marc'had-mat
War gement hini — va Doue, pegen marc’had-mat e koustent ! — e veze brodet gant neud seiz an hevelep liv hag an danvez, bleunioù, delioù, balafennoù pe evned, ken tev ha va dorn, hag en em ledañ a rae ar c’hlinkadur-se, gweet ha kroazigellet e pep stumm, adalek an divskoaz betek ar c’hornig izelañ o ruzañ a-rez an douar ; un tamm brav a samm, neketa, evit ur verc’hig flour ha korfet-strizh krog en he zriwec’h vloaz ?
Fent ho po, emichañs, o klevout pegen marc’had-mat e kouste en holl d’an holl bevañs ha studi e Landreger.
Ne ouie ket ar paour kaezh kabiten e oa eno ivez un ostaleri, unan hepken ha hi gwell dister, met da vihanañ n’eo ket te, na laezh, na dour-orañjez a veze gwerzhet enni, nann da ! gwin a bep seurt liv ne lavaran ket, ha muioc’h c’hoazh lagout marc’had-mat met eus ar c’hreñvañ, ha setu Yann Vartolod o redek d’an daoulamm etrezek an ti benniget-se.
Dre eurvad e oa e penn ar sal un doare lec’hpred [lec’h-pred] gant bitailh a bep seurt, rak aotre hor beze evelkent da zebriñ ha d’evañ pep hini diouzh e c’hoant : gwestell, pastezioù, keuz, ponsined, vioù, joskenn ha kilhevardon all, sturjed ar stêr Volga, ha kaviar sof-kont ha marc’hadmat [marc’had-mat] a-walc’h, kaviar ruz, melen, louet ha du, ar saourusañ hini diouzh klevout ar re lipous (1).
Er rann-se eus al lestr eo e santer moarvat ar muiañ eo emeur divroet: ar butun hag ar c'hartoù c'hoari a vez gwerzhet marc'had-mat, kuit a wirioù, hag ar "whisky-Perrier" a vez evet gant plijadur.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
marc'hadmataat