet ha kroazigellet e pep stumm, adalek an divskoaz betek ar c’hornig izelañ o ruzañ a-rez an douar ; un tamm brav a samm, neketa, evit ur verc’hig flour ha korfet-strizh krog en he zriwec’h vloaz ?

1954
Référence : VAZA p.31-32

Er rann-se eus al lestr eo e santer moarvat ar muiañ eo emeur divroet: ar butun hag ar c'hartoù c'hoari a vez gwerzhet marc'had-mat, kuit a wirioù, hag ar "whisky-Perrier" a vez evet gant plijadur.

1985
Référence : DGBD p11

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux